Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
9
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. (gant an divskouarn) 1. Merzout komzoù, soniadoù, trouzioù. Klevet a ran ur c'hloc'h o seniñ. N'eo ket gaou en deus klevet gant e vreur. & Ne glev berad, grik, son, takenn : netra. & Diouzh e glevet, war e glevet : hervez a lavar. & Trl. [1867] Dre glevet udb. : abalamour da vezañ klevet udb. Deuet int da vezañ sentus, dre glevet ur marvailh. & Trl. Klevet anv, kaoz, keloù, meneg, nevez, ster eus udb. : klevet komz eus an dra-se. [1878]Ne gleved ken hanv nemet eus e aer vrav hag eus e vrud mat. 2. Dre ast. Selaou. Klevet an oferenn : kemer perzh enni ouzh he selaou. 3. Trl. Klevet kroz, trouz gant ub. : bezañ skandalet gantañ. & PEMDEZ Klevet e bater, e begement, e seizh seurt, klevet anezhi gant ub. : bezañ skandalet en un doare taer gantañ. Klevet a ray anezhi ganin. & Diren. Klevet a ray ganin. B. (war-bouez organoù ar skiantoù all) 1. Merzout (gant ar fri). Klevet a ran c'hwezh ar c'hig rost. C'hwezh vat a gleve gantañ. 2. Merzout (gant an teod). Klevet a rae blaz holen ar fru. 3. Santout. Ne glev poan ebet. Klevet a ra e garantez o teneraat. C. Dre ast. Kompren. Ne glevomp ket ar yezh-se. N'ho klev ket. & Trl. Reiñ udb. da ub. da glevet. HS. intent. II. V.k.d. A. 1. (db. ar c'hoantoù, ar pedennoù) KLEVET OUZH : seveniñ. Klevit ouzh ma fedenn. & KLEVET OUZH UB. : reiñ dezhañ ar pezh a c'hoanta. HS. selaou (ouzh). 2. KLEVET OUZH (UB.). : ober war e dro. Mar n'he dije ket bet da glevet ouzh he bugale e vije deuet ganimp. Hi a glev ouzh an dud klañv. HS. intent (ouzh), prederiañ. 3. KLEVET OUZH UDB. : tennañ d'an dra-se, bezañ e-keñver an dra-se en un doare bnk. Yec'hed an den a glev ouzh e vagadurezh. & Bezañ e dalc'h. Kastell a lakaas trev Sant-Servez da barrez ; bete-neuze e kleve ouzh Gwineventer. B. KLEVET DIOUZH UDB. : santout udb. en un doare heverk. Klevet a ra buan diouzh an anoued. III. V. kenem. EN EM GLEVET. 1. Bezañ ali an eil gant egile, bezañ unvan en o darempredoù. [1877] Ni a zo en em glevet gant ur vag froderezh a zo hiriv e Porzh-ar-Beskont [...]. [1944] Gab Goas hag ar vatezh en em gleve mat-tre. HS. (en em) ober, (en em) bakañ. 2. En em glevet evit ober udb. : divizout a-gevret ober udb. [1878] He c’hoar-gaer Mari Kreac’h hag hi en em glevas evit ober un toull-kuzh da reiñ lojeiz d’ar veleien harluet. [1944] [E]n em glevjomp da 'n em gaout a-gevret e Gwengamp[.] IV. v.g. 1. Merzout komzoù, soniadoù, trouzioù. Klevet fraezh, sklaer : mat. 2. Hervez klevet, war a glevan : hervez a vez lavaret. 3. Dre ast. Selaou. [1877, 1924] Klev 'ta ! V. 1. (impl. dirak ur v. degaset gant ar rn. "e") Gouzout udb. dre ma'z eo bet lavaret gant ub. Ne'c'h eus ket klevet e oa marv da amezeg ? [1878] Ni a glevo a-walc’h e pelec’h e vezint hag o flemmo a-raok ma vezo deiz warc’hoazh. 2. Trl. Kae da glevet : kae da zeskiñ, da c'houzout. Kae da glevet digant da dad penaos ober.

Exemples historiques : 
189
Masquer la liste des exemples

klevet

1499
Référence : LVBCA p116 (oyr)

En trede ez welher [welfer], hag ez klevher ivez / Ar poanioù Infernal, en sal a angalez / An fin pedaheni, ez ay en diwezh / Neb en pec'hed, chetu, a gonklu o buhez

1575
Référence : M. p. 36

Pan en devoe Porfirius klevet antierament an holl visteroù-mañ, en em taolas d'an douar e-kichen treid ar werc'hez Santez Katell, hag ez resevas ar fez a Jezuz-Krist, eñ ha daou-c'hant [eus] e varc'heien gantañ.

1576
Référence : Cath p17-18

7. Goud[e]-se ez teu[a]s Kezar d'an palez hag ez lavaras dezhi : [«]Katell, klevet eo geneomp an elokañs a gomzoù hag ez omp ebaiset war an gouvizegezh ac'hanout, hogen ampechet oamp hag okupet oz ober sakrifis d'an doueoù ha ne c'hellsomp ket an holl da entent[.»]

1576
Référence : Cath p8

Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.

1576
Référence : Cath p5

Daoust pe en artikl a'r marv, pe en nesesite arall[, kement] am invoko hag am fedo, maz vezo egzoset ha klevet e bedenn !

1576
Référence : Cath p24

M. Livirit Gourc'hemennoù an Iliz. / D. 1. Klevet d'an Sulioù ha'n Gouelioù din / Oferenn sklaer hag anterin. / An gouelioù dit gourc'hemennet, / Sell n'o zerri ha mir-i naet. 3. Un wezh an bloaz, ma na rez ken, / Kofes da faotoù en laouen. / 4. Da Bask, kemer Salver an bed hep remors a vec'h na pec'hed. 5. An daouzek dizioù, vijiloù an sent, sell n'o zerri ha mir-i kent, / Ha'n C'horaiz, ma n'en gwrez kent, / Pan vizi un bloaz warn-ugent. 6. Da Wener gant si ne zibri / Kig, na da Sadorn ne ri mui.

1622
Référence : Do. p28 & 30

klevet

1659
Référence : LDJM.1 pg ecouter, exaucer, ouir

klevet ur c'hwez

1659
Référence : LDJM.1 pg cleuet (vr c'huez)

soñjal a ran e klevan ar vouezh

1659
Référence : LDJM.1 pg (il me) semble( que i'oys la voix)

aviz a ra din e klevan ar vouezh

1659
Référence : LDJM.1 pg (il me) semble (que i'oys la voix)

Ar gouelioù a santifii, / Pere zo dit gourc'hemennet ; / Pep Sul oferenn a glevi / Ha pep gouel dr' an Iliz berzet.

1677
Référence : Do. p29 & 31

klevout

1732
Référence : GReg pg écouter (entendre, concevoir), entendre (ouïr)

kleviñ

1732
Référence : GReg pg écouter (entendre, concevoir), entendre (ouïr)

klevet

1732
Référence : GReg pg écouter (entendre, concevoir), entendre (ouïr)

me a glev manifik pezh a livirit

1732
Référence : GReg pg (j') écoute (& je conçois fort ce que vous dite)

reiñ penn, reiñ skouarn, da glevet ar pezh ne aparchant ket, ha selaou neb ne deo ket dleet

1732
Référence : GReg pg écouter (ce qu'il n'appartient pas, & qu'il ne convient pas)

klevout

1732
Référence : GReg pg entendre (ouïr)

klevet he deveus lavaret penaos

1732
Référence : GReg pg (elle a) entendu (dire, que)

me a glevas komz

1732
Référence : GReg pg (j') entendis (parler)

klevet al latin, entent al latin, klevet al langaj

1732
Référence : GReg pg entendre (le latin; entendre le françois)

en em glevet

1732
Référence : GReg pg (s') entendre (être d'intelligence)

en em glevet a reont manifik

1732
Référence : GReg pg (ils s') entendent (fort bien)

mard er c'hlevfec'h

1732
Référence : GReg pg a

ouzh e glevet

1732
Référence : GReg pg a

Un ebat-Doue eo e glevet o parlant gwaskonaj.

1732
Référence : GReg pg gasconisme (Il parle gascon, ou le gasconisme, à charmer.)

klevet hanv eus a

1732
Référence : GReg pg dire (Oüir dire.)

En em glevet gant ur gevrenn, e domaj un trede

1732
Référence : GReg pg colluder (s'entendre avec une partie plaidante au préjudice d'une tierce personne)

em glevet evit gouzout

1732
Référence : GReg pg convenir (déliberer sur ce qu'il conviens de faire)

klevet komps hanv eus a

1732
Référence : GReg pg dire (Oüir dire.)

Ne glev tamm.

1732
Référence : GReg pg goute (Il n'entend goute.)

Ne glev banne.

1732
Référence : GReg pg goute (Il n'entend goute.)

war e glevet, ne oar ket an dra-se

1732
Référence : GReg pg (à son) dire (il ne sçait pas cela)

klevet

1732
Référence : GReg pg écouter (entendre, concevoir), entendre (ouïr), entendre (concevoir, comprendre)

Un darevell bras a glevan.

1850
Référence : GON.II pg darével, dasrével (J'entends un grand brouhaha).

Ha klevout a rit-hu e zifronkoù ?

1850
Référence : GON.II pg difroñk (Entendez-vous ses sanglots ?)

Ha klevet hoc'h eus-hu e ziskan ?

1850
Référence : GON.II pg diskan (Avez-vous entendu sa rétractation ?)

Na zezrevellit ket ar pezh hoc'h eus klevet.

1850
Référence : GON.II pg disrévella (Ne divulguez pas ce que vous avez entendu).

Biskoazh n'hoc'h eus klevet distagañ eveltañ.

1850
Référence : GON.II pg distaga (Vous n'avez jamais entendu débiter des contes comme lui).

Biskoazh n'em eus e glevet o troukkomzo.

1850
Référence : GON.II pg drouk (-komz) (Je ne l'ai jamais entendu médire).

n'eo ket hep estlamm em eus e glevet o komzañ

1850
Référence : GON.II pg estlamm

O klevout ar c'heloù-se, eo bet fatet.

1850
Référence : GON.II pg fata (En apprenant cette nouvelle, elle s'est évanouie.)

klevout a rit-hu fistilh ar merc'hed-hont ?

1850
Référence : GON.II pg fistil

endra glevin

1850
Référence : GON.II p.7 introduction ; "tant que j’entendrai"

Klevout a ran kornañ, deomp da leinañ.

1850
Référence : GON.II pg korna (J'entends sonner de la corne, allons dîner).

Kaer em eus bet kriañ, n'en deus ket va c'hlevet.

1850
Référence : GON.II.HV pg kria, krial (J'ai eu beau crier, il ne m'a pas entendu).

Fellet em eus e klevjes kement-se, hag e lavarout dit dirak ar re holl a zo azezet amañ, hag a zo henaoured va fobl.

1850
Référence : GON.II Buez Ruth

klevet oc'h eus-hu petra a zo bet embannet ?

1850
Référence : GON.II pg embanna

badet on oc'h ho klevout

1850
Référence : GON.II pg bada

C'hwezh al losk a glevan.

1850
Référence : GON.II pg losk (Je sens l'odeur de brûlé).

Kant klevet ne delont ket ur gwelet.

1850
Référence : GON.II pg klévout (Entendre est bien différent de voir, voir et entendre sont deux).

Pep hini a lavaras ar pezh en doa klevet war gement-se.

1850
Référence : GON.II p.77

Klevet em eus ez oac’h ar penn anezho.

1850
Référence : GON.II p.73, "J’ai entendu dire que vous en étiez le chef".

Setu petra a glevan bemdez.

1850
Référence : GON.II p.71, "Voilà ce que j'entends tous les jours".

Un argad a glevan.

1850
Référence : GON.II pg argad (J'entends une huée).

Klevout a ran da c’hoar o kanañ.

1850
Référence : GON.II p.68

Me a glev ho merc’h o kanañ.

1850
Référence : GON.II p.62, "J’entends chanter votre fille".

Ho mab a glevan o leñvañ.

1850
Référence : GON.II p.62, "J’entends gémir votre fils".

Klevet em eus penaos ho poa prenet ur vuoc’h ; unan am eus prenet ivez.

1850
Référence : GON.II p.61, "J’ai ouï dire que vous aviez acheté une vache ; j’en ai aussi acheté une".

Ur vaouez a gleve o kanañ.

1850
Référence : GON.II p.81, livre second, « Il entendait une femme qui chantait ».

Klevout a rit-hu ho c’hoar oc’h huanadiñ ?

1850
Référence : GON.II p.82, livre second, « Entendez-vous votre sœur qui soupire ? »

N’hoc’h eus-hu ket klevet unan bennak ?

1850
Référence : GON.II p.86, livre second, « N’avez-vous pas entendu quelqu’un ? »

Ganti em eus klevet an dra-se.

1850
Référence : GON.II p.91, livre second, « Je l'ai appris par elle ».

Klevet em eus penaos e oac'h deut.

1850
Référence : GON.II p.93, livre second, « J'ai appris que vous étiez arrivé ».

Hogen petra en deus lavaret pa en deus klevet kement-se ?

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, « Mais qu’a-t-il dit, quand il a appris cela ? »

Klevet hoc'h eus-hu ha roet en deus ho preur eus e geloù ?

1850
Référence : GON.II p.95, livre second, « Avez-vous appris si votre frère a donné de ses nouvelles ? »

Unan bennak a glevan o vombardañ.

1850
Référence : GON.II pg bombarda ou bombardi (J'entends quelqu'un jouer du hautbois).

pa glevez

1850
Référence : GON.II p.8, introduction ; "quand tu entends".

Na glevit-hu ket klemmvanoù ?

1850
Référence : GON.II.HV pg klemvan (N'entendez-vous pas des plaintes ? )

klevout

1850
Référence : GON.II pg klévout (Entendre, ouïr. Recevoir les sons par l'oreille. Comprendre. Concevoir [...] sentir, respirer une odeur).

klevet

1850
Référence : GON.II pg klévet (Entendre, ouïr. Recevoir les sons par l'oreille. Comprendre. Concevoir [...] sentir, respirer une odeur).

klevet

1850
Référence : GON.II pg klévet (Entendre, ouïr. Recevoir les sons par l'oreille. Comprendre. Concevoir [...] sentir, respirer une odeur. Part.)

Klevout a rit-hu ar pezh a lavaran deoc'h?

1850
Référence : GON.II pg klévout (Entendez-vous ce que je vous dis ?)

N'ho klev ket.

1850
Référence : GON.II pg klévet (Il ne vous comprend pas).

C'hwezh fall a glevan.

1850
Référence : GON.II pg klévet (Je sens une mauvaise odeur).

en em glevout

1850
Référence : GON.II pg klévout (S'entendre, être d'intelligence, d'accord. Agir de concert avec un autre).

Brav-bras en em glevont.

1850
Référence : GON.II pg klévet (Ils s'entendent fort bien, ils sont d'intelligence).

war he glevout

1850
Référence : GON.II pg klévout (à l'entendre, d'après ce qu'il dit).

klevout hanv eus

1850
Référence : GON.II pg klévout (entendre dire, ouïr dire.)

N'am eus klevet hanv eus a gement-se.

1850
Référence : GON.II pg klévout (Je n'ai pas entendu dire cela.)

Klevout a rit-hu ar c'hloc'h bras ?

1850
Référence : GON.II pg klôc'h (Entendez-vous la grosse cloche ? )

« Ha ne oa ur gelenn, pa'z ae e-biou deoc'h / Ar skiant hag ar spered, pa ne oac'h evit loc'h, / Pa n'ho poa mui a vlaz, pa ne glevac'h berad, / Oc'h sklêrijenn an deiz p'oa dall ho taoulagad, / Pa voa pep tra 'vidoc'h evel na vijent ket, / Pa oa ho karr, ho jev dre ar rollec'h chalet, / Pa oa an heol laouen aet diwar ho treuzoù, / Pa n'ho poa perzh er bed, na perzh en ho madoù, / Ha ne oa, lavarit, ha ne oa ur gentel / E tostae ar mare, an amzer da vervel ? »

1867
Référence : MGK p102

Dre varvailhoù alies / E teu da galz a dud mui a skiant, a furnezh, / Evit klevet prezeg, evit lenn levrioù kaer.

1867
Référence : MGK p4

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)

1867
Référence : MGK Rakskrid V

« Hogen, ouzh va c'hlevet, pa na rit van ebet, / Pa welot en o farkeier, / An dieien vak, dibreder, / Oc'h ober, e pep lec'h, brezel d'al laboused / Gant stignoù, krouglasoù zo, e kuzh, antellet / Evit pakañ evnigoù, / Na nijit mui a biklammoù, / Chomit en ho neizhioù, pe it d'al lec'hioù pell. »

1867
Référence : MGK p15-16

Hemañ [ar pintig], laouen ha sederik, / A gane bemdez kaer-meurbet. / E glevet a voa un dudi ; / Ar big avat, o ragachat, / A dorre pennoù tud an ti.

1867
Référence : MGK p22

Distreiñ rin hepdale, ha neuze hed-da-hed c'hwi a glevo ganin kement vo c'hoarvezet. An displeg a vo kaer; neb ne wel nemeur a dra, n'en deus nemeur ivez da lavaret da zen. O klevet va zroioù, c'hwi a drido laouen; ne vezo ket avat, ne vezo 'vit netra, rak emeve deoc'h-hu, setu a c'hoarvezas, p'edon el lec'h-mañ-lec'h; eno c'hwi hoc'h-unan, c'hwi gavo deoc'h bezañ, c'hwi ganin ken unvan !

1867
Référence : MGK p18

An aotrou Delande, pa glevas, e abid hernaj en deus gwisket; e abit hernajet en deus gwisket, etrezek Plouilio ez eo aet

1874
Référence : GBI.II p204

Delande 'vel m'en deus klevet, abijoù gwarnizon en deus gwisket ha 'trezek Plouilio eo aet gant nav pe dek eus e baotred

1874
Référence : GBI.II p212

Ar prenestoù, an dorioù a serred dre ma o c’hleved o tont.

1877
Référence : EKG.I. p.32

Ni a zo en em glevet gant ur vag froderezh a zo hiriv e Porzh-ar-Beskont, e tal Santez-Barba-Rosko, hag a dle mont, e berr, en he hent war-zu Bro-Saoz en ur gas ganti an Aotrou de la Marche.

1877
Référence : EKG.I. p.21

An Aotrou Poullaoueg a savas e bourzh ar Maris-Stella. Kerkent e klevj[od] ar poleoù o c’hrigoñsal, o wigourat, hag, en un taol, al lestr, goloet a lian, a soublas gant nerzh an avel, hag a droas penn war-eeun da Vro-Saoz, en u[l] lezel, er mor, un aridennad eonenn war e lerc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.227

Amzer hon eus, eme ar c’habiten, a verve e lagad en e benn hag a dride e galon en e greiz o klevet hanv eus a ober fest.

1877
Référence : EKG.I. p.222

Mes, klev, ar re-mañ a zo republikaned, hag ar rumm dud-se o deus pep seurt soñjoù nemet soñjoù mat.

1877
Référence : EKG.I. p.181

Evel ma ne c’helle ket ar gristenien vat, en amzer ma komzan deoc’h, mont da iliz o farrez evit pediñ Doue, hag evel ma ouient ervat e oa ret pediñ evelato, ec’h en em glevjont da vont un nozvezh d’ar chapel-se da lavaret d’an Aotrou Doue n’o doa ket hen ankounac’haet, ha da bediñ anezhañ da bellaat pep droug diouto.

1877
Référence : EKG.I. p.157

Kaer am eus lavaret dezhañ bezañ dinec’h, ne ra van ouzh va c’hlevet.

1877
Référence : EKG.I. p.92

Lavar dezhañ degas ivez gantañ Fañchon da glevet ouc’h ar gwadegennoù.

1877
Référence : EKG.I. p.90

Klev ’ta, Hirvoan, lavar d’ar Miliner n'eo ket bet dre zu-mañ pell zo o porteza[ñ] ; koulskoude du-mañ eo yac’h kalon an dud hag e tebrer bara.

1877
Référence : EKG.I. p.89

Diouc’h ma’m eus klevet ganeoc’h, ne deu ken a soudarded war-dro leandi Sant-A[l]bin.

1877
Référence : EKG.I. p.50

Pa glevas ar manac’h yaouank ar pezh a yoa c’hoarvezet gant e genvreudeur, e tirollas da ouelañ, hag, e-pad an noz hed-a-hed, ne ehanas da bediñ Doue evito.

1877
Référence : EKG.I. p.48

Furchañ a ra dre-holl... Tostaat a ra ouzhin... Evit doare en deus klevet ar c'hwezh ac’hanon... Graet eo ganen ! Evelato me ne fiñven ket muioc’h eget na ra tour ar C’hernig gant ur barrad-avel.

1878
Référence : EKG.II p.27

— Setu amañ petra m’eus soñjet : ret eo deomp klask golo en ur vro vat, e-kreiz an dud a zo a-du ganeomp, evit ma vezo aesoc’h deomp kaout un tamm boued ha klevet keloù eus a soudarded ar republik.

1878
Référence : EKG.II p.8

Sellet a ris pizh en-dro din a-raok mont larkoc’h ; lakaat a ris va skouarn da selaou ; mes kaer em boa sellet ha selaou, ne welen seurt, ne gleven netra.

1878
Référence : EKG.I. p.40-41

Abalamour m’oc’h un den, hag abalamour ma’m eus klevet e raec’h vad d’an holl, paour ha pinvidik, e-pad m’edoc’h e Plougouloum, ez an da ober ur c’hinnig deoc’h. Ha dont a rafec’h da guzhet da riboul Biel an Doenn ?

1878
Référence : EKG.II p.195

Ni a glevo a-walc’h e pelec’h e vezint hag o flemmo a-raok ma vezo deiz warc’hoazh.

1878
Référence : EKG.II p.190-191

Abalamour da se, bep tro ma kleve hanv a soudarded da zont er vro, e kemenne d’an Aotrou Kalvarin, hag e lavare dezhañ e pe du ez aent.

1878
Référence : EKG.II p.187

He c’hoar-gaer Mari Kreac’h hag hi en em glevas evit ober un toull-kuzh da reiñ lojeiz d’ar veleien harluet.

1878
Référence : EKG.II p.179

Ne gleved ken hanv nemet eus e aer vrav hag eus e vrud mat.

1878
Référence : EKG.II p.173

Klevet a reer gwallvrud eus ar broioù uhel ; tud fall a zo en hon touez ha ne c’houlennont ket gwell eget sachañ ar yaouankiz d’o heul.

1878
Référence : EKG.II p.170

— Mat, lavar din neuze pegement a c’houlennez. — Deuit amañ en ti, hon-daou ni en em glevo. Ar marc’had ne voe ket pell evit bezañ graet ; eno e oa paotred dichipot.

1878
Référence : EKG.II p.152

Keleier glac’harus e oa an traoù-se da glevet.

1878
Référence : EKG.II p.81

— Na peseurt gwall draoù ? Me ’garfe o c’hlevet hag o anaout.

1878
Référence : EKG.II p.61

Pa en em gavis dirak Maner al Liorzhoù, e oan evel dialanet ; re a enkrez am boa, a gav din. A-raok diskenn eus ar park en hent, ec’h en em harpis ouc’h ar c’hleuz a-zindan ur skourr lann ; chom a ris hep tennañ va alan, astenn a ris va skouarn da selaou ha me a glevje un dra bennak a-bell pe a-dost.

1878
Référence : EKG.II p.38

Ar pezh a sellez 'vel treo santel, ar govizion, ar Pask, ha treo all, evit ar gelaouenn-se, n'eo [sic] nemet hunvreoù "klerikaled" pe Jezuisted ; hag ar pezh a zo un droug dirak da zaoulagad, 'vel laerezh mado ar c'houentcho, lakat un dorn skraper war beadra an ilizo, an treo-se-holl a zo un dra ret, un dra vat, diouzh klevet ar memes "Démocrate".

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

[A]et Yann en-dro, ‘n [a]otro[u] person / ‘N eus c’hoarzhet e-leizh e galon : / Evidon kozh, biskoazh ‘klevis / ‘Ve c’hoarvezet tra ken iskis ; Evit krediñ, ret en gwelet : / Ul laer gant al laerezh tapet ! /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

En devezh e klevis ma ferson o lâret : ur we[z]enn, eme[z]añ, a ve[z] anveet diwar ar frouezh a doug ; evel-se ive[z] un den hag a deu da glask hon mouezhio, anveet eo, pe diwar e obero, pe diwar obero ar re zo pleustret gantañ. Ar Gouarnamant, gallout a reomp ive[z] barn ane[z]añ diwar e lezenno.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Netra ! 'met em eus klevet komz diouti, e teu c'hoazh, goude ugent vla tremen, an dour war ma daoulagad

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Goude em glevet, an Arouezvarzh a skrivo d'ar geder an digemer graet d'e c'houlenn.

1909
Référence : REZI p. 13

klevet

1909
Référence : BROU P. 214

P’he devoe Derkeia rannet ar gerioù emaon o tisplegañ e steuzias diouzh o selloù e tenvali[j]enn an noz, nemet he mouezh a glevjont ur wech c’hoazh o c’harmiñ : [...].

1923
Référence : SKET p.106

Pedet gantañ e zoueed, e tostaas, eta, hag e hopas dezho. Ne dec’hjont ket, hogen ne eilgerjont ket kennebeut ; ne rejont van ouzh e glevout, ne selljont ket outañ.

1923
Référence : SKET p.115

Honnezh eo danevell an teir « Kassiteras », evel m’hen dezrevell an dud kadarn a vevas gwechall en aber an Albis ha war ribloù glasvezh-holl ar Stura hag an Dravinna, evel m’her c’hlever en tiadoù brezelgar ar Belgion (1) hag en-dro d’an oaledoù ma tomm outo Breizhiz an henveuriadoù, o dremm vrizhellet hag o izili livet e glas, evel m’hen desker e santualoù hag e skolioù an drouized en enez Pretanis (1), evel em eus, erfin, me va-unan her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.

1923
Référence : SKET p.117

Evit Kaldeiz hag Ejiptiz, a zo, moarvat, eus an holl bobloù am eus gweladennet ar re goshañ hag ar re zesketañ, pe ne zisklêriont netra diwar hor penn, pe adlavarout ne reont ken ar pezh o devez klevet gant ar C’hresianed.

1923
Référence : SKET p.33

Dibaot e kleved ger ganti, nemet komzet e veze outi.

1923
Référence : SKET p.41

Ar re eo a reas hent dre ouelec’hioù, a dreuzas stêrioù, koadoù, steudennadoù menezioù, o kerzhout bepred en o raok war-lerc’h o loened-ambroug, keit ha keit-all ma voe torret pep darempred outo ha na voe ken klevet anv anezho.

1923
Référence : SKET p.91

Diouzh klevout e vije bet o bro mammenn an doueed hag ec’h astennje ar bobl anezhi hec’h impalaeriezh war ziv drederenn ar bed.

1923
Référence : SKET p.101

Momoros a eveshaas neuze ez oa steuziet ar marc’h hag e klevas ul laouen[i]digezh vras en e greiz, rak brav ez oa ar vro ma ’z edo, stank ha disi ar boblad anezhi, ha diouzh e c’hoant ar vibien hag ar merc’hed.

1923
Référence : SKET p.122

Den biskoazh n’en devoa klevet hanv eus ar Bilzig-se.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

E-pad un diskuizhadenn, unan eus ar baotred a lavaras : — Klevit ’ta ; ar Paotr-ruz, dec’h d’abardaez, a zo bet e gwezenn ber an aotrou person… Dare eo ar per, ha mat ; ar Paotr-ruz a roas unan din da dañva… Mat !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)

Da a oa da galon ar vamm-gozh klevet ar c’homzoù-se eus perzh he mab yaouank.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924), ("Da a oa da galon" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Amañ omp brav-meurbet evit ober ur gaozeadenn, rak, hervez m’her gwelan, falvezout a ra deoc’h klevet buhez Bilzig.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

An anevaled, c’hwi ’oar, o deus o fenn o-unan, o mennozhioù, o zechoù, o youloù. En em glevet e oant evit mont da laerezh er park all ? Moarvat.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 45, p.1066 (Gwengolo 1924)

— Klev ’ta, daoust hag emañ an Aotrou Doue ivez en grignol da vamm-gozh ?…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1024 (Gouere-Eost 1924)

Ha n’hoc’h eus-hu ket klevet komz eus eur marc’hadour lien a Vontroulez a zo bet, a lavarer, lac’het e-pad an noz diwezhañ war al Lev ?…

1925
Référence : BILZ2 p.128

Teir eur bennak e tlee bezañ d’ar c’houlz-se, sklaer al loar, sioul an noz ; kroz an taolioù-mor hepken a gleved war aod Lokireg ha war al Lev.

1925
Référence : BILZ2 p.123

Evit en em [z]izinouiñ e oa en em lakaet da walc’hiñ e vag (e vamm ne zaleo ket kalz : tre a ra) pa glevas : — Hem ! hem ! paotr, Psitt !… Klev ’ta, paotr !… Na te a dremenfe ac’hanomp-ni en tu all ?

1925
Référence : BILZ2 p.129

Ha kaer he deus esa tennañ eus he zivskouarn ar son villiget, he son atav e klev anezhi o kanañ : "Nan ouzoc’h ket ar galleg, kennebeut ar c’hadañs, / Nan eo ket en brezhoneg e tiskours an noblañs".

1925
Référence : BILZ2 p.162

Truez a oa gwelet an div wreg, pa o deus klevet marv o gwazed.

1925
Référence : BILZ2 p.177

Ha piv ne vije bet mantret e galon o klevet klemmoù hag hirvoudoù an div intañvez.

1925
Référence : BILZ2 p.177

ur vouezh a glevan

1927
Référence : GERI.Ern pg a4 (une voix que j'entends ; j'entends une voix)

klevet un alberz diouzh

1927
Référence : GERI.Ern pg alberez

pa vezin aet na welin ha na glevin

1927
Référence : GERI.Ern pg aet (quand j'en serai venu à ne plus voir ni entendre)

E gwirionez, o klevout keloù da vont da Vadagaskar e yoa lorc'h ennon, m'el lavar deoc'h !

1929
Référence : SVBV p.13

Sed an adjudant o tegouezhout, tizh warnañ, m'eus aon, ez eus un dra bennak a nevez gantañ... - Kanolier X..., eme Pissoli din-me, daoust ha laouen e vefec'h da glevout lavaret ez eus ur c'heloù evidoc'h ganin-me, da vont d'an trevadennoù ? - Ya da ! emeve en ur zigrommañ.

1929
Référence : SVBV p7

en em glevet gant

1931
Référence : VALL pg (s')accorder

war a glevan

1931
Référence : VALL pg (d')après (ce que j'entends)

dre glevout

1931
Référence : VALL pg auriculaire

korn klevout

1931
Référence : VALL pg (tuyau, cornet) acoustique

klevout gant

1931
Référence : VALL pg apprendre (de)

klevout kroz (digant, gant)

1931
Référence : VALL pg admonester (être admonesté par)

klevout ouzh

1931
Référence : VALL pg appartenir (se rapporter à)

diouzh a glevan

1931
Référence : VALL pg (d')après (ce que j'entends)

en em glevout

1931
Référence : VALL pg (s')accorder, (s')arranger (finir un différent, s'accorder)

korzenn glevout

1931
Référence : VALL pg (tuyau, cornet) acoustique

klevout digant

1931
Référence : VALL pg apprendre (de)

a glevan

1931
Référence : VALL pg (d')après (ce que j'entends)

un drugar eo e glevout

1931
Référence : VALL pg agréable

Evel ma oa Breizhad Gallo ar sañsor ivez en em glevjont o-daou da ober brezel d'ar brezhoneg hag e voe graet ganto ur reolennadur kalet evit Tregeriz ha Kerneviz.

1944
Référence : EURW.1 p42

Klevit ! Job ha Lom a zeuas e ti ar skluzier, unan o kanañ hag an hini all o tiskanañ. Badaouet mat e oant.

1944
Référence : ATST p.13

Job ha Lom en em gleve war gement poent eus [k]ement tra, war ar pemdez evel d’ar [S]ul.

1944
Référence : ATST p.26

War beg an duchenn-mañ, ne glever ket trouz ar bed.

1944
Référence : ATST p.41

An ti a zeuas da vezañ adarre teñval evel a-raok. Ha didrouz e vije bet, panevet e kleved ennañ ar voereb o klemm, an derzhienn-vras warni.

1944
Référence : ATST p.53-54

Klevit bremañ litanioù an diaoul ! An diaoul kentañ. — « Mari Karreg-al-Louarn, deuet omp da rentañ ur gweled deoc’h. » An eil diaoul. — « Mari Karreg-al-Louarn, deuet omp da rentañ ur gweled deoc’h. »

1944
Référence : ATST p.56

« Paotred, ne blij ket din ar filouterien fin a seurt ganeoc’h, klevit mat ».

1944
Référence : EURW.1 p.200

Daou varzh, Alfred Lajat hag an doktor Charlez Picquenard, a Gemper, a oa barnerien, a-unan gant an aotrou Rodelleg a Skaer, barner-a-beoc’h e Kemperle, bet mignon da Aogust Brizeug, war e glevout.

1944
Référence : EURW.1 p.188

Evit diazezañ ur « gorsedd », en em glevjomp da ‘n em ga[v]out a-gevret e Gwengamp, e-pad kendalc’h Kevredigezh Broadel Breiz, d’ar 1añ a Wengolo.

1944
Référence : EURW.1 p.155

Gab Goas hag ar vatezh en em gleve mat-tre.

1944
Référence : EURW.1 p.147

Pell e oan, en anzav a ran, diouzh gortoz ar pezh a glevis gant ar mestr-liver ; - « Laouen-bras on », emezañ (...)

1944
Référence : EURW.1 p.92

Gallout a rejomp tapout bep a vilhed azezet, mes me, e-lec'h chom em c'hoazez, a oa atav o redek tro al leur ha tro ar bourk, evit gwelout a-dost ha klevout an doareoù.

1944
Référence : EURW.1 p70

Goulen a ris digant ur wreg kozh a oa en ti, mar n'he doa ket klevet komz eus daou vugel tec'het diouzh ar golaj, hag a oa bet kinniget dezho lojeiz er maner, pell a oa abaoe.

1944
Référence : EURW.1 p37

« Les Gallos » ?? Biskoazh n'am boa klevet an anv-se.

1944
Référence : EURW.1 p34

N'o doa netra d'ober eno [e marc'had Kallag], nemet un digarez da glevout ar c'heleier.

1944
Référence : EURW.1 p27-28

- Klevet em eus lavarout eo ar Frañsizien tud difeiz, ken int.

1949
Référence : SIZH p.45

- Klevet em eus lavarout ez eus levrioù, skrivet penn-da-benn a-zivout maouezed noazh... Hag anaout a rit « La Mujer Desnuda » gant Blasco Ibañez?...

1949
Référence : SIZH p.47

- M'el lavar, sur ! Klevit, breur Alano !...

1949
Référence : SIZH p.62

Ne glevez ket lammoù va c'halon ? Sant va c'halon o lammat !...

1949
Référence : SIZH p.58

Ha klevout a ra ur vouezh, ouzh e c'hervel, notennoù un delennadeg, tomm evel hud...

1949
Référence : SIZH p.38

- Me a zo a gostez ar mor, emezañ : - Gouzout a raen mat e oac'h « Gallego » (kalaikiad). Du-hont eo iskis an dud. Ha n'int ket a-ouenn ganimp, war am eus klevet. Mousc'hoarzhin a reas ar breur Arturo. - N'on ket « Gallego ». Me zo Breizhad.

1949
Référence : SIZH p.43

Edo, kofesour a-raok ar velegiezh, o vont marteze da glevout anzavioù un ene trubuilhet, ha d'e frealziñ gant madelezh.

1949
Référence : SIZH p.42

Div edont du-se 'tal ar poull / O ledañ kouez war ar prad, / Hogen er c'harzh e oa eun toull / Ha, kent a se, o c'hleven mat.

1960
Référence : PETO p29

Aotrou person, 'maon o paouez / Klevout kuzul 'tre div vaouez, / Ganto kaoz e pleg o skouarn / Eus gwidreoù kamm al louarn.

1960
Référence : PETO p29

N'emañ ket, d'am meno, o tareviñ freuz ; / Ne venn, o kuzhat, 'met mirout e vuhez. / Amañ kuñv ha sioulik, ' vez atav dezhañ, / Ha ne glever morse nep droug anezhañ.

1960
Référence : PETO p37

Ha bremaik, koulskoude ' tarzho, / Gant e baotred, ur ganiri / ' Glevor eus ar sakritiri, : Ken fraezh ha 'kreiz un argadenn / Tra ma treuzint ar vourc'hadenn.

1960
Référence : PETO p70

Kement-mañ a oa an doare, hervez klevout, er stad-se bet savet dek vloaz ha pevar-ugent kent, d'ar 26 a viz gouere 1847. Gant brezel 1939-1945 e teuas kemm bras dre eno hag ar vro, evel broioù all Afrika, a zo aet un tamm-mat war-raok.

1985
Référence : DGBD p21

A-greiz-holl e welis neuz daou zen : unan bihan, o trotellat prim a-hed ar straed war-du ar reter, hag ur plac'hig, eizh pe zek vloaz dezhi marteze, o tont en ur redek ken buan ha ma c'halle eus ur straed kenserzh. Neuze, Aotrou, evel-just e stokas rust an eil ouzh egile e korn ar straed ; ha setu ma c'hoarvezas an dra euzhus : ar paotr, difrom, a varc'hellas korf ar plac'hig hag a lezas anezhi o krial war al leur. Da glevout n'eo netra, da welout e oa diaoulek avat.

2012
Référence : DJHMH p12

A-daol-krenn e tiroll un destenn gozh: evitañ, goude kerzhout, a lavaras e pounnerae e zivesker hag e ahedas war livenn e gein - evel ma oa bet ordrenet dezhañ gant an den - hag an hevelep den en doa roet dezhañ ar c'hontamm a nesaas hag a imbourc'has ur pennadig e dreid hag e zivesker ouzh o zeutañ ha goude piñsat start e droad e c'houlennas outañ ha klevout poan a rae.

2015
Référence : EHPEA p156

"N'hon eus ket ezhomm anezhañ ken," a lavaran dezhi rak gouzout a ran eo se a fell dezhi klevout.

2015
Référence : EHPEA p14

Ret eo tuta en ur mod didrouz a-walc'h : arabat na vefe klevet komz deus ho raktres gant hoc'h enebourien.

2015
Référence : DISENT p86

En em glevet e oamp tri bloaz 'zo evit ma rajen war-dro al liorzh. Ober a ran-me war-dro ha hennezh a bae ac'hanon. Darempred all n'hon eus ket.

2015
Référence : EHPEA p47

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux