An heklev a se a gaver en danevelloù a ra Aristoteles (384-322), Ephoros (340), Eudemos a [Rodez] (340), Nikolaos a Zamas, Elianos, Timagenos, hag all, eus ar stourmadoù a renkas ar Gelted ren ouzh an tonnoù-mor (Jullian, "Hist. de la Gaule", I, pp. 229-30, 238-40 ; D’Arbois, "Principaux auteurs de l’Antiquité à consulter sur l’histoire des Celtes", 1902, pp. 55, 59).
Abaoe un ugent vloaz bennak avat ez eus bet lakaet da dalvezout un ardivink nevez hag a lakaio anaoudegezh an islonkoù da vont war raok kalz buanoc'h eget gwechall : ar sonterezh dre an heklev eo.
Ma mamm a fellas dezhi e vije lakaet Jozeb ouzhpenn, en enor da bried Mari he doa devosion dezhañ ; ma zad a gavas ivez un hekleo eus e anv badeziant peogwir ma zrivet anv-bihan a zo Klaoda, ha dreist an tri, hini ar Werc'hez Vari, 'vel ma oa ar c'hiz neuze da envel ar baotred : Frañsoù-Mari, Jañ-Mari, Louis-Mari, Pêr-Mari.
Pet ha pet gwech, pa vezen e pell-pellañ diouzh Priel, e Rusia da skouer, e tegouezhe din adwelout, ha zoken en deñvalijenn ha serret ganin va daoulagad, an draonienn digenvez-se hag he stêr vorgousket, hag evel un heklev damvouget e kleven neuze soroc’h an dour ouzh ar garreg, koagadenn ur vran strafuillhet, pe vouskan melkonius ur paotrig[-]saout o vesa e loened e lanneg Kerdeozer…
Klevout a reomp an heklev eus youc'hadennoù ha luganioù.