Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh a glever pa vez distaolet ar gwagennoù son gant ur c'horreenn bennak goude stekiñ outi. Tregerniñ a reas an heklev eus ar youc'hadenn er vougev. An heklev a adlavare o c'homzoù war o lerc'h. HS. dasson. 2. Dre skeud. Pezh zo adlavaret pe skrivet gant ub. diwar gomzoù pe skridoù an den-se pe un den all. Un heklev eus o divizoù am eus bet digantañ. Er varzhoneg-se e kaver un heklev eus e vennozhioù.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

heklev

1732
Daveenn : GReg pg echo (son refléchi, & redoublé)

heklevioù

1732
Daveenn : GReg pg echo (son refléchi, & redoublé)

ha klevout a rit-hu an heklev ?

1850
Daveenn : GON.II pg hégleô, héglev

heklev

1850
Daveenn : GON.II pg ékleô, énep-kleô

heklev

1850
Daveenn : GON.II pg ékleô

heklevioù

1850
Daveenn : GON.II pg hégleô, héglev

heklev

1850
Daveenn : GON.II pg hégleô, héglev

Ker buan seizh tenn fuzuilh a voe klevet o tregerniñ dre vourk Plouared, ha seizh tenn all dembrest goude ; hag an heklev, a-hed ar ganienn, a gase an trouz, e-kreiz sioulder an noz, d’ar C'hozhvarc'had ha d’ar [c'h]êriadoù all a-dro-war-dro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.120

An heklev a se a gaver en danevelloù a ra Aristoteles (384-322), Ephoros (340), Eudemos a [Rodez] (340), Nikolaos a Zamas, Elianos, Timagenos, hag all, eus ar stourmadoù a renkas ar Gelted ren ouzh an tonnoù-mor (Jullian, "Hist. de la Gaule", I, pp. 229-30, 238-40 ; D’Arbois, "Principaux auteurs de l’Antiquité à consulter sur l’histoire des Celtes", 1902, pp. 55, 59).

1923
Daveenn : SKET p.147 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Adlavaret ha meuraet gant an heklev, e voe douget ar youc’hadeg anezho betek bolz an neñv.

1924
Daveenn : SKET.II p.55

Abaoe un ugent vloaz bennak avat ez eus bet lakaet da dalvezout un ardivink nevez hag a lakaio anaoudegezh an islonkoù da vont war raok kalz buanoc'h eget gwechall : ar sonterezh dre an heklev eo.

1943
Daveenn : TNKN p12

Ma mamm a fellas dezhi e vije lakaet Jozeb ouzhpenn, en enor da bried Mari he doa devosion dezhañ ; ma zad a gavas ivez un hekleo eus e anv badeziant peogwir ma zrivet anv-bihan a zo Klaoda, ha dreist an tri, hini ar Werc'hez Vari, 'vel ma oa ar c'hiz neuze da envel ar baotred : Frañsoù-Mari, Jañ-Mari, Louis-Mari, Pêr-Mari.

1944
Daveenn : EURW.1 p6-7

Ha ma fenn leun a zasson heklevioù c'hoariva poblus Plouyann, e tistrois e kompagnunezh ma mamm da Vontroulez, dudi ennomp hon-daou gant ar pezh hor boa gwelet.

1944
Daveenn : EURW.1 p72

Ne oamp c'hoazh nemet e gouloù-deiz hor buhez, hag heklev ar c'hentelioù santel ne oa ket c'hoazh [sic] bouzaret [c'hoazh] en hor penn...

1944
Daveenn : EURW.1 p74

Klevout a reomp an heklev eus youc'hadennoù ha luganioù.

2015
Daveenn : EHPEA p18

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial