I. H.g.
1. Stad darempredoù zo etre an dud en em glev mat, zo a-du an eil gant egile evit kenlabourat.
En o zouez e oa emglev abalamour ma'z oa karantez. Un den a spered, un den a emglev.
HS. unvaniezh.
ES. diemglev, disrann, dizunvaniezh.
2. Trl.
Ober emglev gant ub. : en em lakaat a-du gant ub.
Emglev o deus graet evit ober un hent.
II. G.
1. Diviz graet gant lies den, gant lies strollad tud, e-sell da reizhañ o darempredoù, da genlabourat.
Skoulmañ, tremen un emglev gant ub. : ober un emglev gantañ.
&
An emglev-se zo bet torret.
2. Dre ast.
Rummad tud pe vroioù en em glev evit bastañ da ezhommoù boutin pe evit seveniñ mennadoù boutin.
Un emglev labourerien-douar.
3. Ent strizh
Skrid a dalvez da spisaat an diviz-se, graet etre div Stad prl.
Sinet o deus un emglev. Dizale e vo torret an emglev-se.
HS. feur.
Evit derc'hel kuzul, ken lies ha ma vezo ezhomm, war bep tra ma da skoazelliñ ar vro hag ar sepred barzhek ; evit an emglev, war bezh a sell ouzh lidoù ar Gorsedd digor ; evit barn ar c'hederien, hag ur Barzh bennak mar'z eus ezhomm ; evit dibab ha goulenniñ ar Varzhed nevez.
Evit derc'hel kuzul, ken lies ha ma vezo ezom, war bep tra mad da skoazelli ar vro hag ar sepred barzek ; evit an emgleo, war bez a zell ouz lidou ar Gorsedd digor ; evit barn ar c'hederien, hag eur Barz bennag mar 'z eus ezom ; evit dibab ha goulenni ar Varzed neve.
1909
Daveenn :
REZI
p. 10
Digemer a reomp evel kanaouennoù broadel: Bro gozh ma Zadoù ha Sav, Breizh-Izel, kensakret gant emglev an holl strolladoù bretoned; dizanaout ha disteurel a reomp La Marseillaise.
Digemer a reomp evel kanaouennou broadel: Bro goz ma Zadou ha Sao, Breiz-Izel, kensakret gant emgleo an holl strolladou bretoned; dizanaout ha disteurel a reomp La Marseillaise.
An aotrou Edmond Fournier d’Albe, ar Gouezel a oa deut da grouidigezh Kevredigezh Vreizh warlene, a oa o klask digas un nebeud Bretoned da « Eisteddvod » Kerdiz, da viz Gouere 1899, evit diazezañ un Emglev Holl-Geltiek.
An Aotrou Edmond Fournier d’Albe, ar Gouezel a oa deut da grouidigez Kevredigez Vreiz warlene, a oa o klask digas eun nebeut Bretoned da « Eisteddvod » Kaerdiz, da viz Gouere 1899, evit diazeza eun Emgleo Holl-Geltiek.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.104
Ur sizhunvezh a garantez hag a emglev etre tud entanet gant an hevelep kredenn…
Eur sizunvez a garantez hag a emgleo etre tud entanet gant an hevelep kredenn…
1944
Daveenn :
EURW.1
p.205
Met anaoudegezh a reas an ofiser gant "roueed" keriadennoù mpongwe an tu all ha, d'an 18 a viz meurzh 1842, e voe graet emglev etrezañ hag ar roue Louis Dowe, o reiñ da Vro-C'hall, an dachenn zouar a oa etre keriadenn ar roue Glass er su, hag hini ar roue Quabens en norzh.