I.
1. H.g.
Stad an darempredoù etre daou zen, daou strollad tud, pe ouzhpenn, pa vez disheñvel o mennozhioù pe o mennadoù, hag enebiezh etrezo diwar se prl.
Diemglev zo savet etre kêriz a-zivout al labouradeg nevez.
DHS. disrann, dizunvaniezh.
ES. emglev.
2. G.
Degouezh ma vez diemglev (1).
Trenket eo ar vignoniezh etrezo da heul an diemglevioù-se.
II. Doar.
Zo diemglev (I 1) etrezo.
Diemglev int.
C’hoazh e lavar kanenn Vopiskos na voe biskoazh an disterañ diemglev, an disterañ dael, an disterañ breujadeg etre Manos ha Bena, hag en un tu gant se emañ ar c’hanennoù all am eus klevet.
C’hoaz e lavar kanenn Vopiskos na voe biskoaz an distera diemgleo, an distera dael, an distera breujadeg etre Manos ha Bena, hag en eun tu gant se eman ar c’hanennou all am eus klevet.
1923
Daveenn :
SKET
p.44
"diemglev" a. k. g.
"diemgleo" a. k. g.
1923
Daveenn :
SKET
p.169, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Différend, désaccord".
Ar gont a oa holl etre ar Gwilhoù ha Cavalier, o-daou teodet-mat, ha diemglev war gement tra.
Ar gont a oa holl etre ar Gwilhou ha Cavalier, o daou teodet mat, ha diemgleo war gement tra.
1944
Daveenn :
EURW.1
p82
Diemglev pe distok a veze etrezoc'h pe gant kenseurted all?