Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Rag. dizalc'h I. Rag. gour ren (dirak ur v. er st. kad.) [1732, 1850, 1944] Raganv ren an trede gour unan gourel. [1732] Eñ a yae. [1732] Te eo, eñ eo. [1732] Ned eo ket eñ eo. [1850] Eñ eo a vadezo a-hed ar sizhun. [1850] Eñ en deus graet an dra-se. [1944] Pa ne vin ket aze, eñ a raio ivez war-dro an amprouennoù. II. G. pouez. toniet (dirak. ur v. er st. nac'h pe goude ur v.) Ger a dalvez da greñvaat merk an trede gour unan gourel. Eñ ne fell ket dezhañ labourat ganimp. Dont a ray, eñ. III. 1. [1499, 1659] Raganv a dalvez da verkañ, e meur a zegouezh, an trede gour unan gourel. [1499] Eñ. [1659] Kerzhet rak eñ : a-benn dezhañ. [1659] Etreze hag eñ : war e du. & [1499] Eñ e-unan : eñ end-eeun. Eñ e-unan en deus goulennet kaout al levr-se. 2. [1659] An dra-se. [1659] Pe eñ zo gwir pe eñ zo gaou. IV. HAG EÑ 1. (dirak un ag.) [1850, 1867] Troienn dezrevellañ a reer ganti da liammañ daou dra na hañvalont ket klotañ an eil gant egile pe a hañval bezañ enebet. [1850] Ur Gall a zo laouen hag eñ reuzeudik : ha pa vefe reuzeudik. [1867] An olifant, d'e dro, hag eñ fur koulskoude, 'vel ar re all gomzas ivez. [1931] Hag eñ klañv... : daoust dezhañ bezan klañv... & (dirak ar v. bezañ heuliet gant un ag.) [1931] Hag eñ bezañ klañv : daoust dezañ bezañ klañv. 2. (dirak ar rn v. o, un av.) Troienn dezrevellañ a reer ganti da lakaat war wel un ober emeur o teskrivañ evit lakaat ar selaouerien da gemer perzh en darvoud war-eeun. Hag eñ sevel un arme. Hag eñ mont kuit. [1878] [...] ar c’here a yeas e kreiz an hent ; hag eñ komz ouc’h ar c’habiten a yoa e penn ar vandenn[.] & [1874] HAG EÑ HAG. [1874] Hag eñ hag o lâret neuze : me 'garfe kaout an abid-se. 3. (dirak un ag. v., un adv.) [1867] Troienn dezrevellañ a reer ganti da bouezañ war ur fed bnk. [1867] An aotrou Troude, ar c'horonal, hag eñ desket e-unan gant ar Gonideg, hor mestr deomp-holl, a heñchas anezhañ meur a vloavezh zo. [1923] Eno, hor c’henvroad, un Tarzek hervez, hag eñ ur furcher, en dije dizoloet [...] ur « papuruz » poultrennek [...]. V. Tr. estl. HAG EÑ, NAG EÑ : nag.

Exemples historiques : 
54
Masquer la liste des exemples

eñ

1499
Référence : LVBCA p71 (icelluy)

eñ e-unan

1499
Référence : LVBCA p71, 74 (soy-mesmes)

24. Ha hi lavaret : [«] Na zifer ket egzekutiñ kement tourmant az eus soñjet, rak me ne zeziran ken tra nemet ofrañ da Zoue ma c'hig ha ma gwad evel maz eo bezet en em ofret evidon, rak eñ eo ma Doue, ma fastor ha ma fried[. »]

1576
Référence : Cath p19-20

etreze hag eñ

1659
Référence : LDJM.1 pg verr (luy)

pe eñ zo gwir pe eñ zo gaou

1659
Référence : LDJM.1 pg soit (vray soit faux)

kerzhet rak eñ

1659
Référence : LDJM.1 pg cheminer vis-à-vis

[M.] Petra a ra ennomp-ni ar sakramant a vadiziant? D. Efasiñ a ra ar pec'hed orijinel, pe gant hini ez omp ganet, hag eñ hor gra Kristenien ha bugale da Zoue, dre voaien ar c'hras pehini a gonfer deomp.

1677
Référence : Do. p41

eñ

1732
Référence : GReg Rakskrid

eñ a yae

1732
Référence : GReg pg aller

eñ

1732
Référence : GReg Rakskrid, chez (préposition), en (préposition qui marque le temps, ou le lieu. devant une consonne)

eñ a ya

1732
Référence : GReg pg aller

eñ az a

1732
Référence : GReg pg aller

eñ

1732
Référence : GReg Rakskrid

te eo : eñ eo

1732
Référence : GReg pg ce (c'est toi : c'est lui)

ned eo ket eñ eo

1732
Référence : GReg pg ce (n'est pas lui)

Eñ a soñj dezhañ penaos ec'h arruo kalz traoù pere ne arrufint ket.

1732
Référence : GReg pg figurer (Il se figure bien des choses, qui n’arriveront pas.)

me am beze bet; te ez peze bet ; te az peze bet ; eñ en defe bet ; eñ en devez bet

1732
Référence : GReg pg avoir (j'aurois eu ; tu aurois eu)

Eñ a c'houarn tout.

1732
Référence : GReg pg gouvernail (C'est lui qui tient le gouvernail de toutes les affaires.)

Eñ en deus graet an dra-se.

1850
Référence : GON.II pg hé ou héñ ou hen (il a fait cela).

eñ

1850
Référence : GON.II pg hé ou héñ ou hen (pron. pers. il. lui. elle. le. la).

Ur Gall a zo laouen hag eñ reuzeudik.

1850
Référence : GON.II pg gall (le Français est gai, même dans le malheur).

Eñ a ganfe

1850
Référence : GON.II p.28 (il chanterait).

Me a garfe gouzout hag eñ a zeuio.

1850
Référence : GON.II p.95 (Je voudrais savoir s’il viendra).

Ma nad eo ket eñ.

1850
Référence : GON.II p.87 (Si ce n'est pas lui).

C'hwi, hi hag eñ a vezo pinvidik.

1850
Référence : GON.II p.78

Eñ eo a vadezo a-hed ar sizhun.

1850
Référence : GON.II pg badézi ou badéza (C'est lui qui baptisera, qui fera les baptêmes toute la semaine).

eñ

1850
Référence : GON.II pg hé ou héñ ou hen (pron. pers. il. lui. elle. le. la).

eñ

1850
Référence : GON.II pg hé ou héñ ou hen (pron. pers. il. lui. elle. le. la).

An olifant, d'e dro, hag eñ fur koulskoude, 'vel ar re all gomzas ivez. Krediñ a rae, a lavaras, 'oa ar morvac'h un tamm re vras. Hag Itronig ar verienenn a gave, dioc'h he ment, re vistrik ar fubuenn.

1867
Référence : MGK p11

an aotrou Troude, ar c'horonal, hag eñ desket e-unan gant ar Gonideg, hor mestr deomp-holl, a heñchas anezhañ meur a vloavezh zo

1867
Référence : MGK Rakskrid IX

Ar c'hentañ lavaras mougañ ar baourentez, / Miret oc'h ar beorien da ziskouez o lorgnezh, / Hag eñ a voa manac'h, ha roet en doa d'ar paour / Kement mad en devoa : e leve hag e aour ? / Ha dre garantez eo e komze an den-se ? / Kredet neb a garo !...

1867
Référence : MGK p118

hag eñ hag o lâret neuze : me 'garfe kaout an abid-se ; an abid-se hag he ferc'henn a zo e-kreiz ma gourc'hemenn

1874
Référence : GBI.II p.528

Eñ eo a ranke o lavaret, abalamour m’oa eñ ar mestr warnomp, rak n’oa chomet beleg ebet ganeomp.

1878
Référence : EKG.II p.12

P’edo ar soudarded oc’h erruout e-kichen e di, ar c’here a yeas e-kreiz an hent ; hag eñ komz ouc’h ar c’habiten a yoa e penn ar vandenn : — Ac’hanta, paotred ar Republik [...].

1878
Référence : EKG.II p.149

Eno, hor c’henvroad, un Tarzek hervez, hag eñ ur furcher, en dije dizoloet, e strad bez ur Faraon bennak, e bro-Fayoum moarvat el lec’h ez oa gwechall un drevadennad a Gelted, ur « papuruz » poultrennek, ha warnañ dornskrid ar « Sketla ».

1923
Référence : SKET p.5

Stouiñ e benn a ra-eñ, hag, o rannañ gerioù a-du, e kinnig dezho ur wastell-vel ha bleunioù-roz.

1923
Référence : SKET p.48

Lavaret ho pije penaos ar paotr a c’houzañve tristidigezh e vamm, eñ diagent ken seder, atav o sutellat, o kanañ, bremañ gant Mad[a]len ha Yannig, pluchet en ur c’hogn bennak, sioul, sioul, evel aon dezhañ pa wele e vamm ankeniet, an dour war he daoulagad.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Mat en em anaout, eme an drouiz ; gwell avat en em vestroniañ ! Neb a anavez e namm, hag eñ dic’halloud d’en em zinammañ ha da wellaat, da betra ez eo mat ?

1924
Référence : SKET.II p.30

Eñ a lakaa da ruilhañ, a-dreuz an oabl, an heol binniget, al loar hag ar stered ; eñ a zo en pep lec’h, en pep amzer, hep diwez na derou.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1024 (Gouere-Eost 1924)

Piv a oa ken leal hag eñ ? Ha piv furoc’h, eeunoc’h hag eñ ?… Evel-se e vez kollet e vrud gant ar paourkaezh den.

1925
Référence : BILZ2 p.142

hag eñ bezañ klañv, hag eñ klañv

1931
Référence : VALL pg bien (que)

Ar pevar Garnoediad en em glaskas, ha hiniennoù eus Kallag a unanas ganimp, Herri Liegard hag e vreur Adolf, mibien d'an apotiker, Jul Herve hag eñ magnous, mab d'an horolajer, ha Frañsiz Prijant, mab d'ar marc'hadour gwin.

1944
Référence : EURW.1 p34

Eñ am c’hare, a lavaras din, abalamour m’en doa plijadur o plegañ dindan ma domani, oc’h ober diouzh ma youl, o sentiñ ouzhin hag o heuliañ ac’hanon ; abalamour ivez m’am boa kemeret e zifenn raktal, p’o doa bet c’hoant re ar gambrad da ober goap eus e vin gwregel…

1944
Référence : EURW.1 p.193-194

Ha setu eñ kouezhet amourous.

1944
Référence : EURW.1 p.197

E dud hag eñ a oa labourerien-douar.

1944
Référence : EURW.1 p.206

— « Paour kaezh [paourkaezh] Herri ! » a lavaras ar skluzier. « Eñ eo neuze ar pakad du am eus gwelet bremaik o vont dreist ar skluz ? Bez’ ez eus tud war an douar hag o deus marvioù trist memes tra ! »

1944
Référence : ATST p.15

Ober a reas ul lamm ar pellañ ma c’hellas, ha, gant ul lamm all, setu eñ er wezenn.

1944
Référence : ATST p.66

Pa ne vin ket aze, eñ a raio ivez war-dro an amprouennoù.

1944
Référence : EURW.1 p85

Eñ an hini a rede war-lerc'h ur plac'h yaouank dianav, ur jenoflenn gantañ en un dorn, hag ur barzhoneg en dorn all.

1949
Référence : SIZH p.51

Hag eñ, n'eo ket ar breur Celestino e oa. Gouzout a rae ober fae war galvoù ar c'hig. Eñ a oa anezhañ ur penn yen.

1949
Référence : SIZH p.49

- Amen ! a respontas ar vaouez, evel en derc'hent. Ha mousc'hoarzhin a reas adarre, evel en derc'hent. - Erru an eur ! eme al lean yaouank, - Poent eo mont !... Hag eñ, ha mousc'hoarzhin ivez, lentik ha mezhus...

1949
Référence : SIZH p.42

Mont a rae e soñjoù da vale bro, dispak-bras o eskell. C'hoant en doa, eñ e-unan, mont da redek.

1949
Référence : SIZH p.47

Neuze e reas ar C’hernevad div gammed etrezek Boué de Lapeyrère, hag eñ da stekiñ goustadik gant e gildorn ouzh kof egile en un ober ur serr-lagad : « C’est chic à toi ’vat, emezañ, sacré garcier, t’as chopé le bon poste ! »

1954
Référence : VAZA p.148-149

Hogen, na pegen stag e oan ouzh netraigoù am boa gwelet ha klevet kant ha mil gwech hep ober fed outo ! c’hwezh ar melchon nevez droc’het [nevez-droc'het], ken c’hwek da serr-noz ; er pellder, harzh damvouget ur c’hi raouiet ; koabrennoù o loveal, ken skañv, ken mistr al lien anezho ha skeud ur gannerezig-dour o tremen a-rez ur wazh ; ar stered kentañ o taskrenañ gant ar riv marteze pe dre aon rak ec’honder an neñvoù ; ha du-hont, e tu all da ziv stêrig Landreger, ar c’hlaz en tour besk war dosenn Dredarzeg, ken tener em skouarn ar son anezhañ ma krede din e glevout c’hoazh o tintal, hag eñ tavet ur pennad ’oa.

1955
Référence : VBRU p.20-21

L'Office public de la langue bretonne