Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Rag. dizalc'h I. Rag. gour ren (dirak ur v. er st. kad.) [1732, 1850, 1944] Raganv ren an trede gour unan gourel. [1732] Eñ a yae. [1732] Te eo, eñ eo. [1732] Ned eo ket eñ eo. [1850] Eñ eo a vadezo a-hed ar sizhun. [1850] Eñ en deus graet an dra-se. [1944] Pa ne vin ket aze, eñ a raio ivez war-dro an amprouennoù. II. G. pouez. toniet (dirak. ur v. er st. nac'h pe goude ur v.) Ger a dalvez da greñvaat merk an trede gour unan gourel. Eñ ne fell ket dezhañ labourat ganimp. Dont a ray, eñ. III. 1. [1499, 1659] Raganv a dalvez da verkañ, e meur a zegouezh, an trede gour unan gourel. [1499] Eñ. [1659] Kerzhet rak eñ : a-benn dezhañ. [1659] Etreze hag eñ : war e du. & [1499] Eñ e-unan : eñ end-eeun. Eñ e-unan en deus goulennet kaout al levr-se. 2. [1659] An dra-se. [1659] Pe eñ zo gwir pe eñ zo gaou. IV. HAG EÑ 1. (dirak un ag.) [1850, 1867] Troienn dezrevellañ a reer ganti da liammañ daou dra na hañvalont ket klotañ an eil gant egile pe a hañval bezañ enebet. [1850] Ur Gall a zo laouen hag eñ reuzeudik : ha pa vefe reuzeudik. [1867] An olifant, d'e dro, hag eñ fur koulskoude, 'vel ar re all gomzas ivez. [1931] Hag eñ klañv... : daoust dezhañ bezan klañv... & (dirak ar v. bezañ heuliet gant un ag.) [1931] Hag eñ bezañ klañv : daoust dezañ bezañ klañv. 2. (dirak ar rn v. o, un av.) Troienn dezrevellañ a reer ganti da lakaat war wel un ober emeur o teskrivañ evit lakaat ar selaouerien da gemer perzh en darvoud war-eeun. Hag eñ sevel un arme. Hag eñ mont kuit. [1878] [...] ar c’here a yeas e kreiz an hent ; hag eñ komz ouc’h ar c’habiten a yoa e penn ar vandenn[.] & [1874] HAG EÑ HAG. [1874] Hag eñ hag o lâret neuze : me 'garfe kaout an abid-se. 3. (dirak un ag. v., un adv.) [1867] Troienn dezrevellañ a reer ganti da bouezañ war ur fed bnk. [1867] An aotrou Troude, ar c'horonal, hag eñ desket e-unan gant ar Gonideg, hor mestr deomp-holl, a heñchas anezhañ meur a vloavezh zo. V. Tr. estl. HAG EÑ, NAG EÑ : nag.

Skouerioù istorel : 
51
Kuzhat roll ar skouerioù

1499
Daveenn : LVBCA p71 (icelluy)

e-unan

1499
Daveenn : LVBCA p71, 74 (soy-mesmes)

24. Ha hi lavaret : [«] Na zifer ket egzekutiñ kement tourmant az eus soñjet, rak me ne zeziran ken tra nemet ofrañ da Zoue ma c'hig ha ma gwad evel maz eo bezet en em ofret evidon, rak eo ma Doue, ma fastor ha ma fried[. »]

1576
Daveenn : Cath p19-20

pe zo gwir pe zo gaou

1659
Daveenn : LDJM.1 pg soit (vray soit faux)

kerzhet rak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheminer vis-à-vis

etreze hag

1659
Daveenn : LDJM.1 pg verr (luy)

[M.] Petra a ra ennomp-ni ar sakramant a vadiziant? D. Efasiñ a ra ar pec'hed orijinel, pe gant hini ez omp ganet, hag hor gra Kristenien ha bugale da Zoue, dre voaien ar c'hras pehini a gonfer deomp.

1677
Daveenn : Do. p41

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

a yae

1732
Daveenn : GReg pg aller

az a

1732
Daveenn : GReg pg aller

me am beze bet; te ez peze bet ; te az peze bet ; en defe bet ; en devez bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (j'aurois eu ; tu aurois eu)

a c'houarn tout.

1732
Daveenn : GReg pg gouvernail (C'est lui qui tient le gouvernail de toutes les affaires.)

te eo : eo

1732
Daveenn : GReg pg ce (c'est toi : c'est lui)

ned eo ket eo

1732
Daveenn : GReg pg ce (n'est pas lui)

a soñj dezhañ penaos ec'h arruo kalz traoù pere ne arrufint ket.

1732
Daveenn : GReg pg figurer (Il se figure bien des choses, qui n’arriveront pas.)

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, chez (préposition), en (préposition qui marque le temps, ou le lieu. devant une consonne)

a ya

1732
Daveenn : GReg pg aller

en deus graet an dra-se

1850
Daveenn : GON.II pg hé, héñ, hen

1850
Daveenn : GON.II pg hen

eo a vadezo a-hed ar sizhun.

1850
Daveenn : GON.II pg badézi ou badéza (C'est lui qui baptisera, qui fera les baptêmes toute la semaine).

C'hwi, hi hag a vezo pinvidik.

1850
Daveenn : GON.II p.78

Ma nad eo ket eñ.

1850
Daveenn : GON.II p.87, livre second, « Si ce n'est pas lui ».

ur Gall a zo laouen hag reuzeudik

1850
Daveenn : GON.II pg gall

a ganfe

1850
Daveenn : GON.II p.28, livre premier, "il chanterait".

Me a garfe gouzout hag a zeuio.

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « Je voudrais savoir s’il viendra ».

1850
Daveenn : GON.II pg hé, héñ, hen

1850
Daveenn : GON.II pg hé, héñ, hen

Ar c'hentañ lavaras mougañ ar baourentez, / Miret oc'h ar beorien da ziskouez o lorgnezh, / Hag a voa manac'h, ha roet en doa d'ar paour / Kement mad en devoa : e leve hag e aour ? / Ha dre garantez eo e komze an den-se ? / Kredet neb a garo !...

1867
Daveenn : MGK p118

an aotrou Troude, ar c'horonal, hag desket e-unan gant ar Gonideg, hor mestr deomp-holl, a heñchas anezhañ meur a vloavezh zo

1867
Daveenn : MGK Rakskrid IX

An olifant, d'e dro, hag fur koulskoude, 'vel ar re all gomzas ivez. Krediñ a rae, a lavaras, 'oa ar morvac'h un tamm re vras. Hag Itronig ar verienenn a gave, dioc'h he ment, re vistrik ar fubuenn.

1867
Daveenn : MGK p11

hag hag o lâret neuze : me 'garfe kaout an abid-se ; an abid-se hag he ferc'henn a zo e-kreiz ma gourc'hemenn

1874
Daveenn : GBI.II p528

P’edo ar soudarded oc’h erruout e-kichen e di, ar c’here a yeas e-kreiz an hent ; hag komz ouc’h ar c’habiten a yoa e penn ar vandenn : — Ac’hanta, paotred ar Republik [...].

1878
Daveenn : EKG.II p.149

eo a ranke o lavaret, abalamour m’oa ar mestr warnomp, rak n’oa chomet beleg ebet ganeomp.

1878
Daveenn : EKG.II p.12

Stouiñ e benn a ra-eñ, hag, o rannañ gerioù a-du, e kinnig dezho ur wastell-vel ha bleunioù-roz.

1923
Daveenn : SKET p.48

Mat en em anaout, eme an drouiz ; gwell avat en em vestroniañ ! Neb a anavez e namm, hag dic’halloud d’en em zinammañ ha da wellaat, da betra ez eo mat ?

1924
Daveenn : SKET.II p.30

Lavaret ho pije penaos ar paotr a c’houzañve tristidigezh e vamm, diagent ken seder, atav o sutellat, o kanañ, bremañ gant Mad[a]len ha Yannig, pluchet en ur c’hogn bennak, sioul, sioul, evel aon dezhañ pa wele e vamm ankeniet, an dour war he daoulagad.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

a lakaa da ruilhañ, a-dreuz an oabl, an heol binniget, al loar hag ar stered ; a zo en pep lec’h, en pep amzer, hep diwez na derou.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1024 (Gouere-Eost 1924)

Piv a oa ken leal hag ? Ha piv furoc’h, eeunoc’h hag ?… Evel-se e vez kollet e vrud gant ar paourkaezh den.

1925
Daveenn : BILZ2 p.142

hag bezañ klañv, hag klañv

1931
Daveenn : VALL pg bien (que)

am c’hare, a lavaras d’in, abalamour m’en doa plijadur o plegañ dindan ma domani, oc’h ober diouzh ma youl, o senti ouzhin hag o heuliañ ac’hanon ; abalamour ivez m’am boa kemeret e zifenn raktal, p’o doa bet c’hoant re ar gambrad da ober goap eus e vin gwregel…

1944
Daveenn : EURW.1 p.193-194

Ar pevar Garnoediad en em glaskas, ha hiniennoù eus Kallag a unanas ganimp, Herri Liegard hag e vreur Adolf, mibien d'an apotiker, Jul Herve hag magnous, mab d'an horolajer, ha Frañsiz Prijant, mab d'ar marc'hadour gwin.

1944
Daveenn : EURW.1 p34

Ober a reas ul lamm ar pellañ ma c’hellas, ha, gant ul lamm all, setu er wezenn.

1944
Daveenn : ATST p.66

Ha setu kouezhet amourous.

1944
Daveenn : EURW.1 p.197

E dud hag a oa labourerien-douar.

1944
Daveenn : EURW.1 p.206

Pa ne vin ket aze, a raio ivez war-dro an amprouennoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p85

— « Paour kaezh [paourkaezh] Herri ! » a lavaras ar skluzier. « eo neuze ar pakad du am eus gwelet bremaik o vont dreist ar skluz ? Bez’ ez eus tud war an douar hag o deus marvioù trist memes tra ! »

1944
Daveenn : ATST p.15

Hag eñ, n'eo ket ar breur Celestino e oa. Gouzout a rae ober fae war galvoù ar c'hig. a oa anezhañ ur penn yen.

1949
Daveenn : SIZH p.49

Mont a rae e soñjoù da vale bro, dispak-bras o eskell. C'hoant en doa, e-unan, mont da redek.

1949
Daveenn : SIZH p.47

- Amen ! a respontas ar vaouez, evel en derc'hent. Ha mousc'hoarzhin a reas adarre, evel en derc'hent. - Erru an eur ! eme al lean yaouank, - Poent eo mont !... Hag eñ, ha mousc'hoarzhin ivez, lentik ha mezhus...

1949
Daveenn : SIZH p.42

an hini a rede war-lerc'h ur plac'h yaouank dianav, ur jenoflenn gantañ en un dorn, hag ur barzhoneg en dorn all.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial