Bezañ ez eus a-hend-all war-zu ar sav-heol, ur vammvro all, hini hon enebourien: Bro-C'hall, pehini, goude laerezh Dugelezh dishual hon tadoù dre un dimeziñ rediet, heuliet gant ur c'hontrad, rediet ivez hag ouzhpenn-se torret da c'houde, a dalc'h ac'hanomp abaoe 1491, 1532, ha 1793 en ur sklaverezh dismegañsus gwashoc'h-gwazh.
A-unan ganto e varvas o chatal, rak gouestlet da zoue ar brezel ez oa bet an enebour ha kement a oa en e gerz.
Ha, bete-goût na zeufe war-dreuz enebourien, em eus emwelet Vepomulos, beleg Anvalos.
Hor roue hon eus beziet war vaez-ar-stourm, el lec’h end-eeun m’oa bet trec’h d’e enebourien.
enebour
–…Ar Vaouez ? Ijinusañ skoazellerez an Toueller da gas ar Bed da goll… Skoazellerez an Diaoul an hudurañ, enebourez priziusañ vertuz mab-den, ar c’hlanded… Vas iniquitatis, puñs ar c’hadaliezh… Bez gwenn ha flamm e ziavaez, ha brein e ziabarzh : dont a ra a-benn da wiskañ hetus ar Pec’hed Hudur !
N’oar ket re vat pe emañ oc’h huñvreal pe emañ e-kerz gwidreoù enebour mab-den.
N’en deus an Enebour nemet stouiñ da zastum e breizhoù eus an druilh. Ar Bed a zo anezhañ un divent a bondalez d’an Ifern.
Ur c'hreñvlec'h ?... Edo an Enebour e-barzh, koulskoude. Mousc'hoarzhin a rankas ar breur Arturo o soñjal e komzoù kuzulik e genskoliad.
Daoust d'ar cholori a-zivout ar peoc'h hag an emglev, fellout a rae d'an admiraled, pennoù aheurtet ha dilerc'hidi anezho, deskiñ d'ar vartoloded ha d'an ofiserien o micher gwirion, da lavarout eo ; brezeliañ, mont a[-]benn d'an enebour da zont ha stourm outañ.
Er mare ma komzan dioutañ, krog e oad du-hont d’enbroañ diouzh n’ouzon ket pelec’h mangousted, ul loenig un tamm brasoc’h eget ur razh ha gwashañ enebour an naered a vez taget gantañ en ur serr-lagad.
VETCHEKA : Strollad ispisial o stourm ouzh enebourien an Dispac’h.
Diouzh an tu all emañ da gentañ ar rummad Bavoumbou, anat eo, met ivez hini ar Bakota, hag an holl ziavaezidi, holl enebourien douet d'ar Bahouined ; holl emaint o c'houlenn ma vo graet ur skouer, pe neuze n'em em santint morse sur eus o gwragez dre ar c'heriadennoù a dremenint enno.
N'eus ket tu da vezañ diwezhat pa ouzer e chomo div zousennad lakepoted ma n'erruer ket e koulz d'ober war o zro, da gas reuz ha cholori e porzh ar skol, un digarez brav dezho da sachañ trubuilh war gein o enebour, ar c'helenner.
Kentoc'h evit ur rekipe e kinniger amañ un toullad goulennoù koulz hag un nebeud teknikoù a servijo d'ar stourmerien da vezañ emrenoc'h ha kreñvoc'h a-dal d'o enebourien.
Ma vez moc'het tra pe dra gant stourmerien difeuls ez eo da gentañ peogwir e vez soñjet gante e vo talvoudus a-fed [a-fet] strategiezh da geñver gwanderioù an enebourien.
Padout a ray e-pad meur a sizhunvezh pe meur a vizvezh, ha divizoù sklaer a sikouro ac'hanomp, sañset, da vont war-zu hor pal pennañ en ur bouezañ muioc'h-mui war hon enebourien.
Ar re all, anavezet evit bezañ enebourien direizh, a c'hallo bezañ "disoñjet", ha mat pell zo...
Diwar ma zammig enklask ez eo anat bremañ e oa Korasidis ur spered diaes a zen, boas da arvellat ouzh an dud, ha dre-se, niverus e enebourion.
Pa lavaras Kathrine e oa o vont kuit e lavaras dezhi e ouife pront en doa lavaret ar wirionez, rak iriennet e veze a-enep dezhañ, enebourien c'halloudus en doa.
Mots précédents
Mots suivants
enebouriezh