Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.d. A. ENEBIÑ OUZH (UDB.) : mont a-enep (udb.). Diaes eo enebiñ ouzh an avel foll. HS. pennañ. B. Dre skeud. 1. ENEBIÑ OUZH (UB., UDB.) : sevel a-enep (urzhioù ub., gwaskerezh ub., h.a.) ; delc'her penn (da). Na enebit ket ouzh ar pezh a ra. E pep lec'h ez enebed ouzh ar sklavelezh. 2. Trl. Enebiñ ouzh ub. da ober udb. : mirout outañ a ober an dra-se. & Diren. N'int ket mui evit enebiñ. Daoust ma enebe an den e voe laeret e yalc'h digantañ. Enebiñ dre gomz. HS. herzel, talañ. ES. plegañ. II. V.k.e. Lakaat (daou zen, daou dra) tal-ouzh-tal. Enebiñ a reer an eil kêr ouzh eben. Hiziv eo bet divizet enebiñ an daou c'hourener.

Exemples historiques : 
34
Masquer la liste des exemples

enebiñ ouc'h an dour

1732
Référence : GReg pg fil (Aller contre le fil de l'eau)

enebet ouc'h an dour

1732
Référence : GReg pg fil (Aller contre le fil de l'eau, pp.)

Enebiñ a ra ouc'h ar reuz.

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, "Il se roidit contre le malheur".

enebet

1850
Référence : GON.II pg énébi

enebi

1850
Référence : GON.II pg énébi, harza

na enebit ket oud [ouzh] ar pezh a ran

1850
Référence : GON.II pg énébi

Ar goaz hag ar vaouez / Zo ann eil egile deut diwar enebiez) / A enebo bete mervel / Ha goude mervel c'hoaz, mar gell.

1867
Référence : MGK p143

Glav, tommder hag avel, na glaskit enebiñ, / Ho mestr a gomz ouzhoc'h, grit, grit ho kevridi !

1867
Référence : MGK p89

Ar seizh chouant a lammas en ti, baionetez o fuzuilh a-raok evit toullgofañ an hini en dije esaet enebiñ.

1877
Référence : EKG.I. p.121

Ar manac’h a dreinas a-bouez e vrec’h an hini kozh, ne esae ket enebiñ, betek ar penn pellañ eus an tiez a yoa chomet en o sav, e kouent Sant-A[l]bin, hag en ur zigeriñ dezhañ ur gambrig vihan : — Amañ, den kozh, n’eus ket c’hwez ar gwad : houmañ a oa va c’hambr-me en nozvezh m’oac’h digouezhet amañ da verzheriañ va c’henvreudeur.

1877
Référence : EKG.I. p.59

Soudarded ar Republik a c’haloupe eus an eil penn d’egile d’an ti, sonn o fenn ha rok an tamm anezho, rak n’oa den ebet ken da enebiñ outo.

1877
Référence : EKG.I. p.40

Strollad Broadel Breizh, savet n'eus ket pell gant un nebeud tud yaouank dizaon, en deus graet e vennozh da vodañ kement youl na-fell-plegañ a zo en hon Bro evit enebiñ, bepred ha daoust da bep tra, ouzh ar gwaskerezh gall a bouez warnomp pevar-c'hant vloaz zo.

1911
Référence : PSEP p I

Ar re a vanas e buhez n’oa ken a-walc’h anezho da enebiñ ouzh an henvroiz ha d’o zrec’hiñ.

1923
Référence : SKET p.129

An holl stourmadoù-se, ar baotred hag ar merc’hed skoaz-ouzh-skoaz o dizarbennas ; diskaret e voe kement a gredas enebiñ outo a-dost.

1923
Référence : SKET p.140

Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »

1923
Référence : SKET p.102-103

enebiñ

1924
Référence : SKET.II p.127 « Geriadurig », "Résister, faire face".

— "Deus, Bilzig" !… Diaes enebiñ… Hag int o-daou en bag vihan an Touz, evurus. Ha da baolleviat ; redadeg bagoù entre ar baotred, ha bec’h dezhi !

1924
Référence : BILZ1 Niv. 45, p.1066 (Gwengolo 1924)

Ha pegen muioc’h hon holl zechoù all !... Klevit anezho, mat pe fall, en-dro d’ho kalon, o kanañ, o richanañ, o klemm, o c’hourdrouz, o c’hourc’hemenn pe o pediñ. Enebiñ a rit-hu oute ? Trec’het hoc’h eus-hu war darn anezho ?…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Izabel a oa plac’h a-benn hag a galon. Ret eo d’ei bevañ, arabat eo d’ei en em leuskel da vont gant ar glac’har. Nann ! nann ! Ret eo d’ei delc’her penn, enebiñ, stourm, gounit he bara hag hini he bugale.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.840 (Miz C'hwevrer 1924)

Sklintin ha flour edo o mouezh, ha koant ha seven o frezeg. Dic’hallus ez oa enebiñ : un taol dreist da nerzh mab-den !

1924
Référence : SKET.II p.35

Ma vije bet Erwan er gêr, enebiñ a-dra-sur he dije bet graet, met pell a oa he Erwanig.

1925
Référence : BILZ2 p.150

Tennañ a eure e gleze ar marc’heg divroat, met skuizh e oa eñ hag e varc’h : n’int ket evit enebiñ. Divarc’het ar paourkaezh.

1925
Référence : BILZ2 p.117

enebiñ

1931
Référence : VALL pg affronter

Amañ 'm eus desket kazout an dreitourien, disprizout ar bilpouzed, enebiñ ouzh ar waskerien.

1944
Référence : EURW.1 p15

Ha gant an daouarn savet da grec’h, pemzek kant a dud bodet en deltenn a ouestlas enebiñ ouzh ar gouarnamant ha difenn o frankiz betek ar marv ma vije ret.

1944
Référence : EURW.1 p.207

Enebiñ a rae, ouzhpenn, un « dra bennak » en e galon.

1949
Référence : SIZH p.58

Ne ouien ket 'oa tra ken fall / Al le a ris, uhel ma dorn, / Hep youl d'enebiñ, skort ha dall, / Ouzh lusk un nerzh hud ha yen-skorn.

1960
Référence : PETO p27

Ouzhpenn "en em gannañ", e talvez ivez ar ger-se kement hag "enebiñ", "ober ar penn fall".

1960
Référence : PETO p87

Ur gwaz dizaon e oa an den, / Kalon ur gour ' oa ennañ kent, / Hogen bremañ n'enebo ken...

1960
Référence : PETO p53

Int-i eo ivez o deus enebet ar muiañ ouzh Europiz.

1985
Référence : DGBD p73

E 1837 e oa bet al letanant Bouet-Willaumez evit ar wech kentañ o studiañ aodoù Afrika evit klask ul lec'h diazez d'ar Frañsizien evit ma c'hellje ar re-mañ sikour enebiñ ouzh koñvers ar sklaved hag a bade atav d'ar c'houlz-se.

1985
Référence : DGBD p48

Klask a rae enebiñ, met sammet e oa e spered gant diougan un drouziwezh didec'hus.

2012
Référence : DJHMH p.62

Sioul-meurbet e oa an den, ne enebas ket, hogen teurel a reas ouzhin ur sell vil, ken e voen leun-c'hwezh-dour evel pa'm bije redet.

2012
Référence : DJHMH p13

Debriñ a ra al legumaj farset a-greiz-kalon ha ne eneb ket paz eo adservijet ganti.

2015
Référence : EHPEA p358

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux