Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. H.b. 1. Stad ub. pe udb. zo a-enep ub., udb. all. Enebiezh zo etre an daou amezeg. Taol pled ouzh enebiezh an div gelennadurezh-se. DHS. dael, diemglev. ES. unaniezh. 2. Emzalc'h ub. zo a-enep udb. all, ub. all. N'eo ket hep enebiezh en deus sevenet e vennad. 3. Santad a ra d'un den enebiñ ouzh udb. pe ouzh ub. all, a-wechoù gant erez, gant kasoni. An enebiezh ouzh ar relijion. Bez' ez eus darvoudoù hag a atiz an enebiezh etre div bobl. HS. enebouriezh. II. B. Displijadur roet d'un den gant udb. a ya a-enep e c'hoant, e vennad. Ar vuhez a vez leun a enebiezhoù. Gwelet a ray ivez, pa c'hoarvezo dezhi un enebiezh bennak. DHS. kerse, desped.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

mar em eus graet kement-se, n'eo ket hep enebiezh

1850
Référence : GON.II pg énébiez

enebiezhoù

1850
Référence : GON.II pg énébiez

leun eo ar vuhez a enebiezhoù

1850
Référence : GON.II pg énébiez

enebiezh

1850
Référence : GON.II pg énébiez

Ar goaz hag ar vaouez / Zo ann eil egile deut diwar enebiez) / A enebo bete mervel / Ha goude mervel c'hoaz, mar gell.

1867
Référence : MGK p143

En hevelep doare, Bena, pa c’hoarveze dezhi un enebiezh bennak, a heje kudennoù he fennad-blev melen, a rae un huanadenn, a stoke he dorn ouzh he zal, evel evit e beurzivorenniñ hag, o treiñ ouzh Manos, a selle outañ hag a vousc’hoarzhe.

1923
Référence : SKET p.44

Dit, sitoian, salud ha breudeuriezh, / Ha marv da neb a vag enebiezh / Ouzh an Nasion[,] gwarez an Denelezh !

1960
Référence : PETO p35

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux