I.
H.b.
1. Stad ub. pe udb. zo a-enep ub., udb. all.
Enebiezh zo etre an daou amezeg. Taol pled ouzh enebiezh an div gelennadurezh-se.
DHS. dael, diemglev.
ES. unaniezh.
2. Emzalc'h ub. zo a-enep udb. all, ub. all.
N'eo ket hep enebiezh en deus sevenet e vennad.
3. Santad a ra d'un den enebiñ ouzh udb. pe ouzh ub. all, a-wechoù gant erez, gant kasoni.
An enebiezh ouzh ar relijion. Bez' ez eus darvoudoù hag a atiz an enebiezh etre div bobl.
HS. enebouriezh.
II.
B.
Displijadur roet d'un den gant udb. a ya a-enep e c'hoant, e vennad.
Ar vuhez a vez leun a enebiezhoù. Gwelet a ray ivez, pa c'hoarvezo dezhi un enebiezh bennak.
DHS. kerse, desped.
Ar goaz hag ar vaouez / Zo ann eil egile deut diwar enebiez) / A enebo bete mervel / Ha goude mervel c'hoaz, mar gell.
Daoust petra eo spered eur c'hrek / Pe ez eo fall, pe ne d-eo ket, / Da enebi nep zo ganet, /
1867
Daveenn :
MGK
p143
En hevelep doare, Bena, pa c’hoarveze dezhi un enebiezh bennak, a heje kudennoù he fennad-blev melen, a rae un huanadenn, a stoke he dorn ouzh he zal, evel evit e beurzivorenniñ hag, o treiñ ouzh Manos, a selle outañ hag a vousc’hoarzhe.
En hevelep doare, Bena, pa c’hoarveze d’ezi eun enebiez bennak, a heje kudennou he fennad-bleo melen, a rae eun huanadenn, a stoke he dourn ouz he zal, evel evid e beurzivorenni hag, o trei ouz Manos, a zelle outan hag a vousc’hoarze.
1923
Daveenn :
SKET
p.44
Dit, sitoian, salud ha breudeuriezh, / Ha marv da neb a vag enebiezh / Ouzh an Nasion[,] gwarez an Denelezh !
Dit, sitoyan, salud ha breudeuriez, / Ha maro da nep a vag enebiez / Ouz an Nasion gwarez an Denelez !