enez
inizi
inizi
enez
inizi
enez walennek
Tamm ha tamm e vije evel-se goloet gant ar gwiskadoù-se holl ziblaenderioù ar strad : ne vije bet nemet daou rummad krapennoù-mor a-serz[h] : Torrod-meur an Douar-Bras diouzh un tu, o vevenniñ Gourvazenn an Douar-Bras etrezek an donvor, hag islonkoù-mor, o tiskenn trumm adalek 5000 betek 7000, 8000 ha zoken 10793 metr - e-harz inizi Filipinas - dindan ar gorre.
Brav-Doue e chomas an amzer kerkoulz hag ar mor a-hed an eizh deiz ma padas hor beaj war-du an inizi Antilhez, hep darvoud ebet a gement e talvefe ar boan komz dioutañ, nemet e tegouezhas din gwelout ar wech kentañ er mor Garaïbed pesked askellek o fraoñval a-rez an dour hag o kouezhañ ennañ gant an dourni ma ra ur barr-grizilh war un doenn vein-glas.
Na pa ’z oan krennard, nag e-keit m’edon war va studi e kloerdi Landreger, biken m’am bije kredet e oan tonket da gerzhout war roudoù meur a besketaer eus va c’herentiezh, ha da vont ken pell all eus va bro, betek an Douar-Nevez hag inizi Sant Per Mikelon.
Diskenn a ran koulskoude war c'houlenn ar re all, ha peadra a vije din da gaout keuz ma ne vijen ket aet en douar : ur gêrig koant eo a gavan, kempennet-mat, glas-holl, ha marzhus ar vro tro-dro gant ar plegoù-mor hag an inizi uhel morennet.
Mots précédents
Mots suivants
enez