Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tachennad douar gronnet a zour, en ur mor, ul lenn pe ur stêr. & Lec'hanv. Termen a vez heuliet gant un lec'hanv a ya da envel an enezenn-mañ-enezenn. Enez-Sun. Enez-Vriad. Enez-Eusa. Enez Korsika. 2. Ent strizh (en e furm lies) An inizi : inizi ar rannoù tomm eus ar bed. An aotrou Kermadeg a zistroas da London hag ez eas d'an inizi. & Lec'hanv. Termen a vez heuliet gant an anv-lec'h a ya da envel an enezeg-mañ-enezeg. Inizi Glenan. Inizi Kergelenn.

Skouerioù istorel : 
27
Kuzhat roll ar skouerioù

enez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Isle

an Enezi eürus

1732
Daveenn : GReg pg fortuné (Les Isles , les Canaries, que les anciens appelloient ainsi, parce qu'ils se figuroient que les champs Elisees y étoient.)

Enezi Kanaria

1732
Daveenn : GReg pg fortuné (les Canaries)

Enez ar Gerveur

1732
Daveenn : GReg pg (isle à la côte de Vannes; autrement dite,) Belleisle (en mer)

Sant-Kadoù-an-Enez

1732
Daveenn : GReg pg (Saint) Cadou (de l'Isle)

d'an inizi int aet

1850
Daveenn : GON.II pg enez, énézen

Enez-Sizun

1850
Daveenn : GON.II.HV pg énez-Sizun

inizi

1850
Daveenn : GON.II p.19, livre premier, "des îles".

enez

1850
Daveenn : GON.II pg énésiad, énésiadez, enez, énézen

enezi

1850
Daveenn : GON.II pg enez, énézen

inizi

1850
Daveenn : GON.II pg enez, énézen

Kalz a gilheried a zo e Enez-Vaz.

1850
Daveenn : GON.II pg pg enez, énézen, kiléri (Il y a beaucoup d'ortolans à l'île de Baz).

enez

1850
Daveenn : GON.II p.19, livre premier, "île".

Enez-Eusa a zo diwallet gant ar c'herrek.

1850
Daveenn : GON.II p.60, livre second, "L'île d'Ouessant est défendue par les rochers".

n'eus ket a aered e enez Eusa

1850
Daveenn : GON.II pg aer

Ne glever a-bell, dreist an enezier, nemet grozmol ar mor bras a gros evit lavaret ez a atav en-dro hag ez eo bepred leun a nerzh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.94

inizi

1909
Daveenn : BROU p. 234 (au pluriel)

enez

1909
Daveenn : BROU p. 234 (Enez est généralement suivi d'un nom propre Enez Suzun, Enez Vaz. Avec l'article on met enezenn)

inizioù

1909
Daveenn : BROU p. 234 (au pluriel)

Eus an Ejipt ez on aet da Gartada, kêr he c’hant-ha-kant a vagoù, porzh al listri-rederien-vor ma tired di pinvidigezhioù an douaroù-Bras hag an inizi, ma kaver ennañ sklaved o tont eus par pellañ ar bed, eus pevar c’horn an douar.

1923
Daveenn : SKET p.18

Digaset e voent war o c’hiz gant an avel hag ar froudoù-mor war aod kornok enez Albio, e beg-douar Belerion, ma’z oant aet dioutañ.

1923
Daveenn : SKET p.114 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]" : "e lec’h « aod kornog » lenn « aod-kornok ». — Hevelep reiza, p. 114, lin. 1").

A vro-Spagn pe eus an Afrik, o bro c’henidik, e teuent o hedañ aodoù Galia, ha pa zigouezhjont, en abardaez da guzh-heol, en aber an Albis, edont o paouez ober tro enez Iverio hag enez Albio.

1923
Daveenn : SKET p.97

Holl, yaouank ha kozh, bras ha bihan, war ar bre pe er gompezenn, en douar-bras pe en inizi, ez arc’hont skoazell an Aotrou e gant a anvioù, ar Mestr e gant a arzoù, ar Roue e liesroadoù.

1924
Daveenn : SKET.II p.5

enez walennek

1931
Daveenn : VALL pg atoll

arme an inizi

1931
Daveenn : VALL pg armée (coloniale)

Tamm ha tamm e vije evel-se goloet gant ar gwiskadoù-se holl ziblaenderioù ar strad : ne vije bet nemet daou rummad krapennoù-mor a-serz[h] : Torrod-meur an Douar-Bras diouzh un tu, o vevenniñ Gourvazenn an Douar-Bras etrezek an donvor, hag islonkoù-mor, o tiskenn trumm adalek 5000 betek 7000, 8000 ha zoken 10793 metr - e-harz inizi Filipinas - dindan ar gorre.

1943
Daveenn : TNKN p11

Diskenn a ran koulskoude war c'houlenn ar re all, ha peadra a vije din da gaout keuz ma ne vijen ket aet en douar : ur gêrig koant eo a gavan, kempennet-mat, glas-holl, ha marzhus ar vro tro-dro gant ar plegoù-mor hag an inizi uhel morennet.

1985
Daveenn : DGBD p17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial