Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Tachennad strizh eus an aod a sank lark pe larkoc'h er mor hag a chom stag ouzh an douar-bras gant ur strizh-douar na vez morse goloet gant ar mor. Gourenez Rewiz. Gourenez Kraozon. Gourenez Kiberen. HS. enez, ledenez, ragenez.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

gourenez

1814
Daveenn : DBRez. pg. presqu'île

gourenez

1850
Daveenn : GON.II pg gour-énez (Presqu'île, terre presque entourée d'eau et qui ne tient au continent que par un endroit. Péninsule).

gourinizi

1850
Daveenn : GON.II pg gour-énez (Presqu'île, terre presque entourée d'eau et qui ne tient au continent que par un endroit. Péninsule. Pl.)

gourinizi

1850
Daveenn : GON.II pg gour-énez (Presqu'île, terre presque entourée d'eau et qui ne tient au continent que par un endroit. Péninsule. Pl.)

gourenez

1909
Daveenn : BROU p. 245 (j'ai entendu à l'île de Sein : goulenez, pour désigner une presqu'île)

Hogen Breizhad ebet n'hall bezañ digemeret Barzh en Gorsedd Beirdd Ynys Pridain hep aotreadur Gorsedd Barzhed Gourenez Breizh-Izel.

1909
Daveenn : REZI p.21

Meur a wech e neseas beleg-meur gourenez ar Staen d’an teir flac’h yaouank a ziskoueze dre o ment, o neuz-dremm, liv o blev hag o gwiskamant, bezañ divroadezed o tont eus ar Reter.

1923
Daveenn : SKET p.115

ABER a vez graet eus ur seurt lodenn-vor e Bro-Leon (Aber Iltud, Aber Venead, Aber Ac'h) hag ivez e Gourenez Kraozon (an Aber, etre Kraozon ha Terrug) (8).

1943
Daveenn : TNKN p15

An hevelep tra evit Mulgul Brest: etre 30 ha 40 m. emañ dre vras [dre-vras] naoz ar stêr veuzet e-tal gourenez Roskañvel.

1943
Daveenn : TNKN p21

Obererezh brudañ ar riskloù nukleel, gourenez Kraozon, Eost 2008.

2015
Daveenn : DISENT p180

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial