Gourc’hemennet e oa din dibab er rejimant kement gourener a oa, kement saver perchenn, kement kaner diwar ar maez (e brezhoneg), ha stummañ anezho evit diskouez o ampartiz da zeiz ar gouel, war an dachenn-bleustradegoù.
Gourc’hemennet e oa d’in dibab er rejimant kement gourener a oa, kement saver perchenn, kement kaner diwar ar maez (e brezoneg), ha stumma anezo evit diskouez o ampartiz da zeiz ar gouel, war an dachenn-bleustradegou.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.203
Ma gourenerien a-gostez Benac’h, ma saverien-[b]erchenn a-gostez Kallag, ha ma stlaperien maen-pouez a-gostez Mael-Karaez, a reas berzh.
Ma gourenerien a-gostez Benac’h, ma saverien perchenn a-gostez Kallag, ha ma stlaperien maen-pouez a-gostez Mael-Keraez, a reas berz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.204
Kaou an Ourz a oa ur mell den terrupl, dezhañ ur pezh penn, seblant ur gourener, hag e gwirionez, gourener e oa ; e skridoù brezhonek ha gallek war ar « C’hourrier » o doa roet ul lufr dispar d’ar gazetenn-se.
Kaou an Ourz a oa eur mell den terrupl, d’ezañ eur pez penn, seblant eur gourenner, hag e gwirionez, gourenner e oa ; e skridou brezonek ha gallek war ar « C’hourrier » o doa roet eul lufr dispar d’ar gazetenn-se.