Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Enez a gomzer end-eeun diwar he fenn ha digemmet diouzh meur a hini all.

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

enezenn

1499
Daveenn : LVBCA p71 (isle)

enezenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ioieux, eneseñ

enezenn Sipra etreze ar sevel-heol

1732
Daveenn : GReg pg Cypre (ou chypre, isle dans la Mediterranée)

Mor a oa da dreuziñ / Ha poanioù da dec'het : darbet dezho beuziñ / El lec'h m'oa bet o lestr oc'h ar c'herreg torret, / Ar pevar den kaezh-mañ, o c'horf outo broustet, / A bakas douar d'o zreid en un enezenn vras.

1867
Daveenn : MGK p78

P’oa en em gavet en enezenn Sant-Laorañs, e chomas ur pennad da ehanañ, souchet a-dreñv ur c’hleuz, evit gwelet ha ne deue den ebet war e lerc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.224

Jerze, enezenn evurus, / Ha c’hwi, Bro-Saoz, bezit joaus, / Gant karantez digemerit / Hon eskob santel divroet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.28

enezenn

1909
Daveenn : BROU p. 234 (Enez est généralement suivi d'un nom propre Enez Suzun, Enez Vaz. Avec l'article on met enezenn)

enezennoù

1909
Daveenn : BROU p. 234

Kerkent hag en em gavet, e taoljont an eor dirak un enezenn e-kreiz an aven ; dilestrañ enni kement a oa e-barzh ganto a rejont, enaouiñ tan ha stlejañ o listri war ar sec’h da sellout ouzh ar c’horf anezho ha d’ober un aozañ dezho diouzh ma vije ret.

1923
Daveenn : SKET p.98

Gweladennet em eus an enezennoù, bras ha bihan, nes d’an Hellas hag, en o zouez, ar santelañ, an azaouezetañ-holl, anvet Delos gant ar C’hresianed, hag enni un templ bras e maen-benerezh ha maen-marbr gouestlet d’an Hini a vez sklêrijennet ar bed gant ar pennad-blev rodellet anezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.13

Ac’hano, en ur ober un nebeud deizioù-treizhañ, ez eer war vigi d’ober kenwerzh da Dir ar Maouezed, an Enezennoù Gwenvidik.

1923
Daveenn : SKET p.18

Hag ar re zibaot-kaer o doa en em viret ouzh al lazhadegoù, ouzh ar sklavadegoù, ouzh ar vosenn hag an naonegezh, a renas ur vuhez reuzeudik, kuzhet e don donañ ar c’hoadoù pe en enezennoù ar paludoù.

1923
Daveenn : SKET p.86

Diskar gwez a reas ha strollañ radelloù da dremen en enezenn m’en em zalc’he an divroidi.

1923
Daveenn : SKET p.117

Dilezel a renkjont peurvanoù ha difraostegoù ar c’hlann gleiz, kerkoulz hag o c’hreñvlec’h, evit dont d’en em repuiñ gant o chatal en enezennoù kreiz ar stêr.

1923
Daveenn : SKET p.119

Re an enezennoù a oa en o fenn renerien a-ouenn ganto. Re an douar-kalet avat a sente ouzh tiegezhioù rouanez blev-melen, deut eus ar vro-Wenn en amzer Senodonnos.

1923
Daveenn : SKET p.126

Heuliañ ar skraperien a reas war an holl gammdroioù a rejont dre ar c’hanolioù etre an enezennoù ; n’o lezas ket da rebellaat na bezañ nepred a-ziwar-wel dioutañ ; ne spontas ket rak ar saezhioù, an daredoù hag ar mein a stlapent outañ hag a gazarc’he a-bil en-dro dezhañ hag en e vag ; dre e skiant-veiz hag e zisaouzan e tiarbennas ar spioù hag ar stignoù a antelled outañ a-greiz raosklegoù ha broenegoù ar stêr, er c’hildroioù hag er strizhredennoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.134-135

War donenn c’hlas an enezenn-se e weler eus a bell evel koabrennoù aour en o gourvez difiñv ha digemm. Koadoù skav-gwrac’h eo, a gredfen, o waskediñ ec’hoazlec’h an heol.

1924
Daveenn : SKET.II p.75

Er mervent d’an enezenn-se ul ledenezenn vras oc’h en em astenn e-kreiz ar mor.

1924
Daveenn : SKET.II p.69

E pe lec’h ha gant piv bennak e vezi, ne vern e-mesk pe zarvoudoù bennak ez po da emellout, en em voaz da chom ez tu da-unan dalc’hmat, evel un enezenn e-kreiz ar c’hoummoù, evel ur menez en avel hag er c’houmoul.

1924
Daveenn : SKET.II p.31

enezennoù gwalennek

1931
Daveenn : VALL pg atoll

strollad enezennoù

1931
Daveenn : VALL pg archipel

Bez' e c'heller renkañ ar re a zo bet studiet pizh a-walc'h a rummadoù bras, evel m'en deus her graet Shepard: re aod reter hag aod kornog ar Stadoù-Unanet; re aod Reter-Pellañ, re Meurvor an Indez hag ar Mor Kreizdouarek; ar re a zo e-harz enezennoù e-kreiz ar meurvorioù; ar re a zo o kenderc'hel ur stêr vras a-vremañ pe aet da get.

1943
Daveenn : TNKN p60

Kaernarvon a zo ur gêrig vrav, heñvel ouzh Kastell-Paol, savet war vord ar vrec’h-vor he disparti diouzh Enez[enn] Môn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.127

E Rosko, e pignis er vag vihan a rae an treizh etre an douar-bras hag enezenn Vaz, hag ec’h erruis goude lein e ti an itron Milin, ez eeun dirak ar mor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.93

C'hoant am bije bet da ober anaoudegezh gant an enezenn veneziek-se.

1985
Daveenn : DGBD p13

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial