Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Obererezh teuler evezh pizh ouzh udb., prederiañ war udb. Ober un enklask war hor c'houstiañs. 2. Labour studi a gaser da benn dre strollañ an holl stlennoù ha testenioù a c'haller kaout war danvez pe zanvez evit lakaat ar ouiziegezh da vont war-raok. Un enklask pizh war an ereoù zo etre buhez ar skrivagner hag e oberennoù eo he zezenn. & Skiantoù (en e furm lies) Labourioù renet gant skiantourien a-benn kreskiñ anaoudegezh an dud war an danvez-mañ-danvez, a-benn dizoleiñ elfennoù nevez. Ober enklaskoù war kleñvedoù ar gwad. Seurt enklaskoù a bad pell hag a goust ker. & Kreizenn enklask : ensavadur ma reer enklaskoù war danvez pe zanvez. Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek. HS. imbourc'h. 3. Ent strizh Labour kaset gant ar polis, ar justis pe gant nep piv a venn gouzout ar wirionez diwar-benn an darvoud-mañ-darvoud. Edo ar justis e-tal milendall un enklask, hep testoù, na testenioù. Galvet e voe ur barner d'ober un enklask dre ar vourc'h. & (impl. hep gm.) Emañ ar polis oc'h ober enklask war laeroñsi an ti-bank.

Exemples historiques : 
25
Masquer la liste des exemples

enklask aketus

1732
Référence : GReg pg discussion (examen exact & en détail)

kambr an enklaskoù

1732
Référence : GReg pg chambre (des Enquêtes)

digas ur prosez eus a gambr an dro da gambr an enklaskoù

1732
Référence : GReg pg civiliser (un Procès Criminel)

digaset ur prosez eus a gambr an dro da gambr an enklaskoù

1732
Référence : GReg pg civiliser (un Procès Criminel)

enklaskoù

1732
Référence : GReg pg enquète (perquisition, recherche), examen (recherche exacte)

enklask

1732
Référence : GReg pg enquète (perquisition, recherche), examen (recherche exacte)

enklask pizh

1732
Référence : GReg pg discussion (examen exact & en détail)

enklask

1850
Référence : GON.II pg eñklask

enklaskoù

1850
Référence : GON.II pg eñklask

ober a ra atav e enklaskoù

1850
Référence : GON.II pg eñklask

Hogen evit se e vezo dezhe ret bezañ poellek en o enklaskoù gant aon rak digemeret tud dibenn, pe re yaouank a spered, pe gouest da dreiñ enep d'ar vro.

1909
Référence : REZI p.19

An Drouiz-Veur, un nebeud amzer a-raok ar Gorsedd kuz, a zispleg doare, da holl izili ar Poellgor, eus an enklaskoù, hag a c'houlenn diganto reiñ un ali kentañ.

1909
Référence : REZI p. 12

Kas a reont d'an Drouiz-Veur ur skrid da zisplegañ o enklask.

1909
Référence : REZI p. 12

Al levr-mañ a zo kinniget Gant trugarez ha doujañs bras En eñvor da'm mestr kozh brudet D'Arbois de Jubainville, a reas Enklaskoù don War ar Gelted Hag ar yezhioù gante komzet, en n'hallas lenn dioutañ nemet Ar pennadig kentañ, siwazh.

1914
Référence : M. pennad dediañ

Etre mibien, gourvibien ha diskennidi nes-pe-nesoc’h Manos ha Bena meur a hini a voe a savas dreist d’ar re-all dre o meiz, o enklaskoù, an evezhiadennoù a rejont hag ar c’havadennoù a zeuas da heul.

1923
Référence : SKET p.53

Un tamm enklask a eure an aotrou person, hag e teuas da c’hoût penaos ar vugale o devoa, war ar c’hi, roet o absolvenn d’an aotrou person, evit e rustoni en o c’heñver.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1030 (Gouere-Eost 1924)

enklask

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXIII

Diwar-vremañ e c'heller diskontañ goulakadurioù a zo, ar pezh a zo un dra bennak atav: strishaet eo evel-se tachenn an enklask.

1943
Référence : TNKN p63

Goulenn a reas diganin ur bern enklaskoù diwar-benn ar varzhed, ma beajoù da Vreizh-Veur, ma barzhonegoù hag all.

1944
Référence : EURW.1 p.203

Ober a ris enklaskoù en teñzor-se, evit skrivañ pennadoù a-zivout lennegezh-pobl hor bro er Résistance.

1944
Référence : EURW.1 p.90

Digoret e oa bet un enklask [...] da c'houzout hag-eñ e vije ul liamm bennak etre ar ganedigezhioù dic'hortoz-se ha gwallzarvoud ar greizenn.

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.5

En taol-mañ edo o klask un douarour bennak da vont d'ar Gabon da sevel ur gartenn a roje tu da ober enklaskoù war ar petrol, rak, hervez, e oa bet gwelet e oa lec'hiet mat ar vro-se evit ma c'hellfed kaout enni an dourenn vurzhudus.

1985
Référence : DGBD p5

Lavarout a ran da Vlasopoulos degas Anna amañ warc'hoazh vintin evit an imbourc'hadur ha da zDermitzakis ober un tamm enklask tro-dro d'ar c'hKerameikos, e ken kaz ma kavjemp un test a-lagad bennak hag en dije gwelet karr pe garr en trowardroioù pe un den bennak o tougen ur seurt pakad landrammus.

2015
Référence : EHPEA p61

Da skouer e c'hoarvezas kement-mañ [dastum roudoù bizied ha TDN gant ar polis] goude falc'hadeg ur parkad OGK er Maine-et-Loire e miz Gwengolo 2000 : boulc'het e oa bet un enklask TDN diwar un nebeud takennoù gwad adkavet e-barzh ur park...

2015
Référence : DISENT p137

E berr gomzoù e c'hall bezañ arvarus ma vez boulc'het gant un enklask justis goude-se.

2015
Référence : DISENT p87

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux