enklask
Diwar-vremañ e c'heller diskontañ goulakadurioù a zo, ar pezh a zo un dra bennak atav: strishaet eo evel-se tachenn an enklask.
Digoret e oa bet un enklask [...] da c'houzout hag-eñ e vije ul liamm bennak etre ar ganedigezhioù dic'hortoz-se ha gwallzarvoud ar greizenn.
En taol-mañ edo o klask un douarour bennak da vont d'ar Gabon da sevel ur gartenn a roje tu da ober enklaskoù war ar petrol, rak, hervez, e oa bet gwelet e oa lec'hiet mat ar vro-se evit ma c'hellfed kaout enni an dourenn vurzhudus.
Lavarout a ran da Vlasopoulos degas Anna amañ warc'hoazh vintin evit an imbourc'hadur ha da zDermitzakis ober un tamm enklask tro-dro d'ar c'hKerameikos, e ken kaz ma kavjemp un test a-lagad bennak hag en dije gwelet karr pe garr en trowardroioù pe un den bennak o tougen ur seurt pakad landrammus.
Da skouer e c'hoarvezas kement-mañ [dastum roudoù bizied ha TDN gant ar polis] goude falc'hadeg ur parkad OGK er Maine-et-Loire e miz Gwengolo 2000 : boulc'het e oa bet un enklask TDN diwar un nebeud takennoù gwad adkavet e-barzh ur park...
E berr gomzoù e c'hall bezañ arvarus ma vez boulc'het gant un enklask justis goude-se.