I.
H.g.
1. C'hoant da gavout (ub., udb.).
Bezañ klask war ub., war-lerc'h ub. Ar c'hlask zo frank, met ar c'haout n'eo ket stank : strivoù a reer, hep dont a-benn.
&
(db. ar varc'hadourezh)
Bezañ klask war udb. : bezan kalz danvez prenerien evit an dra-se.
[1954] Ha koulskoude, diouzh ar c’hiz e oant, hervez 'gleven, ha klask bras a oa zoken warno : pep danvez-pried a brene hep an disterañ mezh ur seurt podig evit e vuiañ-karet.
HS. mall, prez.
2. Ent strizh, trl. (en iliz)
Ober klask : kestal.
Te a rae klask en oferenn.
HS. kest.
3. [1878] OBER KLASK WAR UB., OBER KLASK DA UB.
[1878] Dre se e ouie edo ar soudarded-se o redet bro hag oc’h ober klask war an dud vat.
[1878] [...] hag a lakae anezhi da vezañ en ul lec’h, pa vijed oc’h ober klask dezhi en ul lec’h all.
II.
G.
1. Striv da gavout (ub., udb.).
Graet 'meus ur c'hlask d'an dilhad en armel : o c'hlasket am eus.
2. Trl.
N'en deus klask ebet war mann ebet amañ : n'en deus gwir ebet da c'houlenn netra amañ ken.
En ur ziskenn eus e vag e ranko klevet e pe du emañ ar c’hlask dezhañ evit gellout mont en tu all, el lec’h ma ne vezo ket klasket.
En eur zisken euz he vag e ranko klevet e pe du eman ar c’hlask d’ezhan evit gellout mont enn tu-all, el leac’h ma ne vezo ket klasket.
1877
Référence :
EKG.I.
p.101
Ma vije gwelet, dioc'h ar mintin, aet kuit e-pad an noz eus a Bempoull bag unan bennak eus ar re binvidik, kerkent e vije savet trouz ha klask dezhi.
Ma viche guelet, dioc’h ar mintin, eat kuit epad an noz euz a Bempoull bag unan bennag euz ar re binvidik, kerkent e viche savet trouz ha klask d’ezhi.
1877
Référence :
EKG.I.
p.17
Pa zigoras dor e borzh ec’h en em gavas tal-ouzh-tal gant ur vandenn soudarded ne baouezent da ober klask ha furch dre ar vro.
Pa zigoraz dor he borz ec’h en em gavaz tal-oc’h-tal gand eur vanden soudarded ne baouezent da ober klask ha furch dre ar vro.
1877
Référence :
EKG.I.
p.218
[...] mes me 'gred ar pennkaoz eus an eurvad-se, eo Doue hepken he c’hase hag he digase, dioc’h m’oa ret, evit he miret dioc’h ar soudarded, hag a lakae anezhi da vezañ en ul lec’h, pa vijed oc’h ober klask dezhi en ul lec’h all.
[...] mez me gred ar penn-kaoz euz an eur-vad-ze, eo Doue epken he c’hase hag he digase, dioc’h m’oa red, evit he miret dioc’h ar zoudarded, hag a lakea anezhi da veza enn eul leac’h, pa vichet oc’h ober klask d’ezhi enn eul leac’h-all.
1878
Référence :
EKG.II
p.233
Dre se e ouie edo ar soudarded-se o redet bro hag oc’h ober klask war an dud vat.
Dre-ze e gouie edo ar zoudarded-se o redet bro hag oc’h ober klask var an dud vad.
1878
Référence :
EKG.II
p.149
Hag e teuas da soñj din e gwigour ar gleizenn hag e grigoñs ar vuduren. Anat e oa din e oan dizoloet hag edo ar c’hlask war va lerc’h ; n’oa ket brav an traoù ganen.
Hag e teuaz da zonj d’ign e guigour ar gleizenn hag e grigonz ar vudurenn. Anat oa d’ign oan dizoloet hag edo ar c’hlask var va lerc’h ; n’oa ket brao an traou ganen.
1878
Référence :
EKG.II
p.125
Ha koulskoude, diouzh ar c’hiz e oant, hervez 'gleven, ha klask bras a oa zoken warno : pep danvez-pried a brene hep an disterañ mezh ur seurt podig evit e vuiañ-karet.
Ha koulskoude, diouzh ar c’hiz e oant, hervez 'gleven, ha klask bras a oa zoken warno : pep danvez pried a brene hep an disterañ mezh ur seurt podig evit e vuiañ karet.
1954
Référence :
VAZA
p.133-134
Kreñvoc'h eget an "arabica" ez eo ar "robusta" ha klask a vez warnañ dre se evit ober kafe-poultr
1972
Référence :
BAHE
niv. 75, p.42
Gouzout a reer e vez muioc'h-mui a glask war nerzh an tredan er broioù "araokaet", hag ivez er broioù "o vont war araokaat".
1972
Référence :
BAHE
niv. 75, p.44
Gant ur seurt amzer eo edon-me o vont da guitaat ar vro evit mont da glask oabloù nevez, du-hont un tu bennak e kreiz Afrika, e koadeier ar Gabon: edon o vont di da labourat war va micher nevez, douarour e klask petrol, pe eoul-maen mar deo gwelloc'h ganeoc'h.