Re figus e oa bet tintin Katell, ha bremañ, emañ en iliz o ruzañ he inou, o tijabañ pateroù a-hed an deiz, o krignat treid ar sent hag ar sentezed evit goulenn digante ar c’hras da gaout da vihanañ ur gwaz… er Baradoz.
Re figus e oa bet tintin Katell, ha breman, eman en iliz o ruza he inou, o tijaba paterou a-hed an de, o krignat treid ar zent hag ar sentezed evit goulenn digante ar c’hras da gaout da vihana eur gwaz… er Baradoz.
1925
Référence :
BILZ2
p.151
An amzer a dremene buan ; evidon-me , n'em boa na hirvoud nag enoe ; gwell em bije karet evel just ma frankiz, mes en em ober a raen eus ma buhez nevez.
An amzer a dremene buan ; evidoun-me , n'em boa na hirvoud nag enoe ; gwell em bije karet evel just ma frankiz, mes en em ober a raen eus ma buhez nevez.
1944
Référence :
EURW.1
p51
Er blegenn m'emaomp em eus divizet ober gant diskoulm Adrianí a souten penaos, pa ne chom tra ebet ken da ober, eo ret kempenn an ti traoñ-ha-laez, evit skarzhañ an enoe kuit.