Div goulm en em gare gant ur wir garantez. Unan anezho un dervezh, enoeet en he c'hêr, a lakeas en he fenn, ur pennig skañv-meurbet, mont da foetañ broioù.
Diou goulm en em gare gant eur wir garantez. Unan anezho eunn dervez, enoeet en he c'hear, a lakeaz enn he fenn, eur pennik skanv-meurbed, mont da foeta broiou.
1867
Référence :
MGK
p17
Skuizh o welet e varve tud, o lakaed en douar, hag e c’hane bugale hep ma teue den d’her c’hlask ; inouet o lavaret e oferenn hep den ouc’h her selaou, ar person "intru" a yeas kuit ur vintinvezh.
Skuiz o velet e varve tud, ho lakeat enn douar, hag e c’hane bugale ep ma teue den d’her c’hlask ; inouet o lavaret he ofern eb den ouc’h her selaou, ar persoun "intru" a ieaz kuit eur vintinvez.
1877
Référence :
EKG.I.
p.239
Evidon-me, n’on ket inouet ; va c’halon, a gav din, a astenn o komz a dud heñvel ouc’h tud Penn-an-Nec’h.
Evidoun-me, n’oun ket inouet ; va c’haloun, a gaf d’ign, a astenn o komz a dud henvel ouc’h tud Penn-an-Neac’h.
1878
Référence :
EKG.II
p.180
enoeet
enóet
1909
Référence :
BROU
p. 234
Inouet ar boc’h e-unan ; un drouz bennak, moarvat, en deus klevet, hag e benn a ziflukas eus a-drek ur garreg.
Inouet ar boc’h e-unan ; eun drouz bennak, marvad, an neus klevet, hag e benn a ziflukas eus a-dreg eur garreg.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.949 (Mae 1924)
Erru an abardaez. Izabel er gêr inouet he-unan a chale, nec’het. — Pelec’h eo chomet ar vugale ?… Petra a zo c’hoarvezet gante ?
Erru an abardae. Izabel er gêr inouet he-unan a jale, nec’het. — Pelec’h eo chomet ar vugale ?… Petra a zo c’hoarveet gante ?
1925
Référence :
BILZ2
p.120
Pa veze aet enoeet ar seizh kañfard o labourat, ez aent da ober reuziadoù gouren war ar flourenn : n'eus netra gwell evit gwevnaat an izili, kreñvaat an drogell hag atizañ an imor.
Pa veze aet enoet ar seiz kañfard o labourat, ez aent da ober reuziadou gouren war ar flourenn : n'eus netra gwell evit gwevnaat an izili, kreñvaat an drogell hag atiza an imor.
1929
Référence :
SVBV
p6
Un dra eo hag a zeuer da zeskiñ tamm-ha-tamm, zoken ma vezer enoeet-marv er gwechoù kentañ gant evadegoù ha komzadegoù diziwez[h].