Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Bezañ enoeet : kavout hir e amzer. Enoeet-marv e tleit bezañ. Soñjal a rae e vije bet enoeet er gouent.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

enoeet

1732
Daveenn : GReg pg ennuier (s'ennuïer)

enoeet

1732
Daveenn : GReg pg ennuier (s'ennuïer)

Div goulm en em gare gant ur wir garantez. Unan anezho un dervezh, enoeet en he c'hêr, a lakeas en he fenn, ur pennig skañv-meurbet, mont da foetañ broioù.

1867
Daveenn : MGK p17

Skuizh o welet e varve tud, o lakaed en douar, hag e c’hane bugale hep ma teue den d’her c’hlask ; inouet o lavaret e oferenn hep den ouc’h her selaou, ar person "intru" a yeas kuit ur vintinvezh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.239

enoeet

1909
Daveenn : BROU p. 234

Inouet ar boc’h e-unan ; un drouz bennak, moarvat, en deus klevet, hag e benn a ziflukas eus a-drek ur garreg.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.949 (Mae 1924)

Erru an abardaez. Izabel er gêr inouet he-unan a chale, nec’het. — Pelec’h eo chomet ar vugale ?… Petra a zo c’hoarvezet gante ?

1925
Daveenn : BILZ2 p.120

Pa veze aet enoeet ar seizh kañfard o labourat, ez aent da ober reuziadoù gouren war ar flourenn : n'eus netra gwell evit gwevnaat an izili, kreñvaat an drogell hag atizañ an imor.

1929
Daveenn : SVBV p6

Un dra eo hag a zeuer da zeskiñ tamm-ha-tamm, zoken ma vezer enoeet-marv er gwechoù kentañ gant evadegoù ha komzadegoù diziwez[h].

1985
Daveenn : DGBD p98

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial