Gortoz !... ha c’hwi ivez, lennerien ger, c’hwi a ranko gortoz ur pennadig. Sitchas ! Sitchas !... mar n’on ket bet un torr-penn re enoüs gant va rambre, ha gant ma laosko ganin ar gozhni nerzh da genderc’hel gant va eñvorennoù, displegañ a rin deoc’h da vloaz peurrest va zammig buhez.