enor
Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh hag da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]
gant enor pe respet deoc'h
enor
enor
ober enor da ur re
derez a enor
Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?
Roet e vez, a-dra-sur, d'an neb en deus an enor da sevel betek ar Velegiezh, plas an Aotrou Krist, end-eeun, war an douar, hag ar galloud zoken da liammañ ha da ziliammañ ar pec'hedoù.
Rak, ni, an Dibabidi, ne veritomp ket hon enor. N'omp netra nemet uloc'h ha sempladurezh. Netra ne gont nemet an Aotrou hag E c'hras...
Ne deo ket ma skrid, eta, un ober istorek, nemet hepken, avat, ur varzhoneg strafuilhus, o klask danevelliñ reuzeudigezh ene mab-den hag e strivoù d'en em zasprenañ. Er savet em eus, koulskoude, gant ar menoz e talvezo da ziduiñ ma c'henvroiz hag en embann a ran a-greiz-kalon hag evel ma lâr Tangi Malmanche, En enor da Zoue hag en enor d'am Bro.
Krediñ a rafen kentoc'h en devije kemeret an anv-se en enor d'ar roue Louis-Philippe hag a oa neuze o ren e Frañs ; pa zeuas en doare-se ar roue bihan da vezañ filhor dezhañ.
"Un enor eo din ho tibab"? Amoedaj eo an daou, a gav din, ken e lezan ma amzivin da gomz e'm lec'h. Onestoc'h eo da nebeutañ.
Ouzh ar voger all eo bet ispilhet an testenioù hag ar merkoù a enor bet gant Korasidis.