Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo da vezañ enoret. Eno en deus bet Laeneg fin eus e vuhez verr met ken enorus. 2. A zegas enorioù, hep gounid danvezel. Ur merk enorus. 3. Dre ast. Dereat. Enorus n'eo ket din.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

ur marv enorus

1732
Daveenn : GReg pg glorieux (Une mort glorieuse.)

enorus

1732
Daveenn : GReg pg auguste (majestueux, venerable), florissant (florissante), glorieux (Glorieux, qui a acquis de la gloire par son mérite.)

enorusoc'h

1732
Daveenn : GReg pg auguste, florissant (florissante)

enorusañ

1732
Daveenn : GReg pg auguste, florissant (florissante)

en ur feson enorus

1732
Daveenn : GReg pg glorieusement (avec honneur)

enorusañ

1732
Daveenn : GReg pg florissant (florissante)

oberioù enorus

1732
Daveenn : GReg pg exploit (action de guerre éclatante), gestes (exploits de guerre, actions illustres)

Rentañ e hanv enorus dre e oberioù kaer.

1732
Daveenn : GReg pg glorieux (Rendre son nom glorieux par ses beaux exploits.)

Rentet e hanv enorus dre e oberioù kaer.

1732
Daveenn : GReg pg glorieux (Rendre son nom glorieux par ses beaux exploits, pp.)

brudiñ mat e hanv dre e oberioù enorus

1732
Daveenn : GReg pg glorieux (Rendre son nom glorieux par ses beaux exploits.)

An urzh enorusañ eo hini an Drouized.

1909
Daveenn : REZI p. 4

Gwell eo ganen kaout ur marv enorus em oad flourañ eget stlejañ war an douar, e-doug bloavezhioù, ur gozhni didalvez.

1924
Daveenn : SKET.II p.41

An troioù-saludiñ all, e-touez Kelted Iwerzhon, ez oa : — 1° sevel ha menel war-sav pa zigoueze un den enorus ; — 2° sevel ar glin pe ar vorzhed p’edod azezet ; ur merk azaouez hennezh ha n’oa ket kerkoulz ha sevel en e sav ; — 3° reiñ ur pok, pe peurliesañ tri a bokoù, war ar jod ; — 4° pennlinañ pe daoulinañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.36, Notenn 1.

enorus-tre

1931
Daveenn : VALL pg auguste

En Hellegoad e veze alies leinoù gras a veze pedet dezho ar perc'henned enorusañ eus a Volazeg, a Blourac'h, a Galanner, zoken a Gallag ; beleien a zaremprede niverus ti Fañch Roparzh en askont d'ar verc'h henañ Anna a oa desket-bras, hag a oa plac'h a relijion.

1944
Daveenn : EURW.1 p13

E 1873 e tremenas e Gwengamp kendamouez an noterien hag e voe digemeret gant ur meneg enorus.

1944
Daveenn : EURW.1 p13

Ur garg enorus ez eo bezañ tipoyer, ha lorc'h a vez atav en ur morian o tiskouez ez eo un tipoyer mat.

1985
Daveenn : DGBD p35

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial