Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Dougen bri da ub., da udb. Lec'h ma'z eus skolioù hag a vez enoret ar brezhoneg enno ez a mat an traoù. DHS. dismegañsiñ. 2. (db. ar sent) Lakaat e fiziañs, krediñ start en ub. Enoret e vez Berc'hed e Breizh. DHS. azeuliñ. 3. Reiñ da ub. un testeni eus ar bri a zouger dezhañ en abeg d'an oberoù zo bet sevenet gantañ. Enoret eo bet Ronan Huon gant an Erminig.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

enorañ

1499
Daveenn : LVBCA p72 (honnorer)

[«] Hag an holl doueoù-se, pere a enorez na c'hellont sikour na te na neb o fed, am eus an holl disprizet[. »]

1576
Daveenn : Cath p9

Kent-se ez kredomp [ennañ] hag ez koñfesomp [anezhañ] fermamant (nemedout a brouvfe deomp, dre ur rezon hag ur señtañs arall aprovetoc'h, [bezañs] an doueoù pere hon eus enoret bede vremañ) ez fell deomp hon em goñvertisañ ouzh Krist ha bezañ kristenien.

1576
Daveenn : Cath p14-15

4. Enor da dad, da vamm, hep bout fell. / Dre garantez sikour-i hag e vevi pell. 5. Muntrer ivez ne vezi ket / A volontez nag a efed. 6. Luksurius[,] mir na vezi / A efed nag a zezir mui.

1622
Daveenn : Do. p28

Deus da enoriñ un Doue, / Na doue ket an hanv anezhañ en ven. / Deus da viret an Suliaoù hag an goueliaoù. / Deus da enoriñ da dad ha da vamm. / Na vez ket muntrer. / Na vez ket pailhard, na vez ket laezr. / Na vez ket falstest. / Na dezir ket da hentez mui evidit da-hunan

1622
Daveenn : Do. p4

M. Hag-eñ zo ret enoriñ o imajoù [re an sent] ? D. Ya. Ret eo o enoriñ ivez abalamour maz reprezantont an re maz tleomp dezhe enor ha reverañs.

1622
Daveenn : Do. p22

M. Ha ret eo enoriñ relegoù ar Sent ? D. Ya. M. Perak ? D. Abalamour ma'z int bet temploù d'an Spered santel ha ma tleont un wezh bennak bezañ reüniet ouzh o eneoù glorius.

1622
Daveenn : Do. p22

enori

1659
Daveenn : LDJM.1 pg honorer, renommer

M. Hag o imajoù [Ha ret eo enoriñ imajoù ar sent] ? D. Ret eo o enoriñ ivez, abalamour ma reprezantont ar re pe da re e tleomp enor ha reverañs.

1677
Daveenn : Do. p23

Da dad, da vamm a enori / Pell amzer evit ma vevi ; / Muntrer ivez na vezi ket / Dre volontez na dre efed.

1677
Daveenn : Do. p29

enoriñ unan bennak

1732
Daveenn : GReg pg déférer (des honneurs à quelqu'un)

enoret

1732
Daveenn : GReg pg adorer, glorifier (Glorifier, honorer, louër, pp.)

enori

1732
Daveenn : GReg pg adorer, glorifier (Glorifier, honorer, louër.)

ober enoriñ ha respediñ

1732
Daveenn : GReg pg clarifier (mettre en honneur & en éclat)

graet enoriñ ha respediñ

1732
Daveenn : GReg pg clarifier (mettre en honneur & en éclat)

Va Zad Eternel, grit enoriñ ha respediñ ho mab, deuet eo an amzer, evit ma likin ivez rentañ deoc'h an enor, ar respet, hag an adorasion a zo dleet d'ho majestez

1732
Daveenn : GReg pg clarifier (Pere Eternel clarifiez vôtre Fils, afin que vôtre Fils vous clarifie, (en S. Jean ch. 17. v. 1)

enoriñ ur re

1732
Daveenn : GReg pg déférer (des honneurs à quelqu'un)

bezañ enoret

1732
Daveenn : GReg pg florir (Florir, être en honneur & en reputation.)

enoriñ

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Glorifier, honorer, louër, Van.)

War e veno, fur ne vije / Dreist hennezh[,] neb n'en enorje. / Nemet an dud diskiant ne enoront danvez ; / E yalc'h ar pinvidig n'emañ ket ar furnezh.

1867
Daveenn : MGK p123

Pedet int holl da zont da valarjezañ ha da zigas gante o filligoù arem, o zaboulinoù, o c’herniel-boud, o binioù hag o bombardoù, evit enoriñ an aotrou hag an itron nevez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.156

Koulskoude, p'he deus ur vroad, evel hon hini, ar chañs da vezañ dalc'het d'he gwiskamant hec'h unan, pec'hed e vefe chom hep hec'h enoriñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.144

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial