Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. (db. an dud) A. (dirak un av.) 1. Bezañ, chom en entremar (da, o) : chom etre daou, na c'houzout petra ober. Dre-se e chome en entremar da c'houzout ha roet e vefe dezhi he dilez pe get. Chom a eure en entremar o klask gouzout pe du treiñ. & (impl. hep ar.) Bet on en entremar dimeziñ. 2. Bezañ en entremar evit : termal. Ne vo ket en entremar evit kemeret samm ur prosez ha gouzañv ar c'holl. B. Chom war an entremar : termal. Chom a rae war an entremar, ne ouie ket kalz petra da soñjal. II. Ent krenn (db. an darvoudoù) Chom en entremar : chom etre daou. Betek kreisteiz e chomas an trec'h en entremar. HS. douetañs.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

en entremar

1732
Référence : GReg pg (en) doute

en entremar da hoz kwelet

1732
Référence : GReg pg (en) doute (de vous voir)

entremar

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXIII, alternative

bezañ en entremar

1931
Référence : VALL pg (être dans l')alternative, balancer

D'ar mare ma ris va studioù e Roazon ne oa ket aes kaout ul labour bennak, hag e diskar-amzer ar bloaz 1936 en em gaven en entremar o klask gouzout penaos gounit ur gwennegig bennak.

1985
Référence : DGBD p5

Gwaskus eo evidoc'h-holl entremar ar gortoz, gouzout a ran ; hogen mennet omp bremañ da lakaat termen d'ar gortoz-se.

2012
Référence : DJHMH p.70

Ha neuze e krogas da sevel gant ar straed, oc'h ober un ehan da bep kammed, pe da bep eil kammed, e zorn war e dal, evel un den en entremar.

2012
Référence : DJHMH p27

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux