I.
Dre skeud. (db. an darvoudoù kevredigezhel)
Gwezhiad dont a-wel en-dro, kreskiñ en-dro, en em ledañ en-dro.
Kantved an azginivelezh evit ar brezhoneg eo an XIXvet kantved.
HS. adsav.
II.
Istor (gant ur bennlizherenn-dal)
1. Luskad speredel ha sevenadurel, bet diwanet en Italia er XVvet kantved hag en em ledet goude en Europa, a voe degaset gant un distro da vennozhioù ha da arz Gresianed ha Romaned an Henamzer.
Livouriezh an Azginivelezh.
2. Dre ast.
Prantad eus Istor Europa zo etre penn kentañ ar XVvet ha dibenn ar XVIvet kantved.