Télécharger les mots parents azginivelezh ganedigezh genidik ginivelezh
ganet
Vertuzioù an Agnus Dei. / Ez chas brun an c'hurunoù [ec'h argas strak ar gurun], / Ez efas naet ar pec'hedoù, / Ez vir ouzh an tan pep manier, / Skaf ha lestr a cheñch [a sach] a zañjer, / Ez vir [e] pep tu ouzh marv subit, / Droukspered kre a chas kuit, / Ez spont sklaer an adverserien, / Ez rent soulas d'an wreg vrazez, / O tont da c'henel en gwel spes, / Ez ro grasoù, ez vir ouzh [drouk]chañs, / Pa en zouger gant reverañs. / A vent, nepred, na doutet pas, / ken din eo an bihan hag an braz.
D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar. 2. Hag en Jezuz Krist e vab unik, hon Aotrou benniget. 3. Pehini a voe koñsevet eus ar Spered santel, ganet eus ar Werc'hez Varia. 4. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, bezet krusifiet, marv hag anseveliet. 5. Zo bet diskennet d'an Ifernoù ha resusitet an trede deiz a varv da vev. 6. Zo pignet en Neñv hag azezet a'n tu dehou d'e Dad hollc'halloudek. 7. Ac'hane e teuy da varn ar re vev ha'r re varv.
ganet
M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.
ganet
ganet
N'eo ket diwirheñvel, d'hor meno, e vije bet dindangleuzet stêr-Hudson hec'h-unan gant ar skorn, hag e vije bet ur stêr o c'henel e-harz ar skornredenn hag o redek war c'hourvazenn an Douar-Bras, a oa diveuz neuze.
Pe daoust hag-eñ e vije en abeg da gleñvedoù ar benvegadoù genel, hag a zo ken stank ma c'hellfed lavarout e vez tizhet ganto an hanter eus ar boblañs ?
Ha pa vezer bazhataet eo gwelloc'h en em damolodiñ war al leur evel ur poupig e kof e vamm -gourvezet war ar c'hostez, an daouarn a-drek ar penn hag an diarvrec'h war an daouividig, en ur sevel an daoulin da wareziñ an organoù genel-
Pa zeue ruzaj war dremm ar martolod, ha p'en em lakae da vesteodiñ ur seurt, e lakae he dorn war e vrec'h hag e lavare, ar pezh a fell dit kaout eo ur plac'h yaouank, unan da c'henel bugale, abalamour dezhi da gaout un dra bennak d'ober pa vezez-te war vor.
Mots précédents
Mots suivants
genel