Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
10
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Koulz ma vez ganet ur bugel, ma krog hemañ da analañ. Kemenn ganedigezh e vugel d'e vignoned. Ur vro m'eo uhel niver ar ganedigezhioù. 2. Dre ast. Deroù udb. Ganedigezh un oberenn hag ar moulladur anezhi.

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

kinidigezh

1699
Référence : Har. pg ganedigezh (naissance)

ginidigezh

1732
Référence : GReg pg enfantement

ganedigezh

1732
Référence : GReg pg enfantement

abaoe ganedigezh va mab

1850
Référence : GON.II pg ganédigéz (depuis la naissance de mon fils).

goude ganedigezh ar bed

1850
Référence : GON.II pg ganédigéz (après la création du monde).

Gouel ganedigezh ar Werc'hez

1850
Référence : GON.II pg ganédigéz (la fête de la nativité de la Vierge).

ganedigezh

1850
Référence : GON.II pg génel, ginidik, ginivélez, pg ganédigez (enfantement, action d'enfanter. naissance. nativité, naissance du Christ. création, action de créer. - genèse, nom du premier livre de la Bible. HV.)

ganedigezh

1850
Référence : GON.II pg ganédigéz, krouidigez

Kement-mañ eo diskuilhadur an Derou, danevelladur ganedigezh ha bugaleerezh ar bed, dezrevelladur rannoù ar bed, niveradur oadvezhioù ar bed, evel m’em eus, me Segobranos, mab Segomaros, her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.

1923
Référence : SKET p.26

Rak ma kavint ennañ ar pep retañ-holl da bep pobl evit he bleniañ war-du hec’h Amzer-da-zont, - evel ar Steredenn a vlenias gwechall ar rouanez-Vajed war-du ar Silvidigezh- : taolenn o Ganedigezh, ma kemerint diouti Emskiant o Broadelezh keltiek.

1923
Référence : SKET p.6

An danevelloù-mañ diwar-benn ganedigezh hag oad kentañ pobl ar Gelted a zo bet skrivet gwechall gant Segobranos, mab Segomaros, kadour brudet eus broad al Lingoned.

1923
Référence : SKET p.9

Adalek ganedigezh ar bed emañ an doueed e buhez, hag, abaoe, e welont hag e klevont pep tra, ha dalc’het e vez ganto peurzigemm en o c’houn an eñvor eus kement o devez gwelet pe glevet.

1924
Référence : SKET.II p.29

D’e c’hanedigezh Vindosêtlos a voe anvet Tekos (1) gant e gerent en abeg d’e gened.

1924
Référence : SKET.II p.7

skrid-ganedigezh

1931
Référence : VALL pg acte (de naissance)

Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.

1954
Référence : VAZA p.7

Digoret e oa bet un enklask [...] da c'houzout hag-eñ e vije ul liamm bennak etre ar ganedigezhioù dic'hortoz-se ha gwallzarvoud ar greizenn.

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.5

An diouer a c'hanedigezhioù n'eo ket bet displeget mat ar perak[g] anezhañ betek-henn. Daoust ha tennañ a rafe da natur ar ouenn ?

1985
Référence : DGBD p185

Darbet e voe dezhañ bezañ boulzuet en ur c'hlub eus West End m'en doa gwir, a-drugarez d'e c'hanedigezh ha d'e staelad kevredigezhel, da vezañ ezel anezhañ.

2015
Référence : POLDG p. 223

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux