Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.
Morse, koulz eo lavarout, n’en em gavas yac’h diwar c’hanidigezh va c’hoar vihan, met an dro-mañ tapet he devoa he marv da Sul ar Sakramant.
« Ur fazi ! eme un Aotrou em c’hichen, n’eus aze ofiser, na zoken is-ofiser [isofiser] ebet, soudarded int : met o vezañ ma lidomp hirie deiz-ha-bloaz ganedigezh hon Impalaer da zont, ar priñs Friedrich-Wilhelm, emaint holl eveljust [evel-just] en o c’haerañ. »
Digoret e oa bet un enklask [...] da c'houzout hag-eñ e vije ul liamm bennak etre ar ganedigezhioù dic'hortoz-se ha gwallzarvoud ar greizenn.
An diouer a c'hanedigezhioù n'eo ket bet displeget mat ar perak[g] anezhañ betek-henn. Daoust ha tennañ a rafe da natur ar ouenn ?
Darbet e voe dezhañ bezañ boulzuet en ur c'hlub eus West End m'en doa gwir, a-drugarez d'e c'hanedigezh ha d'e staelad kevredigezhel, da vezañ ezel anezhañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ganer