Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. (db. ar maouezed dougerez, ar parezed) Lakaat ur bugel da zont er-maez eus ar c'hof. Ganet he deus pemp bugel. Da bried a c'hano dit ur verc'h, ur mab. Bugale zo a vez ganet goude marv o zad. Marvet eo o c'henel re a vugale. & Ent krenn Genel a ray e wreg evit an deizioù. DHS. gwilioudiñ. & (en tu gouzañv) BEZAÑ BET GANET. E pe lec'h out bet ganet ? Me zo bet ganet d'ar 16 a viz Ebrel. E-giz-se e oa abaoe ma oa bet ganet. 2. Skoazellañ (ur bugel) da zont er-maez eus korf e vamm. Deuet e oa ar mezeg da c'henel ar bugel. DHS. gwilioudiñ. 3. Trl. Noazh evel pa oa ganet : noazh penn-da-benn. & Bezañ bet ganet dindan ur blanedenn vat : kaout chañs alies. & Trl. skeud. Bezañ bet ganet da Sadorn*, da Sadorn* goude koan, goude al labour graet, d'ar Sadorn* da noz. & Bezañ bet ganet goude ar c'hrampouezh, en ur ribod, e fin ar sizhun pa oa ar re all o tebriñ kistin : bezañ genaouek. 4. Dre skeud. (db. ar broioù) Dont bugale er bed enni. Ha graet eo ho pro da c'henel mitizhien, mevelien ? : bugale a yelo da vitizhien, da vevelien. 5. Skiantoù Furmiñ, krouiñ (udb.). Daou gorf o werediñ an eil war egile a c'han korfoù all. II. V.g. (db. ar vugale) 1. Dont er-maez eus kof e vamm, dont er bed. Ur bugel a zle genel en ti-se. Ar sant-se a c'hanas en Iwerzhon. Pelec'h out ganet ? 2. Genel eus ub. : bezañ lakaet er bed (gant ur vaouez bnk.). Degas ur salver a zle genel eus ur werc'hez. 3. GENEL DA (UB.) : dont bugel da ub. Ur bleiz a zen a c'hanas dezhañ ur verc'h. An daou bried-nevez zo ganet ur bugel dezho.

Skouerioù istorel : 
44
Kuzhat roll ar skouerioù

genel

1499
Daveenn : LVBCA p82 (enfanter, naistre)

ganet

1499
Daveenn : LVBCA p81 (nez)

Vertuzioù an Agnus Dei. / Ez chas brun an c'hurunoù [ec'h argas strak ar gurun], / Ez efas naet ar pec'hedoù, / Ez vir ouzh an tan pep manier, / Skaf ha lestr a cheñch [a sach] a zañjer, / Ez vir [e] pep tu ouzh marv subit, / Droukspered kre a chas kuit, / Ez spont sklaer an adverserien, / Ez rent soulas d'an wreg vrazez, / O tont da c'henel en gwel spes, / Ez ro grasoù, ez vir ouzh [drouk]chañs, / Pa en zouger gant reverañs. / A vent, nepred, na doutet pas, / ken din eo an bihan hag an braz.

1622
Daveenn : Do. p58

M. Petra eo pec'hed orijinel ? D. An hini a zegasomp ganeomp er bed-mañ pan vezomp ganet hag a vez deomp pardonet dre ar sakramant a vadeziant.

1622
Daveenn : Do. p34

D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar. 2. Hag en Jezuz Krist e vab unik, hon Aotrou benniget. 3. Pehini a voe koñsevet eus ar Spered santel, ganet eus ar Werc'hez Varia. 4. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, bezet krusifiet, marv hag anseveliet. 5. Zo bet diskennet d'an Ifernoù ha resusitet an trede deiz a varv da vev. 6. Zo pignet en Neñv hag azezet a'n tu dehou d'e Dad hollc'halloudek. 7. Ac'hane e teuy da varn ar re vev ha'r re varv.

1622
Daveenn : Do. p10-12

genel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg accoucher

ganet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg accoucher

M. Petra eo pec'hed orijinel ? D. An hini a zeu geneomp er bed-mañ pa vezemp ganet, hag a vez pardonet deomp dre ar sakramant a Vadiziant.

1677
Daveenn : Do. p35

M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.

1677
Daveenn : Do. p11-13

genel

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, pg accoucher, (faire ses couches, accoucher, enfanter), enfanter

ganin

1732
Daveenn : GReg pg (faire ses) couches (accoucher, enfanter), enfanter

ganet

1732
Daveenn : GReg pg accoucher, (faire ses couches, accoucher, enfanter), enfanter

genel he deus graet

1732
Daveenn : GReg pg accoucher

kalz a verc'hed he deus ganet

1850
Daveenn : GON.II pg génel

evit drougober eo ganet

1850
Daveenn : GON.II pg droug (-ôber)

ganañ

1850
Daveenn : GON.II pg gana, génel

genel

1850
Daveenn : GON.II pg gana, ganein, génel, ginidik

ganiñ

1850
Daveenn : GON.II pg ganein, génel

ganet

1850
Daveenn : GON.II pg génel

a-barzh ma oan ganet

1850
Daveenn : GON.II pg génel

Booz a gemeras eta Ruth, hag a zimezas ganti ; mont a reas d'he c'havout, hag an Aotrou he lakaas da engehentañ ha da c'henel ur mab.

1850
Daveenn : GON.II p.107, Buez Ruth

Ra zeui ivez da di evel ti Fares, pehini a c'hanas Tamar da Juda, gant ar ouenn a roy an Aotrou dit dioud ar plac'h yaouank-mañ.

1850
Daveenn : GON.II p.107, Buez Ruth.

E Konk on ganet.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, « Je suis né au Conquet ».

N'en deus bet nemet poan abaoe m'eo ganet.

1867
Daveenn : MGK p68

Un dra ne voe klevet biskoazh, E poan-vugel un dorgenn vras Youe ker spontus ma krene An douar dek lev ac'hane. War gement-se an holl a lavare en-dro e vije diwarni brasañ kêr voa er vro. Petra [a] c'hanas ? ne gredfe den : Ul logodenn.

1867
Daveenn : MGK p32

Ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dihegar, Savet da gontammiñ pep mad zo war an douar ; Genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro ; Ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh.

1867
Daveenn : MGK p2

Mervel, siwazh ! gant keuz ha doan / War-lerc'h ar vugale vihan / O deus ganet, o deus maget, / Ha diganto a ve lamet.

1867
Daveenn : MGK p110

Ar vugale gant mammoù all, / Gant mammoù n'o deus o ganet, / Karantez o zud ne zenont ket.

1867
Daveenn : MGK p135-136

Bep bloaz e weled ar vouc’hal hag an tan o tigeriñ frankizennoù er c’hoad, ha diwar ludu al loskadegoù o c’henel parkoù nevez, peurvanoù nevez, hag o sevel tiez nevez da gledouriñ tiegezhioù nevez.

1923
Daveenn : SKET p.67

Ha na zifenn-hi ket strizh ouzh gouenn Vanos en em unaniñ dre briedelezh gant ar gouennoù all, kejañ o gwad gant o hini ha genel hironed ?

1923
Daveenn : SKET p.112

Hag e tigouezhas ivez, — gwashoc’h boaz hemañ, moarvat, eget an hini kentañ ! — pa veze gaonac’h ar bried, pe pa na c’hane nemet merc’hed, e tibabe an ozhac’h un hêr dezhañ a-dre ar vugale bet diwar ar serc’hed.

1923
Daveenn : SKET p.89

Dre greskiñ dalc’hmat e niver hag e ment, e teuas ur c’halz a enezennoù d’en em stagañ kenetrezo o c’henel douaroù-Bras.

1923
Daveenn : SKET p.28

E-barzh ar gwele-mañ e c’hanas, war an oaled-mañ un amiegez hen mailhuras, hag un amezegez a roas dezhañ da zenañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924) ("an amiegez" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Eno ’ta, en unan eus an tier bihan-se, harp ouzh ur garreg, goloet e doenn a draezh, traezh betek toull an nor, — e c’hanas Bilzig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

Izabel ivez en em gustume da welet ar paotr en ti, o c’hoari, o c’hoarzhin, o ouelañ, o treiñ en-dro dezhi, ha, pa c’hanas he c’hentañ bugel, ur baotrez, Mad[a]len, Bilzig eviti a chomas he mab henañ hag evit ar paotr, Izabel a oa e vamm, Marc’harid e vammig-kozh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Biken ne zigemeri a-ziwar he divrec’h ar mab he devo ganet dit.

1924
Daveenn : SKET.II p.45

C’hoant ganto da c’henel ar magadur ma teu diwarnañ ar broadoù galloudek.

1924
Daveenn : SKET.II p.62

N'eo ket diwirheñvel, d'hor meno, e vije bet dindangleuzet stêr-Hudson hec'h-unan gant ar skorn, hag e vije bet ur stêr o c'henel e-harz ar skornredenn hag o redek war c'hourvazenn an Douar-Bras, a oa diveuz neuze.

1943
Daveenn : TNKN p49

D'an eil, an darempredoù etrekeltiek a c'hanas diwar skol vrezhonek Sant-Charlez.

1944
Daveenn : EURW.1 p60

Evel-se e c'hanas ur follenn a ziv bajennad, d'ar Sul 16 a viz Genver 1897, hec'h anv Kroaz ar Vretoned hag a badas ouzhpenn ugent vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p60

E milin-baper Lokmaria Benac'h e oa bet ganet ha savet, emezañ ; ha goude marv e dad, e oa deut an tiegezh da chom da Sant-Brieg.

1944
Daveenn : EURW.1 p53-54

Pe daoust hag-eñ e vije en abeg da gleñvedoù ar benvegadoù genel, hag a zo ken stank ma c'hellfed lavarout e vez tizhet ganto an hanter eus ar boblañs ?

1985
Daveenn : DGBD p185

Ha pa vezer bazhataet eo gwelloc'h en em damolodiñ war al leur evel ur poupig e kof e vamm -gourvezet war ar c'hostez, an daouarn a-drek ar penn hag an diarvrec'h war an daouividig, en ur sevel an daoulin da wareziñ an organoù genel-

2015
Daveenn : DISENT p161

Pa zeue ruzaj war dremm ar martolod, ha p'en em lakae da vesteodiñ ur seurt, e lakae he dorn war e vrec'h hag e lavare, ar pezh a fell dit kaout eo ur plac'h yaouank, unan da c'henel bugale, abalamour dezhi da gaout un dra bennak d'ober pa vezez-te war vor.

2023
Daveenn : DREAM p. 106

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial