1. Pesk bras tremeniat eus ar c'herentiad Salmonidae, e anv spesad Salmo salar, a zilez ar mor evit dont da c'hreuniañ e dour dous ar stêrioù.
Debriñ eog mogedet.
2. (db. an dud)
Penn-eog : moranv a veze roet gwechall da dud Kastellin.
Reiñ a eure dezhañ da zibriñ an eog hag an dluzh, vioù evned ar c’hoad [...].
Rei a eure d’ezan da zibri an eog hag an dluz, viou evned ar c’hoad [...].
1923
Référence :
SKET
p.35
Ha bezañ uhel al lammdour-se, e tizh an eoged, d’an nevez-amzer, sailhañ betek naoz-krec’h ar froud, hag e savont, en enep d’ar red anezhi, betek an eienenn.
Ha beza uhel al lammdour-ze, e tiz an eoged, d’an nevez-amzer, sailha beteg naoz-krec’h ar froud, hag e savont, en eneb d’ar red anezi, beteg an eienenn.
1924
Référence :
SKET.II
p.16-17
En e diavaez, war an traezhennoù bevennet a eon-mor, e kerzh bagadoù kirvi ; en e diabarzh, e c’hourlamm an eog e-mesk delioù an haleg ; hag ar reunig, o tivorañ, a c’hourvez war al leton e disheol gwez e nevedenn greiz.
En he diavaez, war an traezennou bevennet a eon-mor, e kerz bagadou kirvi (8) ; en he diabarz, e c’hourlamm an eog e-mesk deliou an haleg ; hag ar reunig, o tivora, a c’hourvez war al leton e disheol gwez he nevedenn-greiz (1).
1924
Référence :
SKET.II
p.74-75
Pesketaet en doa er stêr a red e traonienn Maen-Tourog [Maentwrog ] ur mell pezh eog a zek lur, hag a felle dezhañ reiñ outañ da dañva d'ar Vretoned.
Pesketet en doa er stêr a red e traonienn Maen-Tourog eur mell pez eog a zek lur, hag a felle d'ezañ rei outañ da dañva d'ar Vretoned.