Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. 1. (db. plant zo) Koll an danvez pegus a stag o gwiennoù an eil re ouzh ar re all, o soubañ en dour prl. Lakaat lin pe ganab da eogiñ. E-kichen ar poulloù-lin e veze mein da deuler war al lin da eogiñ. & Poull-eogiñ : poull ma lakaer plant zo da eogiñ. 2. (db. ar maniok dh.) [1985] Koll an danvezennoù kontammus a gaver ennañ, o soubañ en dour. [1985] Bez' ez eus flaer ar maniok lakaet a boulladoù evit glec'hiañ hag eogiñ e-barzh an dour. 3. (db. ar frouezh ha plant zo) Dareviñ. Piz, lin oc'h eogiñ. Foenn oc'h eogiñ. DHS. azviñ, meüriñ. II. V.k.e. 1. (db. plant zo) Lakaat da vont kuit an danvez pegus a stag o gwiennoù an eil re ouzh ar re all, ouzh o soubañ en dour prl. Eogit ho lin er c'hiz kozh. 2. Pemdez Diaezañ, lakaat da vezañ displijet-bras. HS. tregasiñ, trubuilhañ.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

eogiñ pe dourañ lin

1659
Référence : LDJM.1 pg rouir (du lin)

eogiñ ar c'hanab

1732
Référence : GReg pg (roüir le) chanvre

eogiñ ar c'houarc'h

1732
Référence : GReg pg (roüir le) chanvre

an amzer domm-se a eogo ar piz

1850
Référence : GON.II pg éogi

eogiñ a ra ar per

1850
Référence : GON.II pg éogi

eogen

1850
Référence : GON.II pg éogi, ogein

Ret eo lakaat ar c'hanab da eogiñ.

1850
Référence : GON.II pg kanab (Il faut faire rouir le chanvre).

eogi

1850
Référence : GON.II pg éogi, haôi, haoui, havi, ogein

eoget

1850
Référence : GON.II pg éogi

Hag ouzhpenn ! Bez' ez eus flaer ar maniok lakaet a boulladoù evit glec'hiañ hag eogiñ e-barzh an dour !

1985
Référence : DGBD p58

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux