Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Klogorennoù munut-kenañ ha stank-tre a zeu war-c'horre al liñvennoù mesket, tommet, bet o tommañ pe o c'hoiñ. Ne oa nemet eon er voutailh. An eon skañv a veze distaolet gant ar gorventenn. Tennit an eon diwar ar soubenn. An eon a oa o tont er-maez eus e werenn. & Trl. Ober eon : eonenniñ. 2. Glaour gwenn a zeu e korn diweuz un den fuloret pe taget gant ur barrad droug-uhel. An eon a oa etre e zent. 3. C'hwezenn wenn a zeu war korf loened zo goude bezañ strivet kalz. Ar c'hezeg a oa an eon warno. 4. Dre heveleb. Doare koumoul gwenn, uhel en oabl, toupennek pe neudennek o stumm. Eon zo en amzer. 5. Dre skeud. Korf n'en deus ket a zalc'h. Da leue zo re yaouank, re flak, n'eo ken eon tout. Ar bara-mañ zo evel eon. HS. kroz, spoum.

Exemples historiques : 
15
Masquer la liste des exemples

spoum, eon

1499
Référence : LVBCA p72, 188 (escume)

eon

1659
Référence : LDJM.1 pg ecume

eonenn

1659
Référence : LDJM.1 pg eonen

eonoù

1732
Référence : GReg pg écume

eon

1732
Référence : GReg pg écume

eon

1850
Référence : GON.II pg ioun

eon

1850
Référence : GON.II pg éon, éonen, ion (Ecume, mousse blanchâtre qui se forme sur une liqueur agitée).

eon

1850
Référence : GON.II pg éon ou éonen (Ecume, mousse blanchâtre qui se forme sur une liqueur agitée), ion, ioun, spoum

eonenn

1850
Référence : GON.II pg éon ou éonen (Ecume, mousse blanchâtre qui se forme sur une liqueur agitée).

Tennit an eon diwar ar soubenn.

1850
Référence : GON.II pg éon, eonen (Ôtez l'écume de la soupe).

eonenn

1850
Référence : GON.II pg éon, éonen (Ecume, mousse blanchâtre qui se forme sur une liqueur agitée).

eonenn

1909
Référence : BROU p. 235

eon

1909
Référence : BROU p. 235 (écume)

En amheol glas a oa en em ledet war ar mor, m’edo gantañ evel mantellet a gañv, e verzas Vindosêtlos, dirak staon e vag, dour ar ganol du da welout e-kreiz an tachadoù eon. An donded eo hel lakae da vezañ du.

1924
Référence : SKET.II p.43

bouilhennad eon

1931
Référence : VALL pg bouillonnement (d'écume)

Note d'étude

Lenn a reer e GON.II e vez distaget "ion" pe "ionen" gant lod, met ne vez ket gant piv ent-resis pe pelec'h.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux