Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

(db. ar bigi) Zo staget ouzh strad ar mor war-bouez un eor. Div vag eoret e-tal an aod.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Graet gant hon martoloded an dro d’ar bagoù bras ha d’ar gobiri eoriet er porzh, seder-meurbet an aotrou Beskont, sutellat a rae ur sonig gallek (ne ouie ket ar brezhoneg), ur son disket gantañ du-se en Bro-C’hall.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 46, p.1090 (Here 1924).

En enezennouigoù nes da veg al ledenez-se ez eus plegioù-mor hag oufoù gwaskedet-mat ma vez eoriet enno un engroez bigi ha listri (4).

1924
Référence : SKET.II p.69

Skoret, eoriet eo ar vag !

1925
Référence : BILZ2 p.110

Galvet e oan da vont gant an admiral Thierry war vourzh al lestr-reder Kleber eoriet neuze e porzh mor Toulon (1), hag a dlee e-pad daou vloaz diouzhtu kantreal a-dreuz hag a-hed ar mor Atlantek, « campagne des Antilles » evel ma veze graet diouzh ar veaj-se, gwellañ hini ’oa, hervez ma lavare Biz Kamm, ha gant-se kenderc’hel a rae va flanedenn da dreiñ war an tu mat.

1954
Référence : VAZA p.87

Evit gwir, bez' oa dija eno ur skouadrenn saoz a-bezh, eoriet kentoc'h egedomp-ni er porzh.

1954
Référence : VAZA p.94-95

Bremañ 'vat, diwar an deiz ma krogas merc’h Thompson da vale bro ganimp, bep sul ma vezemp eoriet en ur porzh bennak e teue un den santel, beleg pe vanac’h, war vourzh, ha kanañ a rae dimp an oferenn, goude ur sonadenn gant ar c’hornioù hag an taboulinoù, unan eus ar re velkoniusañ am eus biskoazh klevet.

1954
Référence : VAZA p.97-98

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux