Skoret, eoriet eo ar vag !
Galvet e oan da vont gant an admiral Thierry war vourzh al lestr-reder Kleber eoriet neuze e porzh mor Toulon (1), hag a dlee e-pad daou vloaz diouzhtu kantreal a-dreuz hag a-hed ar mor Atlantek, « campagne des Antilles » evel ma veze graet diouzh ar veaj-se, gwellañ hini ’oa, hervez ma lavare Biz Kamm, ha gant-se kenderc’hel a rae va flanedenn da dreiñ war an tu mat.
Bremañ 'vat, diwar an deiz ma krogas merc’h Thompson da vale bro ganimp, bep sul ma vezemp eoriet en ur porzh bennak e teue un den santel, beleg pe vanac’h, war vourzh, ha kanañ a rae dimp an oferenn, goude ur sonadenn gant ar c’hornioù hag an taboulinoù, unan eus ar re velkoniusañ am eus biskoazh klevet.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
eoriadur