Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Benveg dir, anezhañ ur varrenn gant ur c'hrog a bep tu a daoler en dour, dezhañ da chom dalc'h er strad, evit ur vag da chom a-sav. & Bezañ war (he) eor. Emañ ar vag war he eor. [1954] Bez’ e oa war eor el lenn-se regennadoù listri brezel eus pep korn ar bed, hag eveljust kement hini, bras ha bihan, a zouge war lein e wern banniel steredennet ar Stadoù Unanet. HS. ankr. & Sevel an eor : loc'hañ. [1954] An dro-mañ ’vat, e savas eor hol listri an deiz end-eeun m’edo ar strollad en gortoz da bakañ gopr hag arc’hopr. & Lakaat an eor : chom a-sav. & Teuler an eor (er mor). [1732] Teurel an eor. [1877] Taoler a raent o heor en-dro dezhi, evit chom en he c’hichen ; ar re vihanañ en em stage outi. [1909] Teuler an heor. [1924] Kae e-barzh, paotr, a c’hourc’hemennas Saig da Vilzig, met bez aketus da deuler dezhi he eor, e-lec’h ma hen kavi. [1954] Kentañ porzh e taoljomp eor ennañ a voe Las Palmas, en enezenn Grande Canarie, ur vro gaer ha tomm, arabat eo arguziñ [...]. & Pav un eor : barrenn dev zo bizied ouzh unan eus he fennoù, zo stag ar penn all anezhi ouzh ur chadenn. Riz un eor : doare krog zo e penn ar pav anezhañ. Daou viz un eor. Loa un eor : doare rozell zo e beg ar bizied anezhañ. 2. Tr. adv. EN EOR : er goudor.

Skouerioù istorel : 
52
Kuzhat roll ar skouerioù

eor

1659
Daveenn : LDJM.1 pg heor

bezañ war e heor

1732
Daveenn : GReg pg ancre

heor

1732
Daveenn : GReg pg ancre

heorioù

1732
Daveenn : GReg pg ancre

eor

1732
Daveenn : GReg pg ancre

eoroù

1732
Daveenn : GReg pg ancre

eor

1732
Daveenn : GReg pg ancre

ivoroù

1732
Daveenn : GReg pg ancre

sevel an eor

1732
Daveenn : GReg pg ancre

teurel an eor

1732
Daveenn : GReg pg ancrer

teurel an eor

1732
Daveenn : GReg pg ancrer

turul an eor

1732
Daveenn : GReg pg ancrer

eor

1732
Daveenn : GReg pg ancre

eoroù

1732
Daveenn : GReg pg ancre

sevel an eor

1732
Daveenn : GReg pg demarer (lever l'ancre pour partir d'un port)

hervrioù

1814
Daveenn : DBRez. pg. ancre

eor

1814
Daveenn : DBRez. pg. ancre

heor

1850
Daveenn : GON.II pg éôr, pg héôr ou éôr (ancre de navire), iôr, iour

eor

1850
Daveenn : GON.II pg éôr, pg héôr ou éôr (ancre de navire).

War e heor emañ al lestr-se.

1850
Daveenn : GON.II pg héôr, éôr (ce vaisseau est à l'encre).

eor

1850
Daveenn : GON.II pg héôr ou éôr (ancre de navire. en Vannes "iôr" ou "iour"), iôr (voyez "héôr").

eorioù

1850
Daveenn : GON.II pg héôr ou éôr (ancre de navire. Pl.)

eor

1850
Daveenn : GON.II pg iour (voyez "héôr"), pg héôr ou éôr (ancre de navire. en Vannes "iôr" ou "iour").

heorioù

1850
Daveenn : GON.II pg héôr ou éôr (ancre de navire. Pl.)

Kerkent an eor a voe savet, al lien a voe astennet war ar gwernioù, hag al lestrig bihan a droas penn war-zu Bro-Saoz ha kein da zouar Breizh-Izel.

1877
Daveenn : EKG.I. p.24

War-zu ar vag vras-se e teue bagoù eus a gement porzh-mor bihan a oa en aod. Taoler a raent o heor en-dro dezhi, evit chom en he c’hichen ; ar re vihanañ en em stage outi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.98

Pa vezo graet an traoù-se ganez penn-da-benn, e savi da eor, e laki da lien-gouel war da lestr hag ez i war-zu Bro-Saoz en ur dremen dre ganol ar Forn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.217

Pemp dervezh goude-se, ur merc’hervezh, etre dek hag unnek eur eus ar mintin, sklaer an amzer ha tomm an heol, ar viskinenn Maris-Stella, — steredenn ar mor, — kabiten Jaouen, a save he eorioù eus a borzh Brest, hag a yae, gant an avel-draoñ, er-maez eus ar rad, dre greiz al listri a vrezel, hep ma teuas hini da c’houlenn diganti da belec’h ez ae.

1877
Daveenn : EKG.I. p.217-218

teuler an heor

1909
Daveenn : BROU p. 251 (ancrer, il n'y a pas de mot simple)

heor

1909
Daveenn : BROU p. 251

Kerkent hag en em gavet, e taoljont an eor dirak un enezenn e-kreiz an aven ; dilestrañ enni kement a oa e-barzh ganto a rejont, enaouiñ tan ha stlejañ o listri war ar sec’h da sellout ouzh ar c’horf anezho ha d’ober un aozañ dezho diouzh ma vije ret.

1923
Daveenn : SKET p.98

An deiz-se, Bilzig hag e vreur o devoa bet e aotre digant Saig Jelvest da vont en e vag : — Kae e-barzh, paotr, a c’hourc’hemennas Saig da Vilzig, met bez aketus da deuler dezhi he eor, e-lec’h ma hen kavi.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1089 (Here 1924)

Tomm eo bet d’hon c’holieroù… Met lanv ’zo, lanv kreñv. Bremaik ar vag a vo war flod… Dirap an eor, paotr…

1925
Daveenn : BILZ2 p.113

jouel eor

1931
Daveenn : VALL pg (jas de l')ancre

teurel an eor

1931
Daveenn : VALL pg (jeter l')ancre

sevel an eor

1931
Daveenn : VALL pg (lever l')ancre

pezhioù an eor

1931
Daveenn : VALL pg bossoir

glebiañ an eor

1931
Daveenn : VALL pg (jeter l')ancre

gwalenn eor

1931
Daveenn : VALL pg (verge) ancre

krog eor

1931
Daveenn : VALL pg (croc) ancre

koadaj an eor

1931
Daveenn : VALL pg bossoir

bezañ war e eor

1931
Daveenn : VALL pg (être à l')ancre

bezañ war eor

1931
Daveenn : VALL pg (être à l')ancre

diskenn an eor

1931
Daveenn : VALL pg (jeter l')ancre

eor

1931
Daveenn : VALL pg ancre

eorioù

1931
Daveenn : VALL pg ancre

leuskel an eor

1931
Daveenn : VALL pg (jeter l')ancre

An dro-mañ ’vat, e savas eor hol listri an deiz end-eeun m’edo ar strollad en gortoz da bakañ gopr hag arc’hobr [sic, arc’hopr].

1954
Daveenn : VAZA p.109

Kentañ porzh e taoljomp eor ennañ a voe Las Palmas, en enezenn Grande Canarie, ur vro gaer ha tomm, arabat eo arguziñ, met ur gredenn am boa e weljemp eno seraned ken stank hag ar filiped pe an Alanigoù kof-ruz e liorzh Soaz Sapeur, hogen n’eus tanfoeltr evn melen ebet e Las Palmas, nemet ha hiniennoù a vefe du-mañ ha du-hont en ur gaoued e ti tud ar c’hiz kozh eveldon.

1954
Daveenn : VAZA p.89

Met daou zeiz goude hor sav eor, ha ni dija pell a-walc’h diouzh an enezenn, setu ma kouezhas gwall glañv ur soner, skoet gant kleñved lostennig ar vouzellenn dall.

1954
Daveenn : VAZA p.89

Bez’ e oa war eor el lenn-se regennadoù listri-brezel eus pep korn ar bed, hag evel-just kement hini, bras ha bihan, a zouge war lein e wern banniel steredennet ar Stadoù-Unanet.

1954
Daveenn : VAZA p.102

Un tammig a-raok an noz e weler bouchadoù gwez o tiboukañ war an tu dehou : Kap Lopez, ha, war-dro c'hwec'h pe seizh lestr war eor, en o zouez pesketaerien grankaled eus Norvegia, aes da anaout en abeg d'ar c'hlud a zo e penn ar wern, evit ober ged ha klask ar ramzed a c'hell bezañ o neuiñ war ar mor bras.

1985
Daveenn : DGBD p23

Etimologiezh

Amprest digant ar galleg kozh "ancor" deveret diouzh al latin "anchora". Stumm da dostaat d'ar c'hembraeg "angor" ha d'ar saozneg "anchor".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial