I. H.g.
S.o. arboell, armerzh, espern.
II. G.
1. Obererezh erbediñ ub. pe udb. ouzh ub. all.
En hoc'h erbed eo em eus bet kement-se : dre ho krad. Mont da gaout ub. en erbed ub. all : gant harp, gant skoazell ub. all. Setu ar pezh hon eus bet dre erbed an den-se.
2. (en e furm lies prl.)
Alioù fur roet da ub. evit e vad.
Selaouit mat e erbedoù. Setu an erbedoù a ran ouzhoc'h. Ober diouzh erbedoù ub.
DHS. atiz.
3. (er relijion gristen)
Hanterouriezh ar C'hrist, ar Werc'hez, pe ar sent ouzh Doue.
4. Gwir (en e furm lies prl.)
Divizoù ur skrid graet e ti un noter.
Erbedoù un testamant, un donezon.