Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. S.o. arboell, armerzh, espern. II. G. 1. Obererezh erbediñ ub. pe udb. ouzh ub. all. En hoc'h erbed eo em eus bet kement-se : dre ho krad. Mont da gaout ub. en erbed ub. all : gant harp, gant skoazell ub. all. Setu ar pezh hon eus bet dre erbed an den-se. 2. (en e furm lies prl.) Alioù fur roet da ub. evit e vad. Selaouit mat e erbedoù. Setu an erbedoù a ran ouzhoc'h. Ober diouzh erbedoù ub. DHS. atiz. 3. (er relijion gristen) Hanterouriezh ar C'hrist, ar Werc'hez, pe ar sent ouzh Doue. 4. Gwir (en e furm lies prl.) Divizoù ur skrid graet e ti un noter. Erbedoù un testamant, un donezon.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

erbed

1732
Daveenn : GReg pg exhortation (l'action d'exhorter)

erbed

1850
Daveenn : GON.II pg erbéd, erbéder, erbédi, erbidi

erbedoù

1850
Daveenn : GON.II pg erbéd

en hoc'h erbed eo em eus bet kement-se

1850
Daveenn : GON.II pg erbéd

selaouit e erbedoù

1850
Daveenn : GON.II pg erbéd

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial