I.
V.k.e.
A.
Na zispign e holl arc'hant, e holl zanvez.
Erbediñ e vara.
&
Ent strizh
Lakaat arc'hant a-gostez.
Erbediñ e wenneien.
ES. dispign, foeltrañ, foranañ.
B.
1. Kaout damant da udb.
Erbediñ e zilhad.
[1924] [D]’ar Sul, evit erbediñ o dilhad, ha miret d’o labezañ, ec’h aent war an hent bras, en traoñ gra Pennenez, da c’hoari bleiz.
&
Trl. skeud., dre fent
Kerzhet war e benn evit erbediñ e dreid.
2. (db. an dud)
Kaout damant da ub., lezel e vuhez gant ub.
N'o deus erbedet nag ar gozhidi nag ar vugale.
HS. espern.
3. (db. an dud)
Kaout damant da ub., mont dre gaer ouzh ub.
&
Krl.
N'eo ket ar re a vez erbedet a ya da gozh.
4. (db. an dud)
Erbediñ e gorf : damantiñ dezhañ.
Honnezh a erbedo he c'horf !
HS. arboellañ, armerzhañ, espern.
C.
1. Kemer preder gant ub. dre reiñ alioù fur dezhañ.
Erbediñ a rin kement-se dezhañ. Erbediñ da ub. ober udb.
HS. aliañ, gourc'hemenn.
2. Erbediñ un den ouzh ub. : ober evit mad an den-se e-keñver ub. all.
Erbediñ a ran an den-se ouzhoc'h.
3. Fiziout.
N'eo ket deuet ma mab ganin, e erbedet am eus d'e vamm-gozh.
D. RELIJ.
1. Fiziout.
Erbediñ e ene da Zoue.
[1877] En ur vont a-biou chapel Lokrist an Izelved, an Aotrou Inizan hag an Aotrou de Bonnemetz en em daolas d’an daoulin evit en em [e]rbediñ ouc’h an Aotrou Krist benniget
2. Trl.
Erbediñ ub. (ouzh) : kemenn ub. da bedennoù ar feizidi.
Erbediñ a reomp ouzhoc'h an hini zo nevez-varv. Erbedet eo bet (ouzhimp) er gador.
3. Trl.
Erbediñ ub. dirak Doue : bezañ hanterour ub. e-keñver Doue dre ar bedenn a-benn kaout ur gras bnk. evit an den-se.
E.
1. Aspediñ.
Me az erbed, klev ma c'homzoù ! Erbediñ sant Yann evit ub.
2. Goulenn e harp digant ub. (evit mad ub.).
Erbediñ ur c'hannad evit e vab.
II.
V. em.
1. EN EM ERBEDIÑ OUZH, DA UB. : fiziout en ub.
En em erbediñ a ran ouzhoc'h, deoc'h.
[1878] A-raok treuziñ an hent bras, kae war bennoù da zaoulin, sav da galon war-zu Doue, en em erbed ouc’h [ouzh] an Itron-Varia, ha ma kavez brav da dro, bale a-raok.
&
En em erbediñ ouzh Doue, ur sant, h.a. : fiziout en e drugarez.
2. Dre skeud.
N'ober ket a strivoù korf re start, re denn.
Hennezh en em erbed 'vat !
3. En em erbediñ evit e vuhez : goulenn na vezañ lazhet.
Ruilh a raent diwar o gwele, mes ne vezent ket lazhet holl en ur gouezhañ : krial, en em erbediñ a raent... Mes ne selaoued ket o c’hlemmoù !...
Ruill a reant divar ho guele, mez ne vezent ket lazet oll en eur goueza : krial, en em erbedi a reant... Mez ne zelaouet ket ho c’hlemmou !....
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.39
En ur vont a-biou chapel Lokrist an Izelved, an Aotrou Inizan hag an Aotrou de Bonnemetz [] en em daolas d’an daoulin evit en em arbediñ [sic, erbediñ] ouc’h an Aotrou Krist benniget ; n’oant ket evit dizoleiñ o fenn, rak staget e oa dezho o daouarn a-dre o c’hein.
En eur vont abiou chapel Lochrist-an-Izelvet, an Aoutrou Inisan hag an Aoutrou de Bonnemetz a en em daolaz d’an daoulin evit en em arbedi ouc’h an Aoutrou Christ benniget ; n’oant ket evit dezelei ho fenn, rak staget oa d’ezho ho daouarn adre ho c’hein.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.253-254
Ar beleg : "Omnes sancti et sanctae Dei", Sent ha sentezed an Aotrou Doue, Ar bobl : "Intercedite pro nobis !" Erbedit holl Doue evidomp ! Ar beleg : "Propitius esto !" Bezit, Aotrou Doue, trugarezus en hor c’heñver !
Ar belek : "Omnes sancti et sanctae Dei", Sent ha sentezed an Aoutrou Doue, Ar bobl : "Intercedite pro nobis !" Erbedit-oll Doue evidomp ! Ar belek : "Propitius esto !" Bezet, Aoutrou Doue, trugarezuz en hor c’hever !
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.165
An den kozh en doa esaet meur a wech lakat ar manac’h da achuiñ e gont, mes e vab her pede hag hen erbede kement, ma ranke lezer ar manac’h da vont atav.
An den koz en doa eseat meur a veach lakat ar manac’h da achui he gount, mez he vab her pede hag hen erbede kement, ma ranke lezer ar manac’h da vont atao.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.57
A-raok treuziñ an hent bras, kae war bennoù da zaoulin, sav da galon war-zu Doue, en em erbed ouc’h [ouzh] an Itron-Varia, ha ma kavez brav da dro, bale a-raok.
Araok treuzi an hent braz, kea var bennou da zaoulin, sao da galoun varzu Doue, en em erbed ouc’h an Itroun-Varia, ha ma kavez brao da dro, bale araok.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.115
War ar pemdez, a-bell-amzer, a-viskoazh moarvat, ar baotred a c’hoarie kornigell ; d’ar Sul, evit erbediñ o dilhad, ha miret d’o labezañ, ec’h aent war an hent bras, en traoñ gra Pennenez, da c’hoari bleiz.
War ar pemde, a bell amzer, a-viskoaz marvad, ar bôtred a c’hoarie kornigell ; d’ar zul, evit elbedi o dilhad, ha miret d’o labea, ec’h ênt war an hent bras, en traon gra Pennenez, da c’hoari blei.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 45, p.1067 (Gwengolo 1924)
Ar brud a oa en em skignet penaos an aotrou marc’heg, fritet gantañ e drantell e Roazhon pe e Pariz, en devoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penaos ar marc’heg, erru un tamm en oad, tremenet gantañ e hanter-kant vloaz, a oa deuet da Gervarker da ziskuizhañ, evit disternañ, evit erbediñ an nebeud peadra a oa manet gantañ war-lerc’h ar c’hartoù hag ar merc’hed.
Ar brud a oa en em skignet penôs an ôtrou marc’heg, fritet gantan e drantell e Roazon pe e Pariz, an nevoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penôs ar marc’heg, erru eun tamm en oad, tremenet gantan e hanter-kant vlâ, a oa deut da Gervarker da ziskuiza, evit disterna, evit elbedi an nebeud peadra a oa manet gantan war-lerc’h ar c’hartou hag ar merc’hed.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.152
erbediñ ur goulenn
erbedi eur goulenn
1931
Daveenn :
VALL
pg apostiller (une demande)
erbedi
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p XXXIII
Met d'am lazhañ pa 'z oc'h mennet, / Ne dalvez ken ouzhoc'h breutaat, / Met 'n em erbediñ ouzh Hon Tad / Ma vin, diouzh Satan, difennet.
Met d'am laza pa 'z oc'h mennet, / Ne dalvez ken ouzoc'h breutaat, / Met 'n em erbedi ouz Hon Tad / Ma vin, diouz Satan, difennet.
1960
Daveenn :
PETO
p76
Pa 'z eomp al lec'h-mañ da guitaat, En em erbedomp ouz[h] Hon Tad Ma roio deomp gras E warez Da gaout digantañ trugarez.