Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. Na zispign e holl arc'hant, e holl zanvez. Erbediñ e vara. & Ent strizh Lakaat arc'hant a-gostez. Erbediñ e wenneien. ES. dispign, foeltrañ, foranañ. B. 1. Kaout damant da udb. Erbediñ e zilhad. [1924] [D]’ar Sul, evit erbediñ o dilhad, ha miret d’o labezañ, ec’h aent war an hent bras, en traoñ gra Pennenez, da c’hoari bleiz. & Trl. skeud., dre fent Kerzhet war e benn evit erbediñ e dreid. 2. (db. an dud) Kaout damant da ub., lezel e vuhez gant ub. N'o deus erbedet nag ar gozhidi nag ar vugale. HS. espern. 3. (db. an dud) Kaout damant da ub., mont dre gaer ouzh ub. & Krl. N'eo ket ar re a vez erbedet a ya da gozh. 4. (db. an dud) Erbediñ e gorf : damantiñ dezhañ. Honnezh a erbedo he c'horf ! HS. arboellañ, armerzhañ, espern. C. 1. Kemer preder gant ub. dre reiñ alioù fur dezhañ. Erbediñ a rin kement-se dezhañ. Erbediñ da ub. ober udb. HS. aliañ, gourc'hemenn. 2. Erbediñ un den ouzh ub. : ober evit mad an den-se e-keñver ub. all. Erbediñ a ran an den-se ouzhoc'h. 3. Fiziout. N'eo ket deuet ma mab ganin, e erbedet am eus d'e vamm-gozh. D. RELIJ. 1. Fiziout. Erbediñ e ene da Zoue. [1877] En ur vont a-biou chapel Lokrist an Izelved, an Aotrou Inizan hag an Aotrou de Bonnemetz en em daolas d’an daoulin evit en em [e]rbediñ ouc’h an Aotrou Krist benniget 2. Trl. Erbediñ ub. (ouzh) : kemenn ub. da bedennoù ar feizidi. Erbediñ a reomp ouzhoc'h an hini zo nevez-varv. Erbedet eo bet (ouzhimp) er gador. 3. Trl. Erbediñ ub. dirak Doue : bezañ hanterour ub. e-keñver Doue dre ar bedenn a-benn kaout ur gras bnk. evit an den-se. E. 1. Aspediñ. Me az erbed, klev ma c'homzoù ! Erbediñ sant Yann evit ub. 2. Goulenn e harp digant ub. (evit mad ub.). Erbediñ ur c'hannad evit e vab. II. V. em. 1. EN EM ERBEDIÑ OUZH, DA UB. : fiziout en ub. En em erbediñ a ran ouzhoc'h, deoc'h. [1878] A-raok treuziñ an hent bras, kae war bennoù da zaoulin, sav da galon war-zu Doue, en em erbed ouc’h [ouzh] an Itron-Varia, ha ma kavez brav da dro, bale a-raok. & En em erbediñ ouzh Doue, ur sant, h.a. : fiziout en e drugarez. 2. Dre skeud. N'ober ket a strivoù korf re start, re denn. Hennezh en em erbed 'vat ! 3. En em erbediñ evit e vuhez : goulenn na vezañ lazhet.

Exemples historiques : 
24
Masquer la liste des exemples

en em erbediñ ouzh

1659
Référence : LDJM.1 pg (se) recommander

hon erbedet en deveus da vevañ ervat, mar felle deomp mervel ervat

1732
Référence : GReg pg (il nous a) exhorté (à bien vivre, pour bien mourir)

erbediñ

1732
Référence : GReg pg adresser, exhorter

erbediñ start

1732
Référence : GReg pg encharger (recommander fortement)

erbedet

1732
Référence : GReg pg adresser, exhorter

me a erbedo kement-se dezhañ

1850
Référence : GON.II pg erbédi, erbidi

hon erbedet en deus da vevañ ervat

1850
Référence : GON.II pg erbédi, erbidi

en em erbediñ

1850
Référence : GON.II pg erbédi, erbidi

en em erbediñ a ran deoc'h

1850
Référence : GON.II pg erbédi, erbidi

erbediñ

1850
Référence : GON.II pg erbédi, erbidi

erbidiñ

1850
Référence : GON.II pg erbédi, erbidi

erbedet

1850
Référence : GON.II pg erbédi, erbidi

erbedet

1850
Référence : GON.II pg erbédi, erbidi

Ruilh a raent diwar o gwele, mes ne vezent ket lazhet holl en ur gouezhañ : krial, en em erbediñ a raent... Mes ne selaoued ket o c’hlemmoù !...

1877
Référence : EKG.I. p.39

En ur vont a-biou chapel Lokrist an Izelved, an Aotrou Inizan hag an Aotrou de Bonnemetz [] en em daolas d’an daoulin evit en em arbediñ [sic, erbediñ] ouc’h an Aotrou Krist benniget ; n’oant ket evit dizoleiñ o fenn, rak staget e oa dezho o daouarn a-dre o c’hein.

1877
Référence : EKG.I. p.253-254

Ar beleg : "Omnes sancti et sanctae Dei", Sent ha sentezed an Aotrou Doue, Ar bobl : "Intercedite pro nobis !" Erbedit holl Doue evidomp ! Ar beleg : "Propitius esto !" Bezit, Aotrou Doue, trugarezus en hor c’heñver !

1877
Référence : EKG.I. p.165

An den kozh en doa esaet meur a wech lakat ar manac’h da achuiñ e gont, mes e vab her pede hag hen erbede kement, ma ranke lezer ar manac’h da vont atav.

1877
Référence : EKG.I. p.57

A-raok treuziñ an hent bras, kae war bennoù da zaoulin, sav da galon war-zu Doue, en em erbed ouc’h [ouzh] an Itron-Varia, ha ma kavez brav da dro, bale a-raok.

1878
Référence : EKG.II p.115

War ar pemdez, a-bell-amzer, a-viskoazh moarvat, ar baotred a c’hoarie kornigell ; d’ar Sul, evit erbediñ o dilhad, ha miret d’o labezañ, ec’h aent war an hent bras, en traoñ gra Pennenez, da c’hoari bleiz.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 45, p.1067 (Gwengolo 1924)

Ar brud a oa en em skignet penaos an aotrou marc’heg, fritet gantañ e drantell e Roazhon pe e Pariz, en devoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penaos ar marc’heg, erru un tamm en oad, tremenet gantañ e hanter-kant vloaz, a oa deuet da Gervarker da ziskuizhañ, evit disternañ, evit erbediñ an nebeud peadra a oa manet gantañ war-lerc’h ar c’hartoù hag ar merc’hed.

1925
Référence : BILZ2 p.152

erbediñ ur goulenn

1931
Référence : VALL pg apostiller (une demande)

erbedi

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXIII

Met d'am lazhañ pa 'z oc'h mennet, / Ne dalvez ken ouzhoc'h breutaat, / Met 'n em erbediñ ouzh Hon Tad / Ma vin, diouzh Satan, difennet.

1960
Référence : PETO p76

Pa 'z eomp al lec'h-mañ da guitaat, En em erbedomp ouz[h] Hon Tad Ma roio deomp gras E warez Da gaout digantañ trugarez.

1960
Référence : PETO p26

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux