Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

v.k.e. 1. Lezel udb. gant ub. ha degemer digantañ udb. all en e lec'h. Eskemmañ udb. ouzh, evit udb. all gant ub. Ar bilhaouerien a eskemme listri evit pilhoù. Eskemmañ marc'hadourezh ouzh arc'hant. & Eskemmañ lizheroù gant ub. : kas lizheroù dezhañ ha degemer lizheroù digantañ. & Trl., dre ast. Eskemm ur ger pe zaou gant ub. : komz un nebeudig gantañ. 2. Ent strizh Reiñ ur sammad arc'hant en ur moneiz ha kaout en e lec'h ur sammad kevatal pe dost en ur moneiz all. Eskemmañ arc'hant gall ouzh arc'hant saoz.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

eskemmañ

1850
Référence : GON.II pg eskemma

eskemment

1850
Référence : GON.II pg eskemma

eskemmet em eus va marc'h gantañ

1850
Référence : GON.II pg eskemma

Kristiania a zalc'has mat d'he bugel ha Breizh-Izel d'he hini... Koulskoude, un toullad lizheroù a voe eskemmet hag an ankoua a c'holoas ma c'hentañ karantez.

1944
Référence : EURW.1 p44

Evel kelien e vez amañ ur bern tud ouzh hoc'h heuliañ : da lakaat ho potoù da luiañ, d'ho pleniañ, da glask gwerzhañ deoc'h skeudennoù kaer, nemet ha kartennoù-post hudur e ve, da ginnig deoc'h eskemm hoc'h arc'hant : ar Yuzevien vihan, dreist-holl, a zo taer war ar vicher-mañ.

1985
Référence : DGBD p13

Adkavet he doa he sederidigezh, hag a-boan ma oa tremenet ur miz e oa bet eskemmet al lojeiz modern, kempennet mistr, ouzh unan eeunoc'h, ha kroget e oa bet gant ar c'hentelioù.

2012
Référence : ADULT p. 221

Eskemm postelioù ha niverennoù pellgomz a espern un amzer brizius, kentoc'h evit en em welet pe eskemm lizheroù.

2015
Référence : DISENT p87

Neuze en em garjont, hep na vefe bet eskemmet grik etrezo, war-bouez ya pe nann a-wechoù, a vouezh izel evel ma vefer oc'h ober ur jestrig gant an dorn, netra all.

2023
Référence : DREAM p. 98

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux