Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. A. 1. Hollad ar pezh, ar perzhioù a ra da veur a zen, da veur a dra bezañ disheñvel an eil diouzh egile. Kalz a gemm zo etrezo. Ar frioù a vez alies kalz a gemm etre o ment. Kemm bras zo etre ho pugale. & Trl. Lakaat ub., udb. e kemm gant, ouzh ub., udb. all : e geñveriañ outañ. Lakaat an den e kemm gant al loened. holl vadoù an douar n'oufent bezañ lakaet e kemm ouzh ar plac'h-se : talvezout a ra muioc'h egeto-holl. [1923] Likit e kemm an iwerzhoneg guth « mouezh »[...] hag ar goteg guth « Doue », & Lakaat ub., udb. kemm-ouzh-kemm ouzh ub., udb. all : e geñveriañ ouzh ub., udb. all. Ne c'hall bezañ lakaet kemm-ouzh-kemm gant netra war an douar. & Tr. ar. E kemm gant : a-geñver gant, dellezek eus. Roet e voe da vab ar roue un deskadurezh e kemm gant ar garg a oa ouzh e c'hortoz. 2. Trl. Lakaat kemm etre daou zen, daou dra : bezañ gouest d'o anavezout an eil diouzh egile, sellet ouzh an eil evel disheñvel diouzh egile. Ne laka ket a gemm etre ar vicherourien hag ar renerien : heñvel e ra ouzh an daou rummad. DHS. digejañ. B. Hollad ar pezh a ra da stad ub., udb. bezañ disheñvel diouzh e stad kent, pezh a c'hoarvez gant ub., udb. a ya disheñvel diouzh ar pezh e oa. Ar vamm-gozh a lavar ez eus kemm en amzer, en dud, hag er gizioù. Lakaat kemm e stad udb. Ha neuze e tegouezhas kemm en o spered. Dizale e vo gwelet kemm enno. HS. cheñchamant. II. G. A. 1. Perzh a laka daou zen, daou dra da vezañ disheñvel. Deus hag e weli pe gemm zo etre an daou di. Nag ur c'hemm etre div lodenn ar vro-se. & Trl. Na lakaat kemm ebet etre daou zen, daou dra : na vezañ gouest da welet, da veizañ ez int disheñvel. An dallez ne lakae kemm ebet etre an deiz hag an noz. HS. diforc'h. 2. Pezh a laka stad ub., udb. da vezañ disheñvel diouzh e stad kent. An dispac'h a zegas kemmoù padus. An amzer a chom heñvel a-hed ar bloaz, hep kemm ebet. Pebezh kemm etre gwechall ha hiziv ! 3. (db. ar sammadoù arc'hant) Diforc'h etre ar pezh zo paeet hag ar pezh zo dleet. [1925] — N’em eus ket a voneiz, aotrou ; en distro e paefet ac’hanon. — En distro ?… Dalc’h ar c’hemm evidout hag evit da c’hoar. 4. Eskemm. Petra a root-c'hwi e kemm ? & Trl. Reiñ kemm-ouzh-kemm : eskemmañ. B. Obererezh keñveriañ, keñver. N'eus kemm ebet etre ar pont-mañ ha pont Londrez, ha zo kalz, kalz brasoc'h. & Trl. Na gaout na kemm na ment : bezañ bras-divent. E garantez evit e nesañ n'he doa na kemm na ment. & Na vezañ kemm ebet etre daou zen, daou dra : bezañ disheñvel bras. C. Obererezh kemmañ (I).

Exemples historiques : 
39
Masquer la liste des exemples

kemm

1732
Référence : GReg pg disproportion, distinction (difference)

disparaj, kemm, difarañs, a zo etre an dud a Iliz hag an dud lik

1732
Référence : GReg pg (il y a de la) distinction (entre les Ecclesiastiques & les Laïcs)

ur c'hemm bras a zo etreze

1732
Référence : GReg pg (ils sont très) disproportionnés

kemm

1732
Référence : GReg pg difference (disproportion, distinction), disproportion

kemm

1732
Référence : GReg pg difference (disproportion, distinction), disproportion

kalz kemm, kalz a gemm a zo entreze, e leal

1732
Référence : GReg pg (il y a bien de la) différence (entr'eux)

lakaat disparaj, kemm, difarañs

1732
Référence : GReg pg differencier (mettre, causer de la différence)

N'eus ket a gemm etrezo.

1850
Référence : GON.II pg kemm (Il n'y a pas de comparaison entre eux).

reiñ kemm

1850
Référence : GON.II pg kemm (Rendre la pareille).

kemm

1850
Référence : GON.II pg kemm (Change, troc d'une chose contre une autre. Echange. Permutation. Choix).

kemmoù

1850
Référence : GON.II pg kemm (Change, troc d'une chose contre une autre. Echange. Permutation. Choix. Pl.)

Petra a root-hu din e kemm ?

1850
Référence : GON.II pg kemm (Que me donnerez-vous en échange ?)

Greomp ur c'hemm.

1850
Référence : GON.II pg kemm (Faisons un troc, un échange).

Kalz a gemm a zo.

1850
Référence : GON.II pg kemm (Il y a une grande différence).

Ar gavriged a c'houlennas / Kaout barv hir, 'vel ar bouc'hed ; / Hag o goulenn d'ar re-se bet, / Ar re-mañ oc'h [ouzh] Doue a glemmas, / O lavaret : — « N'eus mui a gemm / 'Tre ar re vat hag ar re fall. »

1867
Référence : MGK p130-131

« Eno, ouc'hpenn pinvidigezh, / Ez pezo traoù, traoù mat bemdez ; / Deus 'ta ganen hag e weli / Pe gemm zo etre hon daou di. »

1867
Référence : MGK p127

Pebezh kemm etre Loull ar Bouc’h o kas, gant e archerien, beleien gozh ha tud vat d’ar prizon, ha Loull ar Bouc’h diarc’hen, diskabell, en e roched, leun-wad, a-zindan pont Rozanklañ !

1877
Référence : EKG.I. p.129

Ar c’hemm a zo etrezo, marteze, eo m’en deus Doue digaset ar marv d’ar Briñsez ha lezet an div blac’h e buhez.

1878
Référence : EKG.II p.75

"kemm" g. [...] ; "lakaat e — gant"

1923
Référence : SKET p.161, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Comparer [à]".

"lakaat e keñver gant" [...] (ivez "lakaat e kemm gant", "lakaat e skoaz gant")

1923
Référence : SKET p.163, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Comparer à".

Likit e kemm an iwerzhoneg guth « mouezh » (= *gutus), guide « pedenn » (= *godia), hag ar goteg guth « Doue », furm nepreizh o terc’hel lec’h un henarieg *ghuton.

1923
Référence : SKET p.27

Lakaat e kemm taol-kaer Tuirbe Tragmar (Whitley Stokes, the Edinburgh Dinshenchas, London, 1893 hag an hini a zo lakaet war an den-meur indezat Paraçurama (ibid., p. 71).

1923
Référence : SKET p.43

Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoazh oc’h ergerzhout a-vagadoù hentoù ha gwenodennoù, oc’h en em silañ betek er c’hêriadennoù pellañ, o weladenniñ ar mereurioù distroañ, en ur hadañ e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezoù micher diwar zorn estren, an dizurzh hag an dizunvan, o vreinañ kalon ar yaouankizoù dre o c’homzoù hag o skouerioù, o hoalañ ar renerien hag an henaourien d’ar gwallc’hoantegezhioù, d’ar grezni ha d’an uhelegezh, oc’h atizañ mereurioù an holl da c’hoantaat ez direizh kemm ha nevezinti.

1923
Référence : SKET p.66

Un deiz, erfin, e mare an unanvet beleg-meur ha pevar-ugent war-lerc’h an hini en doa savet ar profadoù d’an teir « Kassiteras », e tigouezhas kemm en o stad.

1923
Référence : SKET p.115

"keferata" [...] (ivez "lakaat e kemm", "keñveriañ", "keñverata").

1923
Référence : SKET p.161, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Comparer ".

"kemm" g.

1923
Référence : SKET p.161, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Changement, différence".

— N’em eus ket a voneiz, aotrou ; en distro e paefet ac’hanon. — En distro ?… Dalc’h ar c’hemm evidout hag evit da c’hoar. — Trugarez, aotrou !

1925
Référence : BILZ2 p.126

lakaat e kemm

1931
Référence : VALL pg balance

Ar c'hemm etrezo hag ar fiordoù a ziskouez splann adarre ezvezañs ar fiordoù gwirion war an aodoù plat bet goloet gant ar skornegoù.

1943
Référence : TNKN p45

Ar pennad-mañ a ziskouezo sklaeroc'h c'hoazh peseurt kemm a zo etre ur Gall savet war skouer Pariz evel ma'z int holl, hag un den bennak evel un Alzasiad, n'eo ket bet distummet, na gwiet e skiant gant orezonoù jakobin.

1944
Référence : EURW.1 p53

Goude un nozvezh a ziskuizh e tiskouezas Poulpiked dimp un nebeud mereurioù en amezegiezh : kalz a gemm a gavis etre ar beizanted amañ ha re ma bro.

1944
Référence : EURW.1 p75

En desped d’ar c’hemm oad, mignoned en em gavjomp.

1944
Référence : EURW.1 p.202

Ur c'hemm bras a oa etre ar golaj-mañ ha hini Gwengamp.

1944
Référence : EURW.1 p47

Touer reuzeudik, kenavo Er Bed Dianav 'lec'h ma vo Lakaet ar c'hemm 'tre Mad ha Fall, Etre lagadeg ha den dall, 'Tre ' re a suj, poellek ha fur, Ha ' re a zisent diouz[h] ar stur.

1960
Référence : PETO p22

Souezhus ar c'hemm a c'hell c'hoarvezout adarre gant ar mor ur wech ma vezer aet e-biou d'ar beg-douar-se : e pleg-mor Biskaya hor boa bet tro da welout houlennoù ledan o vont war o gorregezh en ur c'hoari gant al lestr, etre beg Finisterre hag hini Sant Visant mor brizhc'hlas drailhet evel ma c'heller kaout en-dro da Vreizh.

1985
Référence : DGBD p12

Da Sul zoken, evit d'he hoal marzhusañ bezañ kuzhet, ha dezhi da venel nebeut darempredet, e skede ar straed, e kemm gant an ardroioù teñval, dres evel un tantad e-kreiz ur c'hoad.

2012
Référence : DJHMH p11

Met trawalc'h sellout uheloc'h, ouzh ar gwaregoù mouleüret fonnus a gemer o azez war ar peulioù "gall"-se, evit merzout ur c'hemm raktres.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 11

Frammet heñvel eo al liveadur, mentet heñvel an nev nevez ouzh ar chantele koshoc'hik ken e c'hall sell an arvester redek distroñs eus an eil penn d'egile. Padal, pa zeu boas al lagad e tap krog e meur a vunudenn gemm.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

Ma vez goulennet ouzhpenn-se gant an arvesterien kemer perzh, evit degas kemmoù d'ar sketch a zo bet c'hoariet -goulenn gant diskoulmañ ar gudenn evit ober an enebourien kilañ, da skouer-, e teu da vezañ "c'hoariva forom".

2015
Référence : DISENT p55

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux