Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (db. ar broioù) N'eo ket bro ub. zo anv anezhañ. Ar broioù estren. 2. (db. an dud, an traoù) Eus ur vro all estreget hini an den zo anv anezhañ. Un den estren, marc'hadourezhioù estren. 3. Dre ast. N'eo ket anavezet. Ne razailh ket ar c'hi evel boaz pa vez unan estren o klask dont tre. 4. Dre ast. Distag-krenn diouzh (udb.). Kaout soñjoù estren d'ar furnez.

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

tud estren, an estren

1732
Référence : GReg pg étranger (qui est d'un autre lieu)

tud estren

1732
Référence : GReg pg forain (Forain, étranger, p.)

estren

1732
Référence : GReg pg étranger (parlant des choses qui viennent d'ailleurs), étranger (qui est d'un autre lieu)

traoù, marc'hadourezh estren

1732
Référence : GReg pg étranger (parlant des choses qui viennent d'ailleurs)

Laezh ar vamm zo graet d'he bugel, / Laezh estren bezañ koulz ne c'hell.

1867
Référence : MGK p137

Evel-se eo ez a da goll / Ar garantez dre ar bed-holl, / Ha, gant karantez ar galon, / E kouezh pep vad en ur mor don / Ne zislonko, gant an amzer, / Nemet pense dioc'h ar reier, / Nemet kleñved divronn estren, / Nemet alies danvez gwall den, / Danvez grweg fall, danvez muntrer / Digant magerez deut d'ar gêr.

1867
Référence : MGK p135

Setu amañ, Jañ-Mari, daou zen estren, doareet-mat, hag o deus c’hoant da gaout lojeiz diganeoc’h evit un nozvezh.

1877
Référence : EKG.I. p.70

Trec’hiñ a reont da fillidigezhioù ar c’horf ha da re an ene, d’ar skuizhder, d’an naon ha d’ar sec’hed, d’an digalon, d’an droug, d’an aon, da hoaladurioù ar skiantoù hag ar spered, d’an touellerezh-Estren.

1923
Référence : SKET p.80

Hanter-leuniañ ne rejont ken ; a-walc’h dezho e voe avat ! ha Derkeia, he doa nac’het evañ, a welas o treiñ kerkent doare he div c’hoar. Mantrusat, glac’harusat dezhi ! div verc’h e voe hag int estren dezhi ha dianav a welas o tihuniñ hag o prezeg dirazi.

1923
Référence : SKET p.103

Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).

1923
Référence : SKET p.49 (p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 49, [...] lin. 4 kent an dibenn, e lec’h « kement o deus » lenn « kement o devez ». )

Troc’hañ a reas ar paotr war an dezrevellad-se : « Amzer n’am eus ket, emezañ, da selaou ar sorc’hennoù diwanet e penn kantreerien estren ha sklaved. »

1924
Référence : SKET.II p.45

E 1876 en deus Barrois goulakaet, evit diskoulmañ kudenn ar c'herreg estren a gaver war aodoù Breizh, e vefe bet degaset ar c'herreg-se war skornennoù war-neuñv, da vare skornegoù meur ar Pevarhoalad.

1943
Référence : TNKN p33

Doaniet on, person, ha gwall drist Hag e soñjan en Aotrou Krist Dianzavet gant Simon Pêr, P'ho kwelan-me dare emberr da likaouiñ ar gozh flestrenn, An Nasion, deomp ken estren.

1960
Référence : PETO p18

Betek neuze ne oan bet gwech ebet pelloc'h eget an Naoned war an tu-se; setu ma welis en tu-hont d'ar gêr-se, ar vro o kemer un neuz estren evidon gant he gwiniegoù ha dreist-holl gant he zoennoù plat teol ruz, arvestoù ha ne oa ket gwall voas va daoulagad outo.

1985
Référence : DGBD p9

Dedennet eo gant an enklaskoù war ar politikerezhioù enbroañ (en o zouez ar rekour d'al labourerien estren berrbad).

2014
Référence : MINOB p14

An hevelep hini e oa moarvat, un Albanad peuzsur, peogwir hon eus gwiriet gant ar borzhierion hag an holl o deus lavaret deomp e komze gresianeg fall gant ur pouez-mouezh estren.

2015
Référence : EHPEA p155

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux