estren
tud estren, an estren
tud estren
Evel-se eo ez a da goll / Ar garantez dre ar bed-holl, / Ha, gant karantez ar galon, / E kouezh pep vad en ur mor don / Ne zislonko, gant an amzer, / Nemet pense dioc'h ar reier, / Nemet kleñved divronn estren, / Nemet alies danvez gwall den, / Danvez grweg fall, danvez muntrer / Digant magerez deut d'ar gêr.
Mar hoc’h eus kuitaet ho kêr ha ranket lavaret kenavezo d’ho tud ha d’ho pro evit mont a-bell da chom e-touez tud estren, mil gwech disheñvel diouzhoc’h ken dre o yezh, ken dre o gwiskamant ; mar hoc’h eus ranket mont da chom en ur vro yen ha digalon, en ur vro ha n’eus tamm menez en he c’hreiz na banne mor war he zro, neuze e c’houzoc’h gwell eget na c’hellfen her lavaret deoc’h, peger poanius ha peger kriz eo kuitaat tud hor bro.
Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).
E 1876 en deus Barrois goulakaet, evit diskoulmañ kudenn ar c'herreg estren a gaver war aodoù Breizh, e vefe bet degaset ar c'herreg-se war skornennoù war-neuñv, da vare skornegoù meur ar Pevarhoalad.
Betek neuze ne oan bet gwech ebet pelloc'h eget an Naoned war an tu-se; setu ma welis en tu-hont d'ar gêr-se, ar vro o kemer un neuz estren evidon gant he gwiniegoù ha dreist-holl gant he zoennoù plat teol ruz, arvestoù ha ne oa ket gwall voas va daoulagad outo.
Dedennet eo gant an enklaskoù war ar politikerezhioù enbroañ (en o zouez ar rekour d'al labourerien estren berrbad).
An hevelep hini e oa moarvat, un Albanad peuzsur, peogwir hon eus gwiriet gant ar borzhierion hag an holl o deus lavaret deomp e komze gresianeg fall gant ur pouez-mouezh estren.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
estren