Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den dianav da ub. zo anv anezhañ. Ned eo ken un estren evidon bremañ. [1955] [...] hogen, evit krennañ berr e fellas dezhañ goulenn digant un estren rik, na kar na par dimp, daoust hag ober a raje evit test. 2. Ent strizh Den eus ur vro all. Deuet ez eus kalz estrenien amañ en hañv tremenet. & (gant un dalvoudegezh lies) An estren, hag int a raio degemer din-me ? [1954] Hogen, ne voe kemend-all a zifrae hag a largentez nemet ur c’holl-amzer, hepmuiken, rak kerkent ha ma voemp erru du-hont, e tisklerias ar Saozon d’hon admiral ne felle ket dezho bezañ skoazellet gant an estren [...]. 3. Dre ast. Nesañ. Arabat eo noazout d'an estren.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

vn estren

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (un) étranger

estren

1659
Daveenn : LDJM.1 pg estren

estren

1732
Daveenn : GReg pg forain (Forain, étranger.)

estren

1732
Daveenn : GReg pg étranger (qui est d'un autre païs. Van.), forain (Forain, étranger, Van.)

tud estren, an estren

1732
Daveenn : GReg pg étranger (qui est d'un autre lieu)

Bremañ me a lavar d'ar pinvidig, d'ar paour : / Mard eo mat deoc'h hiriv ober ur pezh labour, / Stagit gantañ dioc'htu, ha pa vec'h hoc'h-unan, / Bemdez kalonek oc'h [ouzh] ho poan, / Ganeoc'h ez ay buanoc'h da benn / Evit chom da sellet, o c'hortoz an estren.

1867
Daveenn : MGK p54

Ar marvailh-mañ dlefe deskiñ / Ez eo gwelloc'h da bep hini / Chom e peoc'h en e di bihan / El lec'h m'emañ eürus, diboan, / Eget bezañ e-kreiz anken / En ur maner zo d'an estren.

1867
Daveenn : MGK p129

Gwell e wel lagad ar perc'henn, / Eget kant lagad an estren.

1867
Daveenn : MGK p45

Piv a garfe brezelekaat gant tud hag a ra brezel d’o Doue, d’o Roue, d’o beleien, d’an holl dud vat eus o bro ha d’an estren, war gorre ar marc’had, abalamour ma ne reont ket evelto ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.261

Gervel a reomp holl youloù, holl sperejoù hag holl eneoù a Vreizh evit urzhiañ ha sevel ganeomp ur stourmerezh digeflusk ouzh alouberezh an estren.

1911
Daveenn : PSEP p IX

O gwerzhet n’em eus ket d’an estren ; bet on dezho ur skor, ur c’huzul, ur skoed-gwareziñ.

1923
Daveenn : SKET p.71

Terridigezh al lezenn a-berzh meur a hini, avat, pe a-berzh ar vroad a-bezh, a denno war he heul ar c’hastiz-mañ : kolloù, kañvoù, krenoù-douar, dour-beuz, bosenn war dud ha loened, brezelioù-koll, gwaskerezh estren, ha, d’an diwezhañ, dismantr ha marv ar vroad, dilignezadur ha steuziadur ar ouenn (1).

1923
Daveenn : SKET p.52

Bagadoù a voe, hag int her gant niver, nerzh ha kadarnded o brezelourien, en em ziskouezas en armoù en harz-bro an Estren hag a daeras outañ ma roje an drederenn eus e barkoù, eus e beurvanoù, eus e goadoù, eus e dropelloù, eus e vinvioù, eus e gêriadennoù (3).

1923
Daveenn : SKET p.88

Evurus ar boc’h da vont da vale bro, d’an emgann : rak n’oc’h ket hep goût, moarvat, penaos ar boc’h a zo brezeler, atav e gerniel gantañ bantet, prest da dourtañ amezeg, estren pe divroad.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.949 (Mae 1924)

Stagañ ’ris war al labour, hag en nebeut amzer am boa savet « Ar Bourc’hiz lorc’hus », en tri arvest, kontadenn un aotrou divrezhonek, dezhañ ur verc’h da zimeziñ, hag a gav gwell he reiñ d’un estren pinvidik eget d’un amezeg breizhat.

1944
Daveenn : EURW.1 p.99

Hogen, ne voe kemend-all a zifrae hag a largentez nemet ur c’holl-amzer, hepmuiken, rak kerkent ha ma voemp erru du-hont, e tisklerias ar Saozon d’hon admiral ne felle ket dezho bezañ skoazellet gant an estren : barrek e oant, emezo, d’ober o-unan war dro poblañs ar vro evit pezh a selle ouzh ar bevañs, al lojeiz hag an holl draoù all a vije ezhomm diouto.

1954
Daveenn : VAZA p.94

[...] hogen, evit krennañ berr e fellas dezhañ goulenn digant un estren rik, na kar na par dimp, daoust hag ober a raje evit test.

1955
Daveenn : VBRU p.53

M'en deus badiziant bet ho kern / E c'houzit ' tle karantez reizh / Pep kristen mat d'an estren geizh.

1960
Daveenn : PETO p79-80

Deoc'h-c'hwi da zibab diouzh ho krad / Ha, d'an estren, o varc'hekaat, / Zo deut gant c'hoant d'ho saveteiñ, / Ra deurvezoc'h ur respont reiñ.

1960
Daveenn : PETO p57

Mouzhet an estren yen ouzh ar beleg touer !

1960
Daveenn : PETO p32

N'o deus ket komprenet ne zebromp-ni ket an estrenion. En em zebriñ a reomp an eil re ar re all.

2015
Daveenn : EHPEA p33

penaos e korvoent an estrenion, ni da gentañ hag ar re zu bremañ.

2018
Daveenn : PZORN p.357

Ofis publik ar brezhoneg