Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.k. I. V.k.e. 1. Eveshaat. [1923] [E]vit diwall ar mengleuzioù hag evezhiañ ar vengleuzerien [...]. 2. Sellet pizh, aketus ouzh udb. Evezhiañ louzaouennoù gouez. II. V.k.d. EVEZHIAÑ OUZH. 1. Eveshaat. Ne oa den er gêr evit evezhiañ ouzh ar vugale. 2. Sellit pizh, aketus ouzh udb. An ijinour a zeuas da evezhiañ ouzh doare ar ganol. EVEZH. Distagañ a reer ar furm "evezh" (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['e:vesj].

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

evezhiñ

1732
Référence : GReg pg garde (Etre sur ses gardes, prendre garde à soi, à autrui, ou à quelque chose, Van.)

evezhiñ

1732
Référence : GReg pg aguets

evezhiin

1850
Référence : GON.II pg éouéc'hein

E kember an Albis hag ar Sala, da evezhiañ penn an draonienn ma red ar stêr ziwezhañ-mañ, e voe savet kêr Kondatobriga « kreñvlec’h ar C’hember ».

1923
Référence : SKET p.133

Rak, kerkent hag adlestret Nemetos, setu ur c’hleñved stagus o tont d’ober e rann eus ar vrezelourien en doa lezet evit diwall ar mengleuzioù hag evezhiañ ar vengleuzerien, ma varvas an div drederenn anezho.

1923
Référence : SKET p.129

Tigernomagalos-eñ, eus navet rummad gourvibien Ariomanos, a evezhias ouzh ar mein a-stlabez war c’horre an douar e rannoù zo eus ar vro pe e naoz ar stêrioù.

1923
Référence : SKET p.56 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]". "P. 56, trede dilinenna[ñ], lin. 2, e lec’h « a-stlabez » kentoc’h « a-skign »". )

Evel-se, Ariomanos, evezhiet gantañ al louzaouennoù gouez o kriskiñ e frankizennoù bro an Hañv, a anavezas ar re a zo danvez-boued en had anezho, talvoudus dre se da vab-den o gounit : an heiz, ar mell, ar c’herc’h, ar segal.

1923
Référence : SKET p.53

Evel ur c’havrig e lamme war ar rec’hier sershañ, war lein ar c’hrec’hiennoù hag ec’h evezhie ac’hano red ar c’houmoul, fiñv al loar hag ar stered.

1924
Référence : SKET.II p.18

lakaat da evezhiañ

1931
Référence : VALL pg aposter (pour garder, observer)

Hemañ 'oa ar sensor, an Aotrou Lecerf, an hini a oa karget da evezhiañ ouzh kement tra.

1944
Référence : EURW.1 p31

Penaos e vez evezhiet ha diwallet al lec'h : kameraioù, vijiled, porrastell a c'hallfe degas ur gudenn, kleier-galv, orjal-dreinek ha dorioù-tredan, troiadoù-evezhiañ ar boliserien, pegeit zo d'ar c'homiserdi tostañ evit gouzout an amzer ho po a-raok ma en em gavfe ar polis war al lec'h, pe, er c'hontrol, a-benn pegeit e teuy d'ho sikour ma trofe fall an traoù abalamour da enebourien feuls...

2015
Référence : DISENT p74

Stankoc'h-stankañ e vez ar c'hameraioù-evezhiañ, hag a-wechoù e vez tud dirak ar skrammoù evit dielfennañ ar skeudennoù war ar prim pe dost.

2015
Référence : DISENT p74

Fellout a rae din distreiñ da Vro-Alamagn, met dre Vro-Italia, rak gouzout a raen e vije evezhiet ganeoc'h an nijadennoù eeun da Alamagn.

2015
Référence : EHPEA p394

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux