hag alies e lakaent o grekad kafe e korn an oaled pe war gorn ar fornigell evit ma vije tomm an evaj pa zeufe c'hoant evañ kafe
Ne gaver ket a grugelloù bras savet ganto e koadeier ar Gabon, ar re vrasañ, dezho stumm kabelloù-touseg pe duellennoù fornigell gant un tok, ha ne zeuont ket kalz ouzhpenn daou droatad er-maez eus an douar.
Aesoc'h e oa ar vuhez eviti zbaoe ma oa bet lakaet an tredan da zont betek ar C'hastell, gwall nebeut ez implije anezhañ forzh penaos, ur voutailh gaz a oa ganti gant ur fornigell blat daou tan, c'hwec'h miz e pade ar voutailhad : ne c'hortoze ket muioc'h digant an araokaat.
N'en doa ket ar c'hi bihan ezhomm ebet eus ur seurt kastell simant, divoas e stumm, gant din nev hag ur glouedenn : a-raok e veve en o zi hag emichañs e oa evitañ, da gaout e zour hag e voued, ur volenn gozh bennak hag ur plad didammet dindan ar fornigell gaz.
N'en doa ar c'hi bihan ezhomm ebet eus ur seurt kastell divoas e stumm, gant div nev hag ur glouedenn : a-raok e veve en o zi hag emichañs e oa evitañ, da gaout e zour hag e voued, ur volenn gozh bennak hag ur plad didammet dindan ar fornigell gaz.
Gwisket e oa Kathrine dija, hag eñ en e sav ouzh ar fornigell en e boxershorts o fardañ kafe.
Thomas avat a douas e oa aet d'al lochenn diwar c'houlenn e dad evit gwelet hag-eñ e sache mat ar fornigell.
Mots précédents
Mots suivants
fornikasion