Télécharger les mots parents frealzidigezh frealziñ frealzus
"frealz" g.
Met pebezh frealz, pebezh gopr eviti pa glevas d’abardaez noz ar Person o lavarout dezhi : « Daoust ha ma 'z oan o tougen an Aotrou Doue, ken brav e kaven ho labour, Ann-Mari, ma’z on bet war nes [war-nes] ober evel ar re-all a-raok din, tec’hel a-ziwar va hent evit mirout da voustrañ ha da zirenkañ bleunioù reizhet en un doare ken dispar ».
War-vete nebeut am bije displeget dirazañ Elle est morte ur wech ouzhpenn, met an dro-mañ, war a gredan, ne vije ket dezhañ ur frealz met kentoc’h ur rann-galon klevout ur fentigell he devoa graet berzh war al lestr ma ranke pellaat dioutañ da viken, o vezañ ma tlee chom hervez ma lavared à la disposition du Ministre : e gwirionez bezañ ur c’hozh louf-torchenn o hiraezhiñ e don ur burev bennak kent na vefe gallet e lakaat e-maez a garg kuit a dermal.
souezhet e voe avat o verzhout ar frealz bras a baras war zremm ar pennwaz, ha ken souezhet all o stadañ n'en doa ket evet un dakenn eus ar werennad win, a lezas en ur vont kuit.
Feiz, pegen kaer eo ar gêr-mañ; a-wechoù e kav din e teufe pep silvidigezh, pep frealz eus Roma hag eus Roma nemetken.
ar barradig kounnar-se a voe un doare frealz d'an Ao.Utterson.
A-greiz-holl padal e santan ez eo ar c'houlz din, bremañ, da ziskuliañ dezhi ma diviz gant Gikas, marteze e roy un tamm frealz dezhi.
Mots précédents
Mots suivants
frealz